Noz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
An noz pe an nozvezh a zo ar prantad amzer m'emañ an Heol a-is d'an dremmwel. Ar prantad enep d'an noz a zo an deiz (pe an "devezh" ha ar ger -se a zo evit chom hep meskañ gant ar ger "deiz" pa vez ar c'haoz war prantad an 24 eur). Eurioù derou ha diwezh an deiz a zepand eus meur a abeg (koulz-amzer, ledred, hedred ha takad eurioù.
Taolenn |
[kemmañ] Padelezh ha lec'hiadur
Diwar daou abeg eo padelezh an deizioù bihannoc'h eget hini an nozioù.
- N'eo ket an Heol ur poent, met un traezhenn fetis gant ur ment hervez ar gwel a zo dezhi 32 munutenn
- Dasskedet eo gouloù an Heol gant an aergelc'h ken e c'hell tizhout an douar p'eo aet ar blanedenn vras dindan an dremmwel 34 munutenn izeloc'h
Pa vez ouzhpennet an div fenomemm e c'heller kompren eo aet an Heol war-dro 50 munutenn izeloc'h pa 'z eus gouloù o skeiñ an douar c'hoazh. Ma ne vije an daleoù-se e vije padelezh an deiz a-blom gant hini an deiz en degouezh an div gedez kedez an Nevezamzer ha kedez ar Fallamzer, ar momedoù m'emañ an Heol o tremen a-us d'ar c'heheder.
Evit gwir, e mare ar c'hedezioù, e pad an deiz 14 munutenn nebeutoc'h er c'heheder hag un tammig muioc'h en ahelioù. Er goursav-heol hañv e vez an deiz berroc'h hag er goursav-heol goañv an noz hiroc'h.
[kemmañ] Gerioù deveret
- Nozigan
- Noziñ
- Nozkent
- Nozvezh ; Nozvezhiad
- Nozvezhier
[kemmañ] Gerioù gant noz enno
[kemmañ] Lavarennoù gant noz enno
- Dec'h da noz
- Dindan noz
- Diouzh an noz
- Noz-deiz
- Serriñ a ran an noz