Shoah
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- "Shoah" a adkas amañ. Evit implijoù all, gwelet Shoah (digejañ).
Loskaberzh (Holocaust) |
Diazezoù |
---|
Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4 Kampoù-bac'h · Konzentrationslager Roll kampoù-bac’h an nazied · Tric'horn (kampoù bac'h) Gouennlazh |
Yuzevien |
Shoah |
Pogromoù: Nozvezh ar strink |
Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź Ghetto Krakovia, Theresienstadt... |
Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa... |
Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee Aktion Reinhard, Ziklon B |
Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau |
Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia |
Romed (tsiganed) |
Porajmos |
Slaved |
Generalplan Ost |
Heñvelrevaded ha Lesbianed |
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied |
Torfedourien bennañ |
Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo |
Lez-varn Nürnberg |
Ar ger Shoah a vez graet gantañ hiziv evit ober anv eus an oberoù kaset da benn gant Nazied Alamagn hag o c'henlabourerien en Europa evit diouennañ ar Yuzevien diwar an douaroù dalc’het ganto e-pad an eil brezel bed. Komzet evez ivez eus al loskaberzh pe eus diouennadeg ar Yuzevien. Gant an Nazied e veze graet anv eus an diskoulm diwezhañ da vare an Trede Reich.
Dre an oberoù-se e teujont a-benn da lazhañ div drederenn eus Yuzevien Europa hag etre pemp ha c’hwec’h milion a dud en holl hervez an istorourien.
[kemmañ] Orin ar ger
Ar ger shoah (hebraeg: שואה ) a dalvez kement ha drouziwezh.
Ar ger hebraek evit envel un darvoud istorel hep e bar eo : hini al loskaberzh, pe diouennadeg ar Yuzevien, pe ar gouennlazh anezho, gant an Nazied eo. Gwelloc’h e kav lod tud ober gant Shoah eget loskaberzh hiziv. Gant an Nazied e veze graet an diskoulm diwezhañ (die Endlösung) eus ar Shoah da vare an Trede Reich.
Tud zo ha n’en kavont ket gwell eget loskaberzh, goude ma reont gantañ. Lavarout a rae Elie Wiesel da Michaël de Saint Cheron e 1988 e kave gwell ar ger « c'hourban » (כורבן) a vez implijet el lennegezh yidichek hag a dalv kement ha « distruj » hag a ra dave da hini an Templ. Graet e vez ivez gant yuzevlazh. An eil pe egile eus an tri ger (shoah, hourban, yuzevlazh) a vir ar pezh zo dibar ha yuzev en darvoud, hervez soñj Vincent Engel en e bennad « Holocauste, Shoah ou judéocide ? » e-barzh Le Nouvel Observateur (Hors-Série janvier 2003 - décembre 2004).