Loskaberzh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Loskaberzh (Holocaust) |
Diazezoù |
---|
Enepyuzevegezh · Gouennelouriezh · Naziegezh Lezennoù Nürnberg · Eutanaziezh T-4 Kampoù-bac'h · Konzentrationslager Roll kampoù-bac’h an nazied · Tric'horn (kampoù bac'h) Gouennlazh |
Yuzevien |
Shoah |
Pogromoù: Nozvezh ar strink |
Ghettoioù an nazied: Ghetto Varsovia, Ghetto Łódź Ghetto Krakovia, Theresienstadt... |
Einsatzgruppen: Babi Yar, Rumbula Lazhadeg Ponary, Lazhadeg Odessa... |
Diskoulm diwezhañ: Kendiviz Wannsee Aktion Reinhard, Ziklon B |
Kampoù-diouennañ : Chełmno, Bełżec Sobibór, Treblinka, Auschwitz-Birkenau |
Rezistañs: Emsav Ghetto Varsovia |
Romed (tsiganed) |
Porajmos |
Slaved |
Generalplan Ost |
Heñvelrevaded ha Lesbianed |
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied |
Torfedourien bennañ |
Trede Reich: Adolf Hitler · Reinhard Heydrich Adolf Eichmann · Heinrich Himmler · Rudolf Höss · SS · Gestapo |
Lez-varn Nürnberg |
Ur ger relijiel eo ar ger loskaberzh, hag a ra dave da aberzh ul loen par ha disi, unliv peurvuiañ, en tan, goude bezañ lazhet hervez giz ar relijion yuzev.
Meneget eo e geriadur François Vallée evel ur ger o tont eus ar c’hembraeg, brezhonekadur "llosgaberth" moarvat, da dreiñ ar ger gallek holocauste, deuet diwar droidigezh c’hallek ar Bibl latin, a gaver ennañ ar ger holocaustum, a deu eus ar gresianeg ὁλόκαυστον (eus ὅλος, hólos, « en e bezh » ha καυστός, kaústos, « leskiñ, deviñ »).
Gant Hellaziz kozh e veze loskaberzhet loened ivez, en ul lid anvet ἐνάγισμα, enágisma. Un aberzh graet da zoueoù an traoñ, an douar, e oa, met ne oa ket anv a rannañ boued gant ar re varv pa veze peurzevet al loen lazhet. Neuze e veze lakaet al loen war an douar, ha dastumet e wad en ur foz, ar βόθρος / bóthros, evit magañ doueoù an douar, o fediñ pe o habaskaat. Deskrivet eo bet an aberzh-se gant Homera en Iliades.
Hiziv an deiz e vez graet gant ar ger evit ober anv eus an doare krisañ zo da azeuliñ un doue en ur relijion bennak, evel pa vije kaoz eus lazhañ tud.
[kemmañ] Loskaberzh ha Shoah
E dibenn an XXvet kantved e voe implijet ar ger Holocaust gant filmourien amerikan (darn anezho a orin yuzev) evit ober dave d’ar gouennlazhoù kaset da benn gant an nazied en Alamagn da vare an Trede Reich.
Lakaet eo bet ar ger Holocaust ivez da envel un heuliad filmoù skinwel amerikan diwar-benn istor un tiegezh yuzevien alaman da vare al lazhadeg-se.
Diouennañ yuzevien ha tsiganed dreist-holl a veze graet, hag ivez sokialourion, heñvelreizhourion, komunourion. Peurvuiañ e vez lakaet da c’hwec’h milion an niver a yuzevien hag etre 200 000 ha 800 000 an niver a tsiganed a zo bet distrujet evel-se.
Dre astenn-ster e vez graet gant ar ger ivez evit ober anv eus lazhadeg ur rumm tud gant an Nazied, evel an dud siet a gorf pe a spered, an henvelrevaded, an eneberien bolitikel, ar gomunourien, ar beoc’hgarourien, testoù Yehovah, ar gristenien enebet ouzh an naziouriezh, ar pobloù slav evel Poloniz pe ar Rused, da lavarout eo etre dek ha daouzek milion a dud en holl.
Hiriv an deiz e vez graet gant ar ger evit ober anv eus gouennlazhoù arall, a-raok pe goude an Eil Brezel-Bed Troet e vezer da vont da-heul kazetennoù ha skinwel Pariz a ra gant ar ger Shoah ( a dalv kement ha ‘’drouziwezh’’) da-heul ar fim hir (9 eurvezh hanter) savet gant ar gall Claude Lanzmann diwar bennadoù-kaoz gant tud bet er c’hampoù-diouennañ.
[kemmañ] Liammoù diabarzh