Heinrich Himmler
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Heinrich Luitpold Himmler (ganet ar 7 a viz Here 1900 e Munich ha marvet an 23 a viz Mae 1945 e Lüneburg), a voe e touez pennoù galloudusañ an Trede Reich. Mestr dibar an SS (Reichsführer-SS) a voe, ha mestr an holl dervijoù polis alaman (e penn der Deutschen Polizei, ar Gestapo en o zouez). Gwelet eo ivez evel ar Jahrhundentmörders (« muñtrer ar c'hantved ») gant un nebeut speredoù alaman. En em lazhañ a reas an 23 a viz Mae 1945, kuitas da vezañ paket ha barnet.
Himmler a voe kirieg eus ar pep pouezusañ en oberenn a zistruj eus an eneberezh politikel en Alamagn nazi hag er rennad-mañ, diazezet war ar spont er broioù aloubet. Mestr pennañ ar c'hampoù tolpañ ha distruj ha aozer-meur an "diskoulm diwezhañ".