Bibl
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar Gristeniezh |
|
|
|
Istor ar Gristeniezh |
|
An Dreinded |
|
Ar Bibl |
|
Doueoniezh kristen |
|
Iliz Kentañ Anvadurioù kristens |
Ar Bibl a deu e anv eus βιβλíoν (biblíon) e gresianeg, a dalvez "levr". Ul levr tev ez eo : ul levraoueg evit gwir, peogwir e konter 72 lodenn en Testamant Kozh.
Taolenn |
[kemmañ] Ul levr studiet kalz
Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde.
An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.
[kemmañ] Div lodenn a zo er Bibl
Bez ez int:
[kemmañ] An Testamant Kozh
Al lodenn-mañ hepken a ya d'ober bibl ar Yuzevien Ennan e kaver meur a levr :
- Ar C'heneliezh ;
- Levr ar C'hrennlavaroù
- Levr Moizez, ha levrioù all
[kemmañ] An Testamant Nevez
Ne gaver an Testamant Nevez nemet er Bibl kristen, hag ennañ:
- ar pevar aviel, a zezrevell buhez Jezuz
- Oberoù an Ebestel, ma weler Pêr ha Paol o tont da vezañ harozed ar relijion gristen
- Lizhiri an Ebestel,
- an Diskuliadur, skrivet gant Yann, a gemenn fin ar bed.
[kemmañ] Ar Bibl e brezhoneg
- E 1827 e oa bet embannet an droidigezh kentañ eus an Testamant Nevez, troet gant Yann-Frañsez ar Gonideg, war c'houlenn pastored eus Kembre, Thomas Price ha David Jones. Un droidigezh eus ar Bibl en e bezh gant ar Gonideg a voe embannet e 1866, goude e varv.
- E 1847 e voe embannet e Brest un droidigezh eus an Testamant Nevez gant ar pastor kembreat John Jenkins (1807-1872), a voe adembannet meur a wech. Sikouret e oa bet gant Gwilherm Rikou, hag harpet gant Kevredigezh ar Bibl war an douar bras.
- E 1883 e voe embannet troidigezh an Testamant Nevez adarre, graet gant Gwilh ar C'hoad (1845-1914). Ar Bibl en e bezh a voe troet gantañ goude hag embannet e 1897 gant an Trinitarian Biblical Society, eus Londrez, en anv "Unvaniez Drinderian ar Bibl evit ar Vretouned". Liv brezhoneg Treger, ar yezh kaozeet gant Gwilh ar C'hoad, a gaver war an droidigezh-se. E 2004 e oa bet embannet ur stumm adwelet eus ar skrid-se, gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev hag e Breizh ([1]).