Mark
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mark zo un anv-badez e brezhoneg hag e meur a yezh. Dont a ra eus an anv latin Marcus, ha kavout a reer e bar en holl yezhoù Europa.
Brudet eo an anv abalamour d'ar sant avielour, stag e anv ouzh kêr Venezia.
Taolenn |
[kemmañ] Daou sant
Daou sant Mark zo:
- sant Mark an avielour, gwelout Mark (avielour)
- sant Mark ar pab, gwelout Mark (pab)
[kemmañ] E yezhoù all
- en alamaneg: "Markus"
- e galleg ha katalaneg: "Marc"
- e gresianeg: "Μάρκο"
- e saozneg ha nederlandeg, norvegeg, svedeg: "Mark"
- e spagnoleg: "Marcos"
- en italianeg: "Marco"
- en hungareg: "Márka"
- e poloneg: "Marek"
- e ruseg: "Марка" ('Marka')
- e bulgareg: "Марк" ('Mark')
- e latveg: "Markė"
- e finneg: "Markus, Markku"
- e sloveneg: "Marko"
- e islandeg: "Markús"
- en euskareg: "Marko"[1]
[kemmañ] Anvioù all
Kar eo an anv d'an anvioù latin Marcellus ha Marcellinus, o deus roet anvioù all er yezhoù a orin latin.
[kemmañ] Tud
- E Roma
- Marcus Tullius Cicero
- Marcus Antonius, letanant Julius Caesar, enebour Octavius
- Marcus Aurelius Antoninus, pe Mark Aorel, impalaer roman eus 161 da 180.
- E Breizh
- Marc Gomez, marc'hhouarner roazhonat, gounezet gantañ Milan-San Remo
- Mark Kerrain, kelenner ha skrivagner brezhoneg
- Mark ar Brizh, anv meur a zen
- Mark ar Brizh, pe Marc Le Briz, mestr-skol gallek e Medreac, skrivagner gallek, enebet ouzh an doareoù-kelenn nevez
- E broioù all
- Marc Chagall, livour rus
- Marco Polo, beajour veneziat brudet,
- Mark Twain, anv-pluenn Samuel Clemens, met ur c'hoari war ar gerioù eo e anv ha n'eo ket eus an anv-badez e teu e gwirionez
- Mark Freuder Knopfler , gitarour brudet, gant Dire Straits
- Markus Wolf, penn-bras ar Stasi en Alamagn ar Reter
- an is-komandant Marcos, e Mec'hiko
- Marco Pantani, marc'hhouarner italian, marvet diwar gokain
[kemmañ] Anv-tiegezh
- Ferdinand Marcos, diktatour filipinat
- Juan De Marcos González, un den a bouez e sonerezh Kuba, krouer ar strollad Sierra Maestra, unan eus kenaozerien ar film Buenavista Social Club,
[kemmañ] Anv-lec'h
Meur a Sant-Mark zo
- Sant-Mark, parrez kozh ha karter, e Brest