Yann
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Yann zo un anv-badez brezhonek a zo deuet eus ar Bibl, hag a vez roet d'ar baotred.
A-wechoù e vez klevet anv eus ar stummoù Yanna, pe Yannez, evit ar merc'hed, met ar re-se a seblant ijinet nevez zo. Graet e vez gant Janed kentoc'h, un anv deuet eus ar galleg.
Taolenn |
[kemmañ] Gerdarzh
Dont a ra eus an hebraeg יוֹחָנָן (Jōħānān) a dalv kement ha "Doue a zo madelezhus") , deuet da vezañ Ἰωάννης (Iōánnēs) e gregach ha Johannes e latin.
[kemmañ] Un anv "boutin"
Un anv roet stank e oa e Breizh, hag en holl vroioù kristen, dre ma oa anv daou sant eus penn kentañ istor ar gristeniezh. Krog eo e vrud da goazhañ abaoe ur pennad avat.
[kemmañ] Tud
E-touez an dud anvet Yann
- 23 Yann a voe pibien, gwelout Yann (pab)
- 8 Yann a voe impalaerien ar Reter, gwelout Yann (impalaer)
- 5 Yann a voe duged Breizh, gwelout Yann (dug Breizh)
- 2 Yann a voe roueed gall, gwelout Yann (roue Bro-C'hall)
- ur Yann a voe roue Bro-Saoz, Yann Dizouar
- 2 Yann a voe rouaned Aragon
- ur roue eus Bohemia, Yann an Dall (1296-1346) anavezet ivez evel Yann Luksembourg
- 6 Yann a voe roueed Portugal, gwelout Yann (roue Portugal)
- 3 Yann a voe roueed Pologn, gwelout Yann (roue Pologn)
Gwelout ivez ar pennadoù
[kemmañ] Sent kristen
[kemmañ] Daou sant kentañ
Anaout a reer da gentañ:
- Yann ar Badezour , an diouganer a vadezas Jezuz, deuet an anv kristen Yann-Vadezour, hag an anv-badez, diwar e lesanv, lidet d'ar 24 a viz Mezheven pe d'an 29 a viz Eost.
- Yann an Abostol, hag an Avielour, a skrivas ar pevare aviel ha levr an Diskuliadur, lidet d'ar 27 a viz Kerzu pe d'an 8 a viz Mae
[kemmañ] Sent all
Sent all zo bet avat:
- Yann Diarc'hen (1280-1349); ganet e Sant-Nouga, e Leon.
- Yann an Aluzener, lidet d'an 23 a viz Genver, pe a viz Du e reter Europa
- Yann Bosco, sant italian
- Yann Brébeuf
- Yann Cassien
- Yann Capistran
- Yann Krizostom
- Yann Klimak
- Yann ar Groaz, Juan de Yepes e wir anv,
- Yann Damasken
- Yann Doue
- Yann Efeza
- Yann Eudes
- Yann de Lalande
- Yann Matha
- Yann Nepomuken
- Yann Sant-Tomas
[kemmañ] Gouel Yann
Klotañ a ra Gouel Yann, a zegouezh d'an 21 a viz Mezheven, gant deiz kentañ an hañv.
[kemmañ] E yezhoù all
Kavout a reer an anv en holl yezhoù Europa ha dre ar bed, abalamour da emled ar relijion kristen.
- Yezhoù keltiek
- Jowan e kerneveureg
- Eóin pe Seán en iwerzhoneg
- anv ar skosad Sean Connery
- Eòin pe Seathan e gouezeleg Skos
- Siôn pe Sion hag Ioan hag Ieuane kembraeg
- Sion Corn, a zo kar-tost d'an Tad Nedeleg krouet e brezhoneg e dibenn an XXvet kantved.
- Yezhoù romanek
- Jean (skrivet Jehan, gwechall) e galleg,
- anv daou roue gall
- anv meur a sant gall, Jean Eudes, Jean-Baptiste de la Salle, ha re all
- Jeanne eo ar furm wregel
- Giovanni (pe Gianni dre verrdro), en italianeg,
- anv 23 fab, hep kontañ 2 a voe Giovanni Paolo
- anv ar sant Giovanni Melchior Bosco Ochienna, anavezet evel Don Bosco
- Giovanna pe Gianna eo ar furm wregel
- João e portugaleg
- Joan, e katalaneg, a zo ivez furm wregel an anv e saozneg,
- Juan e spagnoleg
- Juan de la Cruz, pe Yann ar Groaz, barzh spagnolek ha sant
- Juana eo ar stumm wregel
- Xoán pe Xan, e galizeg
- Jean (skrivet Jehan, gwechall) e galleg,
- Yezhoù germanek
- John e saozneg, Johnny ha Jacky ar stummoù bihanaat
- anv ar roue saoz brudet, John Lackland, anvet ivez Yann Dizouar e brezhoneg,
- Joan, Joanna, Jane eo ar furmoù gwregel
- John e saozneg, Johnny ha Jacky ar stummoù bihanaat
-
- Johannes pe Johann, en alamaneg (ha yezhoù germanek arall evel an nederlandeg pe an daneg), ha Hans pe Jan ar stummoù bihanaat
- Johannes Brahms, sonaozour
- Johannes pe Johann, en alamaneg (ha yezhoù germanek arall evel an nederlandeg pe an daneg), ha Hans pe Jan ar stummoù bihanaat
-
- Jens, Johan, Jan, Hans e daneg
- Jón, an anv-badez poblekañ en Enez ar Skorn
- Yezhoù slavek
- Ivan, e ruseg ha yezhoù slavek arall
- Jan, Iwan, Janek e poloneg
- Yezhoù baltek
- Jonas , e lituaneg
- Yezhoù all
- Jon (distaget Yôn), hag Iban, pe Manex, pe Xan, en euskareg
- Ίώαννης e henc'hresianeg ha Γιάννης e gresianeg a-vremañ
[kemmañ] Yanned
- E brezhoneg e vez implijet Yann evel anv n'eus forzh piv:
- Yann Gouer eo anv an holl gouerien
-
- Yann Seitek eo patrom an dud n'int ket fin
-
- Yann Vrezhoneger a vez lavaret ivez pa gomzer eus an holl vrezhonegerien
-
- Yann gaezh
- en deus ur vuoc'h, hag e lavarer diwar benn ul loen: Honnezh zo evel buoc'h Yann gaezh, Ha n'he doa na leue na laezh,
- a vo lavaret gant un den o komz diwar e benn e-unan.
- Yann gaezh
-
- Yann ar Mil Micher, a rae mil micher ha ne ouie hin ebet, hervez ar vrud. Lavaret e vez ivez Daniel ar Mil Micher hervez levrioù Jules Gros.
[kemmañ] Krennlavaroù
- Tamm ha tamm E vez graet e vragoù da Yann
- Yann Falla Bemdez, Falloc'h arc'hoazh evit hirie.
- Pep Yann a anvez e Gatell.
[kemmañ] Troioù-lavar
- Pell emañ Yann eus e gazeg.