An Dreinded
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar Gristeniezh |
|
|
|
Istor ar Gristeniezh |
|
An Dreinded |
|
Ar Bibl |
|
Doueoniezh kristen |
|
Iliz Kentañ Anvadurioù kristens |
.
An Dreinded Santel e kelennadurezh ar feiz
E skridoù an Ebestel eo e kaver evit ar wech kentañ diazezoù bongoel an Dreinded :
” Gras an Aotrou Jezuz Krist, karantez Doue hag unaniezh ar Spered Santel da vezo ganeoc’h-holl" (2 Kor 13,13;1 Kor12,4-6; Ef 4,4-6).
E-kerz ar c’hantvedoù kentañ he deus klasket an Iliz displegañ reishoc’h he feiz en Dreinded, koulz evit donaat he meizerezh hec’h-unan eus ar feiz hag evit he difenn enep ar fazioù ouzh he distresañ. Setu pezh a reas ar Senedoù, harpet gant labour teologel Tadoù an Iliz ha skoazellet gant santad ar feiz er bobl kristen.
Evit diskleriañ bongoel pe dogmenn an Dreinded, he deus ranket an Iliz diorren un termenadur piaouel gant skoazell naouadurioù deuet eus ar brederouriezh : “solwez”, “nouez”, “gouzerez”(hypostasis) “darempred” h.a.. N’he deus ket evit-se sujet ar feiz d’ur furnez denel met roet ur ster nevez, dibar, d’ar gerioù-se galvet da dermeniñ hiviziken ur mister dilavarus,” en tu-hont da gement a c’hellomp meizañ gant muzul denel.”
An Iliz a ra gant ar ger “solwez” (troet a-wechoù ivez dre “anien” pe dre “natur”) evit merkañ bezoud Doue en e unanded, an termen “nouez” pe “gouzerezh” evit envel an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel en o diforc’h gwirion etrezo, ar ger “darempred”evit spisaat ar pezh a ra an diforc’h an eil e-keñver egile.
[kemmañ] An Dreinded a zo Unan.
Ne anzav ket ar Gristenien tri doue, met un Doue hepken en teir nouez (person) : an “Dreinded kennatur” (Sened Kêrgustentin). An nouezoù en Doue ne genlodennont ket an douevelezh unel, met pep hini anezho a zo Doue anterin :”An Tad a zo pezh ez eo ar Mab, ar Mab, ar pezh ez eo an Tad, an Tad hag ar Mab ar pezh ez eo ar Spered Santel, d.l.e. un Doue hepken dre natur”. “Pep unan eus an teir nouez a zo ar gwirvoud-se, d.l.e. solwez, anien pe natur Doue”
[kemmañ] An nouezoù en Doue a zo disheñvel kenetrezo e gwirionez.
Doue a zo unel met nann digenvez” “ Tad”, Mab”, “Spered Santel”, n’int ket hepken gerioù o verkañ doareoù ar bezoud douevel, rak evit gwir ez int diforc’h an eil diouzh egile :” An hini a zo ar Mab n’eo ket an Tad, hag an hini a zo Tad n’eo ket ar Mab, nag ar Spered Santel n’eo ket an hini a zo an Tad pe ar Mab”. Disheñvel int an eil diouzh egile dre o darempredoù orinel :”An Tad eo a c’han, ar Mab eo a zo ganet, ar Spered Santel eo an hini a zeu anezho”. Unanded Doue a zo triat
[kemmañ] An nouezoù douevel a zo e darempred kenetrezo.
Peogwir ne rannont ket an unanded douevel, an diforc’h gwirion etre an nouezoù a zalc’h hepken en darempredoù e-keñver ar re all :” En anvioù an nouezoù, an Tad a zo e-keñver ar Mab, ar Mab e-keñver an Tad, ar Spered Santel e-keñver o-daou; pa gomzer eus an teir nouez-se en ur sellout o c’heñveriadurioù, e kreder koulskoude en un natur hepken pe solwez. “ Pep tra end-eeun a zo unan (enno) e-lec’h n’eus ket enebiezh a geñveriadur”. “ En arbenn d’an unanded-se, an Tad a zo anterin er Mab; anterin er Spered Santel; ar Mab a zo anterin en Tad, anterin er Spered Santel; ar Spered Santel a zo anterin en Tad, anterin er Mab “(Sened Firenza 1442)
Da Gatekizidi Kergustentin, Sant Gregor a Nazians, anvet ivez “Teologour” a ro ar berradur-mañ eus ar feiz en Dreinded :
A-raok pep tra, mirit din an endod mat-se a vevan hag a stourman evitañ, hag a fell din mervel gantañ, a ra din gouzañv an holl drougoù ha disprizout an holl blijadurioù : fellout a ra din lavarout : an diskleriadur a feiz en Tad hag er Mab hag er Spered Santel. He fiziout a ran deoc’h hiziv. Dre ar feiz-se emaon o vont bremaik d’ho splujañ en dour ha d’ho sevel dioutañ. He reiñ a ran deoc’h da geneilez ha da batronez ho puhez a-bezh. Reiñ a ran deoc’h un Douevelezh hag ur C’halloudegezh hepken, o vezañ Unan en Tri hag o terc’hel an Tri e doare diforc’h. Douevelezh hep disparelezh a solwez pe a natur, hep derez uheloc’h pe izeloc’h da lakaat a-us pe a-is....gant tri divevenn an natur divevenn. Doue anterin pep unan sellet ennañ e-unan... Doue o zri sellet a-gevret...N’em eus ket kroget da soñjal en Unanded maz on soubet e splannder an Dreinded. N’em eus ket kroget da soñjal en Dreinded maz on adkroget gant an Unanded....ru-sib:Троица