Kergustentin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Kergustentin pe gKontanstinopolis a zo bet diazezet e derou ar IIIvet kantved gant an impalaer roman Kustentin (Constantinus) evit krouiñ un eil gêrbenn d'an Impalaeriezh roman, Roma nevez dibabet da anv nevez gêr gozh Bizantion, met chomet eo e eil anv en enor da Gustentin, Constantinopolis (gresianeg : Κωνσταντινούπολις). Dre urzh Kustentin eo bet adsavet hag adkempennet dindan un nebeud bloavezioù, kaset di kinkladurioù pinvidikañ an impalaeriezh. Lidet e voe an digoridigezh d'an 11 a viz Mae 330. Bravoc'h ha brasoc'h eget Roma e oa deuet da vezañ dre ma kreske pinvidigezh Impalaeriezh roman ar Reter a oa bet savet pa oa bet divizet gant Teodosius Iañ ma vije e zaou vab o ren war pep a hanterenn eus an impalaeriezh roman a oa erru re vras evit bezañ meret en un doare efedus gant ur renerezh kreizennet en ul lec'h hepken. Kêrbenn ar bed gresianek e oa ivez hag ur greizenn kenwerzh, an hini pouezusañ er bed anavezet e-pad kantvedoù. Deuet eo da vezañ Istanbul, kêrbenn gozh ha kêr vrasañ Turkia. Annezidi Kergustentin a zo anvet ar Gergustentinidi, met graet e vez ar Vizañtiz eus outo peurvuiañ.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Bizantion
Pennad pennañ Bizantion
Bizantion a oa un drevadenn staliet er VIvet kantved gant Gresianed Megara war strizh-mor ar Bosfor etre ar Mor Kreizdouar hag ar Mor Du. Ul lec'h strategel e oa hag unan eus ar re wellañ evit ar c'henwerzh. War riblennoù ur draonienn anvet ar C'horn-Aour e oa bet staliet ar porzhioù, ar porzh kenwerzh hag porzh ar morlu.
[kemmañ] Adsavidigezh ar gêr gant Kustentin
Pa voe adsavet gant Kustentin e lavared e oa staliet war seiz menez evel Kêr-Roma. Ar "Straed-greizenn" (ar Mêsê), mein-marbr e-leizh warni, riblennet gant bolzwaregoù war gilometradoù-hed a zibune porchedoù, plasennoù, bolzioù-enor, delwennoù hag ilizoù kinklet gant marelladurioù hag ikonoù aourennet.