Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Simón Bolívar - Wikipedia

Simón Bolívar

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Simón Bolívar


Simón José Antonio de la Santísima Trinidad Bolívar y Palacios, pe Simón Bolívar e berr, a voe ganet d’ar 24 a viz Gouere 1783 ha mervel a reas d’ar 17 a viz Kerzu 1830. Ur jeneral hag ur brogarour eus Suamerika eo. Sellet a reer outañ evel unan eus tud veur ar stourm evit dizalc’hiezh Venezuela, Kolombia, Panama, Ecuador, Perou pe Bolivia diouzh impalaeriezh Spagn. E spagnoleg e reer anezhañ El Libertador, eleze an Dieuber.

[kemmañ] Deroù e vuhez

Ganet e voe Bolívar e Caracas, e Venezuela, en ur familh nobl. Goude marv e dud ez eas da Spagn e 1799 evit kenderc’hel gant e studioù. Eno e reas anaoudegezh gant María Teresa Rodríguez del Toro y Alaysa a zeuas da vezañ e wreg. E-kerzh ur veaj a rejont o-daou da Venezuela e 1803 e varvas e wreg gant an derzhienn velen. Bolívar a yeas da Europa en-dro e 1804 ha daremprediñ a reas lez Napoleon.

Mont a reas Bolívar da Venezuela en-dro e 1807. Goude-se, e 1808, breur Napoleon, Joseph, a voe anvet gant an impalaer da roue war Spagn hag he zrevadennoù. Perzh a gemeras Bolívar en emsav a-enep ar roue nevez. Gant strollad Caracas e voe embannet dizalc’hidigezh Venezuela e 1810. Ha kaset e voe Bolívar evel kannad da Vro-Saoz.

[kemmañ] E penn ar stourm

Distreiñ a reas Bolívar da Venezuela e 1811 goude ma oa deuet ar vro da vezañ dizalc’h. Met e Gouere 1812, rener Venezuela, Francisco de Miranda, a godianas gant armeoù Spagn. Bolívar a dec’has da g-Cartagena de Indias, ur porzh e Kolombia hiziv. E 1813 e kemeras penn un arme a aloubas Venezuela. Mont a reas a drec’h da drec’h ha, da neuze e voe anvet El Libertador (An Dieuber, An Dizalc’her). Adkemer a reas Caracas d’ar 6 a viz Eost 1813 hag embann a reas eil republik Venezuela. Er bloavezh war-lerc’h e tistroas, e penn un arme, d’ar vro amezek, anvet neuze Nueva Granada (Kolombia hiziv) ha kemeret e voe Bogotá ganto e 1814. Met goude bezañ paket meur a lamm gant e enebourien e rankas tec’hout da Jamaika e 1815. Eno e c’houlennas sikour digant prezidant Haiti, Alexander Pétion. E 1816, gant skoazell Haiti, e tistroas Bolívar da Venezuela. Goude bezañ dilestret ez eas e arme war-raok ha kemeret e voe meur a gêr ganto, en o zouez Angostura (zo deuet da vezañ bremañ Ciudad Bolívar).

Derc’hel a reas e armeoù da vont war-raok ha gant emgann Boyacá e voe trec’het da vat armeoù Spagn e 1819. E miz Kerzu 1819, e Kendalc’h Angostura, e voe krouet Kolombia Vras (Gran Colombia e spagnoleg), ur c’hevread a oa ennañ Venezuela, Kolombia, Panama hag Ecuador. Bolívar a voe prezidant ar vro ha Francisco de Paula Santander an eilprezidant anezhi. Er bloavezhioù war-lerc’h e voe peurdrec’het ar Spagnoled : gant emgannoù Carabobo e 1821 ha Pichincha e 1822 e voe kreñvaet krog Bolívar war Venezuela hag Ecuador. Neuze e reas e soñj dieubiñ Perou diouzh ar yev spagnol. Gant skoazell Antonio José de Sucre e roas lamm d’ar Spagnoled : en emgann Ayacucho, e miz Kerzu 1824 e voe pilet an arme spagnol ha prizoniet besroue Spagn. Abretoc’h er bloavezh 1824, Bolívar a oa bet anvet diktatour gant kendalc’h Perou, ar pezh a roe dezhañ ar galloud penn-da-benn, evit aozañ ar vro hag ar brezel.

E miz Eost, e kendalc’h Perou Uhelañ e voe divizet envel ar vro-hont Republik Bolivia, evit dougen enor dezhañ. Bolívar a zouge bri d’an Dispac’h amerikan met ne rae ket kemen a stad eus an Dispac’h gall. Lavaret a rae anezhañ e-unan e oa ur frankizour ha levezonet e oa bet gant skridoù evel re Montesquieu pe Adam Smith, diwar-benn rannerezh ar galloudoù pe ar frankiz kredenn. E 1826 ha 1827 e voe dizemglevioù e diabarzh ar c’hevread hag emsavadegoù du-mañ du-hont. Evit klask derc’hel ar c’hevread unvan e voe galvet ur c’hendalc’h gant Bolívar e miz Ebrel 1828 e kêr Ocaña. C’hwitañ a reas avat war e daol da unvaniñ ar re a-du gant reiñ muioc’h a c’halloud da bep bro hag ar re a-du gant kreizennañ muioc’h ar c’hevread. Derc’hel a rae an dizemglev d’ober e reuz, gant emsavadegoù en Ecuador, e Kolombia hag e Venezuela. Klasket e voe lazhañ Bolívar e miz Gwengolo 1828. A-benn ar fin e roas Simón Bolívar e zilez evel prezidant e 1830. Mervel a reas, buan war-lerc’h, gant an dorzhellegezh d’ar 17 a viz Kerzu 1830, e porzh Santa Marta, pa oa war-nes lestrañ da vont da repuiñ da Europa. Er bloavezh goude, e 1831, e voe embannet republikoù Venezuela, Nueva Granada (Kolombia) hag Ecuador.

[kemmañ] E hêrezh

Hunvreet en doa Simón Bolívar e c’hellje unvaniñ ar broioù-se, hag ar re all e Suamerika hag e Kreizamerika, d’ober ur vro hepken, Stadoù Unanet Latinamerika (Estados Unidos de Latinoamerica), met c’hwitet en doa war e daol.

Hiziv an deiz evelkent e vez douget kalz a vri da Simón Bolívar dre Suamerika a-bezh. Enoret eo e anv e meur a zoare : moneiz Bolivia (ur vro a zoug e anv) zo anvet boliviano hag hini Venezuela bolívar. E 1999 eo bet advadezet Venezuela gant ar prezidant Hugo Chávez ha deuet eo da vezañ República Bolivariana de Venezuela.

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com