Adam Smith
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur prederour skosat eo Adam Smith (1723-1790) a skrivas diwar-benn an ekonomiezh. Kelenn a reas an divezouriezh e Skol-Veur Glasc'ho e-pad dek vloaz. Anavezet eo en istor evel tad ar skiant armerzhel arnevez. E oberenn bennañ, Pinvidigezh ar broadoù (The Wealth of Nations), zo unan eus an testennoù hag a ziazezas ar frankizouriezh armerzhel. Al levr-mañ, a gousto dezhañ dek vloazh strivioù, a awenas an armerzhourien war e lerc'h, ar re a vo graet ar re glasel anezho gant Karl Marx.
An darn vrasañ eus an armerzhourien a well Adam Smith evel « tad an armerzh bolitikel ». Koulskoude bez 'zo lod a gav dezho, evel an aostriat Joseph Schumpeter, eo un oberer bihan peogwir n'eus ket kalz soñjoù orinel en e oberenn.