Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Karl Marx - Wikipedia

Karl Marx

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Karl Marx
Karl Marx

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Karl Heinrich Marx a zo ganet d'ar 5 a viz Mae 1818 e Trier, e Rheinland-Pfalz, en Alamagn ha marvet d'ar 14 a viz Meurzh 1883 e Bro-Saoz. Karl Marx a zo bet un oberiantizour politikel , ur prederour meur, un damkanour hag un dispac'hour. Brudet eo bet gant ar burutellerezh en deus kaset a-enep d'ar gapitalouriezh ha d'ar c'hevala, mes ivez evit e sell war an Istor : abegiñ a ra an Istor e efedoù an emgann hollbadus etre an div glasad sokial – ar broleterien e-tal d’ar gapitalourien. A-gevred gant Friedrich Engels, e vignon hag a rene ur gevredad gwiaderezh, e savas ar sokialouriezh skiantel.

Taolenn

Taolenn

[kemmañ] 1 Buhezskrid

[kemmañ] 1.1 Studioù

E Trier, ur gêr dindan beli ar Prusia, e wel Karl Marx sked gouloù an deiz evit ar wech kentañ. E touez ur familh bourc’hizien a orin yuzev, mes troet d’ar brotestantiezh e vevo e kerzh e yaouankiz. E dad, Hirschel Ha Levi, a zo alvokad a vicher, diskennad da goñversanted ha rabined. A-benn gellout ober e vicher en doa cheñchet e relijion. Henrietta Pressburg Hirshel a oa anv e gwreg, mamm Karl. Ganto e vezo badeziet e 1824 hervez al lid lutherour. Goude m’en dije paket e vachelouriezh e Gymnasium ( Lise ) Trier e enskriv Marx e anv e skol-veur Bonn. Enno e studio ar gwir. Neuze ez a da hini Berlin evit studiañ ar brederouriezh hag an Istor. Da Iena ez aio ivez. E 1841 e lak un termen d’e studioù o kinnig un dezenn skrivet e hengresianeg : Differenz der demokritischen und epikureischen Naturphilosophie. Lorc’hañ a ra etrezek Bonn gant ar spi da vezañ kelenner eno. Lezel a raio e venoz dre fazi ar raktresoù gouarnamantel war dodenn ar c’helenn .

[kemmañ] 1.2 Kazetenn eneberezh Rheinische Zeitung

Ur c’hazetenner direnkus e deuio neuze Karl Marx da vezañ. Goude ma vije bet embannet gantañ e kentañ pennad-skrid e-barzh ar Rheinische Zeitung (ar « gazetenn roenad»), ur gazetenn embannet e Kologn ha brudet evit e dech demokratel dispac’hour, e teu Marx da vezañ pennskrivagner ar gazetenn e 1842. Ezel e kelc’h Hegelourien an tu kleiz (gant Bruno Bauer ha reoù all), tud o heuliañ prederouriezh Georg Hegel gant ur sell dispac’hour, e selloù politikel a zo d’ar c’houlz-se pell-tre a gleiz, mes n’int ket komunour evit c’hoazh. E vurutellerezh war diferadennoù politikel ha sokial ar c’houlz, adkavet er Rheinische Zeitung a zegaso dezhañ gwall imor ar Stad Prusian. Da gentañ-penn e vezo doubl-aotreeret ar gazetenn, goude e vo tripl-aotreeret ha d’an 1añ a viz Genver 1843 e berzhas ar gouarnamant prusian ar gazetenn da viken. An dra-se eo a vounto Marx da guitaat douaroù e yaouankiz.

[kemmañ] 1.3 Dimeziñ

E 1843 e timez Marx gant ur vignonez a vugaleaj Jenny von Westphalen e Kreuznach. Ganti edo dibaoe ma oa studier. Hi a zo he renk en noblañs prusiad. He breur henañ a vo ministr an aferioù diabarzh e Prusia etre 1850 ha 1858. Meur a vugale en devo Marx gant e wreg hogen n’ez eus nemet teir flac’h (Laura, Eleanor ha Jenny) a vevo beteg an oad maouez, ar re all o vervel a-raok. Laura a zimezo gant Paul Lafargue, ur sokialour gall, pehini a skrivo eñvorennoù hiniennel war Karl Marx, ur buhezskrid tomm ouzh ar prederour ha e dad-kaer.

[kemmañ] 1.4 Stagadennoù Bro-Chall-Alamagn

En diskar-amzer 1843 en em staliañ a ra Marx e Pariz a-benn embannañ ur gazetenn radikal en estrenvro a gevred gant Arnold Ruge (1802-1880). Ne vo embannet nemet un niverenn eus ar stagadennoù Bro-Chall-Alamagn. Tardet e vez gant ar gazetenn-se dre fazi an diaesterioù bevet evit dasparzhañ ar c’hazetennoù d’an dud e Alamagn (dre guzh) ha dre abeg an disemglevioù a zo etre Marx ha Ruge. Kavet e vez dija e skridoù Marx roudoù un dispac’hour. E mennoz Marx ez eo ret kontañ muioc’h war niverusted ar broleterien kentoc’h eget war empennoù sklerijennet un nebeut merourien. “Arm ar burutellañ na c’hell ket kemer plas buretellañ an armoù” D’ar mare-se e embann ar prederour alaman Ludwig Feuerbach Pennaennoù prederouriezh an dazont. Engels a lavaro da c’houde-se "hag e teujimp holl da vezañ Feuerbachianed".

[kemmañ] 1.5 Kejadenn gant Engels

E miz gwengolo 1844 e kej Marx gant Friedrich Engels, p’emañ hennezh o tremen un nebeut dervezhioù e Pariz . Penn-kentañ ur vignoniezh dibar ez eo. Da 18 bloaz en doa ranket Engels kuitaat al lise evit dont da vezañ implijad armerzhel e Bremez dre abegoù familh. O studiañ drezañ e unan ar brederouriezh e oa neuze deuet da vezañ partizan Hegel, koulskoude ne asante ket en defe hennezh roet e harp d’ar stad Prusian. E 1842 en doa kuitaet Bremez evit kemer ur post en ur firm kenwerzhel e Manchester, lec’h ma oa e dad unan eus ar re perc’henn. Eno e kejas gant an dienez proletarian d’an holl liveoù ( paourentezhioù dibar ). Neuze e studias an diferadennoù da gompren : « Diferadenn a zivoud c’hlasadoù labourus e Bro-Saoz » , ( 1845 ). Ar c’hejadeg-se n’eo ket unan dre zegouezh.

Nebeut goude kaout graet anaoudegezh en em lakaont neuze da genlabourat war o kentañ oberenn a stroll : ar sant familh a dag prederouriezh vurutellourezh Bruno Bauer, memes ma oant bet tost outañ a-raok. Goude e teu An Ideologiezh Alaman ( skrivet evit ar muiañ lodenn gant Marx ), aozet diwar-dro ur vurutellerezh stank a zivoud Max Stirner ( lesanvet Sant Max ) evit div drederenn eus an oberenn, pehini a zifenn ur sell dañvezelour war an istor, o vont pelloc’h evit Feuerbach. P’o doa Marx hag Engels sevennet ur vurutellañ strizh gant Bauer ha Stirner oa devoa neuze troc’het da vat gant ar Feuerbachiezh, mes ivez gant ar sokialouriezh utopiour hag an idealouriezh Hegelian.

An oberenn ne gav embanner ebet, embannet e vo nemet ur c’hantved da c’houde. E Tezennoù war Feuerbach, testenn verr adkavet er memes dorn-skrid, e skrivas Marx : « Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ ar bed dre zoareoù lies, ar pezh a gont a zo treusfurmiñ anezhañ ». E kreiz ar bloavezhioù 1840 e kemer Marx hag Engels perzh er vuhez da neuze karget a strolladoù dispac’hourien parizian o virviñ. Kalz diouto a oa daoubleget dirak lavarennoù Pierre-Joseph Proudhon, dispaket e Prederouriezh an Dienez . Marx a raio ur vurutellerezh taer diouzh an oberenn e Dienez ar Brederouriezh. Skoueriet eo an dro-spered a ren war ar skridoù el levr gant ar rakger : «  E Bro-C’hall, eñ [Proudhon] en deus ar gwir da vezañ un armerzhour fall, keit ha ma z’eo ur prederour Alaman feal. E Alamagn en deus ar gwir bezañ prederour fall peogwir ez eo un armerzhour e touez ar re greñvañ. Ni, en hor perzh vat a Alaman hag a ekonomikour hone us bet c’hoant kinnig hor doubl fazi. » Diwar goulenn gwaskus ar gouarnour prusiad e vez chaseet Marx eus Pariz e 1845, tamallet dezhañ bezañ un dispac’hour danjerus. Erruout a ra neuze e Brusel. An ti anezet gantañ, e Iksel etre miz genver 1847 ha c’hwevrer 1848, a servij neuze da boent kej evit an holl enebourien politikel. Kemer a ra Marx perzh e Kevredigezh Demokratel Brusel ha dilennet eo evel Is-Prezidant.

E koulz nevez-amzer 1847, e emezell Marx hag Engels ur strollad kommunour kuzh : al lig kommunour. Kemer a reont enni ur plas kreñv e pad eil emvod Londrez e miz Du 1847. Neuze e vez goulennet outo sevel manifesto ar strollad kommunour, ( anavezet dindan ar memes anv ), a vez embannet e 1848.

«  E Bro-C’hall, eñ [Proudhon] en deus ar gwir da vezañ un armerzhour fall, keit ha ma z’eo ur prederour Alaman feal. E Alamagn en deus ar gwir bezañ prederour fall peogwir ez eo un armerzhour e touez ar re greñvañ. Ni, en hor perzh vat a Alaman hag a ekonomikour hone us bet c’hoant kinnig hor doubl fazi. » E miz gwengolo 1844 e kej Marx gant Friedrich Engels, p’emañ emañ o tremen un nebeut dervezhioù e Pariz . Penn-kentañ ur vignoniezh dibar ez eo. Da 18 bloaz en doa ranket Engels kuitaat al lise evit dont da vezañ implijiad armerzhel e Bremez dre abegoù familh. O studiañ drezañ e unan ar brederouriezh e oa neuze deuet da vezañ partizan Hegel, koulskoude ne asante ket en defe hennezh roet e harp d’ar stad Prusian. E 1842 en doa kuitaet Bremez evit kemer ur post en ur firm kenwerzhel e Manchester, lec’h ma oa e dad unan eus ar re perc’henn. Eno e kejas gant an dienez proletarian d’an holl liveoù ( paourentezhioù dibar ). Neuze e studias an diferadennoù da gompren : « Diferadenn a zivoud c’hlasadoù labourus e Bro-Saoz » , ( 1845 ). Ar c’hejadeg-se n’eo ket unan dre zegouezh.

Nebeut goude kaout graet anaoudegezh en em lakaont neuze da genlabourat war o kentañ oberenn a stroll : ar sant familh a dag prederouriezh vurutellourezh Bruno Bauer, memes ma oant bet tost outañ a-raok. Goude e teu An Ideologiezh Alaman ( skrivet evit ar muiañ lodenn gant Marx ), aozet diwar-dro ur vurutellerezh stank a zivoud Max Stirner ( lesanvet Sant Max ) evit div drederenn eus an oberenn, pehini a zifenn ur sell dañvezelour war an istor, o vont pelloc’h evit Feuerbach. P’o doa Marx hag Engels sevennet ur vurutellañ strizh gant Bauer ha Stirner oa devoa neuze troc’het da vat gant ar Feuerbachiezh, mes ivez gant ar sokialouriezh utopiour hag an idealouriezh Hegelian.

An oberenn ne gav embanner ebet, embannet e vo nemet ur c’hantved da c’houde. E Tezennoù war Feuerbach, testenn verr adkavet er memes dorn-skrid, e skrivas Marx : « Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ ar bed dre zoareoù lies, ar pezh a gont a zo treusfurmiñ anezhañ ». E kreiz ar bloavezhioù 1840 e kemer Marx hag Engels perzh er vuhez da neuze karget a strolladoù dispac’hourien parizian o virviñ. Kalz diouto a oa daoubleget dirak lavarennoù Pierre-Joseph Proudhon, dispaket e Prederouriezh an Dienez . Marx a raio ur vurutellerezh taer diouzh an oberenn e Dienez ar Brederouriezh. Skoueriet eo an dro-spered a ren war ar skridoù el levr gant ar rakger : «  E Bro-C’hall, eñ [Proudhon] en deus ar gwir da vezañ un armerzhour fall, keit ha ma z’eo ur prederour Alaman feal. E Alamagn en deus ar gwir bezañ prederour fall peogwir ez eo un armerzhour e touez ar re greñvañ. Ni, en hor perzh vat a Alaman hag a ekonomikour hone us bet c’hoant kinnig hor doubl fazi. » Diwar goulenn gwaskus ar gouarnour prusiad e vez chaseet Marx eus Pariz e 1845, tamallet dezhañ bezañ un dispac’hour danjerus. Erruout a ra neuze e Brusel. An ti anezet gantañ, e Iksel etre miz genver 1847 ha c’hwevrer 1848, a servij neuze da boent kej evit an holl enebourien politikel. Kemer a ra Marx perzh e Kevredigezh Demokratel Brusel ha dilennet eo evel Is-Prezidant.

E koulz nevez-amzer 1847, e emezell Marx hag Engels ur strollad kommunour kuzh : al lig kommunour. Kemer a reont enni ur plas kreñv e pad eil emvod Londrez e miz Du 1847. Neuze e vez goulennet outo sevel manifesto ar strollad kommunour, ( anavezet dindan ar memes anv ), a vez embannet e 1848.

[kemmañ] 1.6 Dispac’hoù 1848

oc'h ober ar pennad-se emaon

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


[kemmañ] 1.7 New York Tribune

Holl ar bloavezhioù 1850 a ouestl da skrivañ ur c'hantad a skridoù "boued" evit kazetennoù evel an New York Tribune, hogen kenderc'hel a ra gant e enklaskoù donaet e armerzh, Istor, politikerezh, hag-all... Er memes koulz e chom e liamm gant dispac'hourien ar c'hevandir hag e skriv levrioù-stroll politikel liammet gant an nevezinti. Gwelet e vez gant gouarnerien Prusia evel penn un aozadenn irienn, pa n'ez eus mui eus ar Strollad komunour, emzivodet e 1852. Digenvez en em gav Karl Marx, e stad archantel o vezañ raz. Dre-se ne c'hell ket kas e gefridi war-raok gant ar memes tizh.

[kemmañ] 1.8 distro d'ar skridoù politikel

Manifesto-Komunour
Manifesto-Komunour

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


[kemmañ] 1.9 Etrebroadeliezh al Labourerien

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


[kemmañ] 1.10 Dibenn e vuhez

Yec'hed Marx a zo o fallaat abalamour d'e labour politikel distabil; aozadur an Etrevroadel ...

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


[kemmañ] 2 War Roudoù Marx

[kemmañ] 2.1 Arroudennoù veur

  • " Hi [ Ar Brederouriezh ] a ra outi arbennikadur feiz Promethee : "kasoni a vagan ouzh an Doueed." An arbennikadur feiz-se a zo he ger stur a lak e-tal da holl Doueed an Oabl hag an Douar ha ne anavezont ket emskiant an den evit Doueelezh-uhelañ."

( Diforc’h prederouriezh an natur etre Democrites hag Epicure )

  • " Ar baganelezh a zo un nac’hadenn eus Doueha dre an nac’hadenn-se e vez lakaet bezañs mab-den."

(Dornskridoù 1844)

  • "Ar relijion a zo uhanadenn ar boud gwallgaset, ene ur bed digalon ha spered an diferadennoù sokial diboell. Opium ar bobl ez eo."

( a gevred gant Engels, burutellañ prederouriezh ar gwir Hegel, (1844).

  • "Sed aze diazez ar vurutellerezh relijiel : an den an hini eo a ra ar relijion ha n’eo ket ar relijion a ra an den."

( gant Engels, Burutellañ Prederouriezh ar gwir eus Hegel, 1844)

  • "Nac’hañ ar relijion, sederidigezh touellus ar bobl, a zo gouc’hemenn ar wir blijadur. Gouc’hemenn e rank dilezel holl e doueladurioù war e stad a zo gouc’hemenn d’ur stad nevez a hop da douelloù nevez. Burutellerezh ar relijion a endalc’h greunenn traonienn an daeloù ar relijion he dreuskiz. "

( gant Engels, Burutellañ Prederouriezh ar gwir eus Hegel, 1844)

  • "Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ e doareoù lies ar bed, bremañ ez eo ret kemmañ anezhañ. "

(Tezenn war Feuerbach)

  • " An doare-bezañ pennek o deus an dud e tal d’an natur a zifera evit o zoare pennek da vezañ kenetrezo."

( Ideologiezh Alaman )

  • "Ar gomunourien n’en em izelaont ket da guzhaat o menozioù hag o dodennoù. Sklaer e embannont n’ez eo ket o falioù bezañ sevenaet nemet dre zispenn taer an urzh sokial tremenet. Krenañ a rank ar c’hlasadoù e-penn ober o soñjal en un dispac’h kommunour ! Ar broleterien n’o deus mann da goll pa vefe o chadennoù. Ur bed o deus da gounid. Proleterien an holl broioù, unanit !"

"Istor ar gevredigezh beteg hiriv an deiz n’eo atav bet nemet istor stourm ar c’hlasadoù" ( Manifesto ar strollad kommunour, 1848.)

  • "Burutellerezh ar relijion a gas d’an deskadurezh ez eo an den boud meur an den, da lavaret eo ar redi dibleg da bilañ an holl liammoù sokial hag a lak an den da vezañ peuzvezekaet, sklavekaet, dilezet, droukrañsadus ."

( Digoradur burutellañ prederouriezh ar gwir skrivet gant Hegel.)

  • " N’eo ket emskiant an dud dermen o vezañs mes ar c’hontrol : o vevañs sokial a dermen o emskiant."

( Oberennoù armerzhel )

  • "Domani ar frankiz a grog lec’h ma echu domani al labour termenet dre an ezhomm."
  • "An neb ha ne anavez ket an istor a zo kondaonet d’e advevañ"
  • "Ar menozioù n’int netra all eget traoù dafarel treuskaset ha troet e penn an dud."

[kemmañ] 2.2 Levrolladurezh

Levrioù Karl Marx :

  • Ar goulenn yuzev

Pa skriv Marx al levrenn-se e 1843, e tag unan eus speredegezhioù pennañ ar c’houlz, Bruno Bauer, penn-linennad an Hegelianed yaouank hag a oa o paouez echuiñ ur skrid a zivous an dodenn. E testenn Marx ez eo ar Yuzevien abeg dezhañ da blediñ gant ur bern dodennoù all kalz ledanoc’h, a-benn ober ur vurutellañ diazezek eus ar Stad, eus e liammoù gant ar relijion dre vras, eus ar gevredigezh keodedel. Skoulm a levr o vezañ an emrenerezh. Evir ar wech kentañ e ra Marx un diforc’hidigezh splann etre an emrenerezh politikel hag an hini denel. Gant al levr-se e vezo Marx tamallet a enep-yuzeverezh.

  • Dornskridoù 1844

El levr-se e vez graet ur vurutelladenn taer eus ar gapitalouriezh. Ar gevredigezh a zo mestroniet gant an armerzh, pezh a gas d’un daladenn hollek.

  • Paourentezh ar brederouriezh (1847)
  • Manifesto ar Strollad komunour, (1848), troet e brezhoneg gant Per Even. Preder.

A-gevred gant Engels e red Marx war roudoù stourm ar c’hlasadoù. Sevel a reont neuze ur gwir program Dispac’hour. Un Oberenn dibar he deus merket da viken istor ar Broleterien.

  • 18 Brumer Louis Bonaparte

Skrivet etre miz kerzu 1851 ha miz meurzh 1852 e diferadennoù ostilhel izel kenañ, d’ur maread lec’h m’eo Marx digenvez da vat. Un dielfennadenn eus an istor bemdeziek ez eo an oberenn-se, o tisplegañ dre sell Marx taol-Stad an 2 a viz kerzu 1851, a vounto niz Napoleon e-penn an eil Impalaeriezh. Dre lec’hiañ an taol-Stad en e endro armerzhel, sokial ha sevenadurel e ro Marx deomp un displegadenn genedus a ziskouez natur ar Stad suner-gwad etre krabanoù burevkrated divezh, o tebriñ ar gevredigezh. Un oberenn speredek tre

  • Degasadenn da vurutellerezh an armerzh politikel (1859)
  • Prederouriezh ( ? )
  • Stourm ar c’hlasadoù e Bro-C’hall ( ? )
  • Ar C’hevala ( ? )


Testennoù :

  • 1843: Burutellañ prederouriezh Hegel war ar gwir (gant Engels)
  • 1845: Tezennoù Feuerbach (gant Engels), Ar sant-Familh (gant Engels)
  • 1846: Ideologiezh Alaman (gant Engels)
  • 1847: Statud al lig kommunour, Levr ar gopr
  • 1848: Prezegenn a zivoud dodenn an eskemm-frank
  • 1850: Chomlec’h bodad-kreizenn al lig kommunour, Stourm ar renkadoù e Bro-C’hall
  • 1867: Ar varc’hadourezh, Eskemmoù, Formulenn hollek Ar c’hevala, Enep-lavarennoù ar formulenn hollek war ar c’hevala
  • 1871: Brezel keodedel e Bro-c’hall

[kemmañ] 2.3 Levrioù war Karl Marx

Levrioù war Karl Marx
Levrioù war Karl Marx

[kemmañ] 2.4 Dodennoù liammet

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


[kemmañ] 2.5 Liammoù diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com