Alvokad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bez' ez eo un alvokad un den a justis karget da zifenn, da skoazellañ, da guzuliañ ha da gomz e anv e glianted dirak al lez-varn. Enskrivet eo en ur vbreutaererezh staliet e pep Lez-varn Ensav-meur (Tribunal de Grande Instance pe TGI). (Gwelout ivez breutaer, avokad)
Taolenn |
[kemmañ] Ar vicher
[kemmañ] Ar studioù
Meur a hentenn a zo a-benn dont da vezañ alvokad. Ret eo kaout d’an nebeutañ ur vbachelouriezh heuliet gant ur master, pe vmestroniezh, war ar gwir evit gellout bezañ degemeret e kreizenn rannvroel stummañ alvokidi (CRFPA). Gallout a reont ivez tremen dre SciencePo, en ur spisaat e studioù war ar breutaerezh. A-benn prientiñ ar c’hCapa e vez graet ur bloavezh kentelioù teorikel. Evit lakaat e ouiziegezh da dalvezout e vez goulennet gant an danvez-alvokad ober ur staj e-pad 18 miz e-ti unan a-vicher. Ur wech ma ‘z eo prest an deskard, e tou dirak al lez-galv (Cour d'Appel) hag enskrivet en ur vreutaererezh. 181 a zo e Bro-C’Hall a-bezh ! D’ar c’hentañ a viz Genver 2005, e oa bet niveret 43.977 alvokad e Bro-C’Hall. 47% anezho a oa neuze, hag a zo c’hoazh, maouezed memestra!!
[kemmañ] Ar goproù
Gopr krenn un alvokad a zo 5000 € bep miz. Digempouez da vat eo abalamour ma c’hall un alvokad gounit kalz (sk: 380 000 €, gopr uhelañ Frañs) pe nebeut-tre, war-goll memes evel 8% eus alvokidi Frañs.
[kemmañ] Perzhioù goulennet
Evit bezañ en e aez pa vezer alvokad ez eo ret bezañ tuet war al labour, bezañ gouest da ezteurel e soñjoù en un doare sklaer dre gomz ha dre skrid, bezañ desket-kaer, resis, krak-ha-berr, faltazius a-wechoù, emren, kaout ur spered kenaozañ ha gouzout selaou an dud all.
[kemmañ] Aozadur ar Justis e Bro-C’Hall
Disrannet eo ar Justis e div lodenn : an urzh-varn hag an urzh velestradurel.
-
- Setu amañ-dindan schema an urzh-varn :
- 1añ barnidigezh : Aferioù sivil, kastiz pe ispisial barnet evit ar wech kentañ en TGI, en TPE (bugale), en TDC (kenwerzh) pe Kuzul ar Prud’hommes (labour), el lezioù-polis pe gastiz, e lez an Asizoù...
- Lez-galv : Ma ne vez ket a-du tud ’zo gant ar varnadenn gentañ e c’hellont goulenn e vefe advarnet an afer. Adwelet e vez neuze an afer-se gant al Lez-galv (35 a zo e Bro-C’Hall).
- Lez an torridigezh : Al lez-mañ ne advarn ket an aferioù met gwiriekaat a ra ma ‘z eo bet doujet ouzh al lezennoù bet lakaet e–pleustr gant lezioù-barn al lez-galv.
-
- Setu amañ-dindan schema an urzh velestradurel :
- 1añ barnidigezh : Breudoù etre n’eus forzh peseurt keodedour hag izili ar Galloud-Stad (implijidi ar Stad, pouvoir public) evel ar Rannvroioù, an Departamantoù, ar c'humunioù hag an embregerezhioù-Stad.
- Lez velestradurel-galv : Ma ne vez ket a-du unan eus ar c’hostezioù e vez goulennet adwelout an afer gant al lez-mañ.
- Kuzul-Stad : Gwiriekaat a reont hag-eñ ‘z eo bet lakaet e-pleustr ar c’hastiz, en ur zoujañ ouzh al lezenn, gant al lezioù melestradurel-galv.
[kemmañ] Liammoù
- M’ho peus c’hoant da gaout resisadurioù diwar tra pe dra a-zivout ar Justis, ha ma vefe evit bezañ kelaouet pe evit ur vicher war ar Gwir, e c’hellit mont da welet war lec’hienn Ministrerezh ar Justis: http://www.justice.gouv.fr.