Lenn Gwerledan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lenn Gwerledan a zo ur virlenn, da lavarout eo ul lennad dour krouet da heul ur stankell. Mirlenn vrasañ Breizh eo. War ar Blavezh emañ, hag a zo er rann-se un darn eus kanol Naoned-Brest.
Emañ ar stankell etre Mur (e departamant Aodoù-an-Arvor) ha Sant-Inan (e departamant ar Mor-Bihan). Kaorel ha Sant-Jelven a zo ivez kumunioù hag o deus un digor war al lenn.
Evit ober tredan e oa bet savet ar stankell er bloaz 1930 gant an Union hydroélectrique armoricaine.
400 ha eo ha 12 km a hirder. An donder brasañ a zo 50 m. 55 milion a m³ dour a zo miret en doare-se.
Bep an amzer (bep 10 vloaz pe war-dro) e vez goullonderet al lenn hag e weler neuze dismantroù ar c’hêriadennoù bet beuzet.
Ul lec’h touristel-kenañ eo deuet da vezañ, ha kaer eo ar vro gant al lenn stanket etre an torgennoù koadek, gant Koad Kaorel, ha dreist-holl Koad Kenekann.