Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Al Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel (LFE) a zo ul lizherenneg bet ijinet a-ratozh kaer evit gallout treuzskrivañ sonennoù n'eus forzh peseurt yezh komzet.
Setu un nebeut skwerioù: |
|||
yezh | ger skrivet | fonetikel | fonologel |
---|---|---|---|
galleg | endurer | [ɑ̃.d̪y.ˈʁe] | /ɑ̃.dy.ˈre/ |
alamaneg | dulden | [ˈdʊl.dn̩] | /'dul.dn/ |
saozneg | tolerate | ['tʰɒl.əɹ.eɪt] | /tɒl.ər.eit/ |
spagnoleg | aguantar | [a.ɰwan̪.ˈt̪aɾ] | /a.guan.ˈtaɾ/ |
sinaeg | 忍 | [ʐə˨˩˦n] | /ren3/ |
Bez ez eus 118 lizherenn diazez el LFE hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed. An darn vrasañ eus al lizherennoù a zo lizherennoù latin pe gresianeg treuzfeurmet pe get, d.s. ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.
Sinoù ispisial all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetikel bihan. 76 sin a seurt-se ez eus, evel, da skwer [β̞] e lec'h [β]. Sinoù all ez eus ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh (') pe ur gensonenn silabennek ( ̩).
Implijet e vez kromelloù evit an treuskrivadennoù fonetikel evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.
Taolenn |
[kemmañ] Istor al LFE
Diorroet e oa bet er penn-kentañ al lizherenneg gant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg dindan beli Paul Passy a laboure e framm ar Gevredigezh Fonetikel Etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. Embannet e voe al lizherenneg evit ar wech kentañ e 1888 awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet, diorroet war he zro diwar diazezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman hag Alexander John Ellis.
Adwelet eo bet al lizherenneg peder gwech en holl betek-henn e 1900, e 1932, e 1989 hag e 1993.
[kemmañ] Al lizherenneg
[kemmañ] Vogalennoù
A-raok | Tost a-raok | A-greiz | Tost a-dreñv | A-dreñv | |
Serr | |||||
Damserr | |||||
Serr-etre | |||||
Etre | |||||
Digor-etre | |||||
Damzigor | |||||
Digor |
[kemmañ] Rannoù
Lizherennoù ez eus el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lâret eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul:
- an digoradur: digor, damzigor, digor-kreiz, kreiz, serr-kreiz, damserr, vogalenn serr
- o lec'h distagañ: a-raok, tost a-raok, a-greiz, tost a-dreñv, a-dreñv;
- diouzh ma vezont rontaet pe get
[kemmañ] Hirder ar vogalennoù
Diskwelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant ur sin ispisial anvet kronenn (ː). Peurliesañ avat e vez implijet an daou bik en e plas, d.s. [a:] e-lec'h [aː].
[kemmañ] Kensonennoù
Kensonennoù | Gwelit ivez: LFE, Vogalenn | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |
[kemmañ] Rannoù
Renket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul:
- an doare fonadur ;
- al lec'h distagañ ;
- diouzh ma vezont mouezhiet pe divouezh
[kemmañ] Hirder ar c'hensonennoù
Diskwelet e vez ar c'hensonennoù hir er memes mod hag ar vogalennoù, d.s. [treuzskrivet e vefe ar [magyareg]] mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/.
[kemmañ] Ar silabennoù
Implijet e vez ur varrennig uhel (ˈ) a-raok ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrennig izel (ˌ).
Talvezout a ra ar pik (.).
Da skwer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s].
[kemmañ] Gwelet ivez
- Fonologiezh
- Kensonenn
- Vogalenn
- Doare fonadur
- Lec'h distagañ
- Treuzskrivadur
- SAMPA
- X-SAMPA
[kemmañ] Liammoù diabarzh
- Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel stag d'ar brezhoneg
- Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel stag d'an italianeg
- Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel stag d'ar saozneg
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (en) Lec'hienn ofisiel ar Gevredigezh Fonetikel Etrebroadel l’Association phonétique internationale.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |