Kensonenn kevig
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn kevig (saoz.: alveolar consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti an dent da lec'h distagañ pennañ, da lâret eo e stok pe e tosta penn an teod ouzh ar c'hevig, etre an dent hag ar staon.
Alies a-walc'h e ra yezhoù ar bed pe gant kensonennoù dent (evel e spagnoleg) pe gant kensonennoù kevig. E meur a yezh indezek avat, en o zouez ar sañskriteg hag an hindeg e reer gant rummadoù fonemennek kevig ha dent.
N'eus arouezenn ispisial ebet evit reuzskrivañ kensonennoù kevig en ur mod disheñvel diouzh ar c'hensonennoù dent ha mar bez ezhomm merkañ al lec'h distagañ resis e ranker ober gant sinoù diakritek skrivet dindan an arouezennoù hag a dalvez evit skrivañ kensonennoù dent, da skouer [s̪, t̪, n̪, l̪] keuit ha ma talvez an arouezennoù hep sin diakritek ebet evit merkañ ar c'hensonenoù kevig.
Setu ar c'hensonennoù kevig pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
LFE | Deskrivadur | Skouer | |||
---|---|---|---|---|---|
Yezh | Stumm skrivet | LFE | Ster | ||
kevig dre fri | saozneg | run | [ɹʷɐn] | "redeg" | |
kevig dre serriñ divouezh | saozneg | tap | [tʰæp] | "tuellenn" | |
kevig dre serriñ mouezhiet | saozneg | debt | [dɛt] | "dle" | |
kevig dre daravat divouezh | saozneg | suit | [sut] | "dilhad klok" | |
kevig dre daravat mouezhiet | saozneg | zoo | [zu] | "zoo" | |
ʦ | kevig dre fic'hal divouezh | alamaneg | zeit | [ʦaɪt] | "amzer" |
ʣ | kevig dre fic'hal mouezhiet | italianeg | zucchero | [ˈʣukkero] | "sukr" |
kevig dre daravat a-gostez divouezh | kembraeg | Llwyd | [ɬʊɪd] | "gris" | |
kevig dre daravat a-gostez mouezhiet | zouloueg | dlala | [ˈɮálà] | "c'hoari" | |
kevig dre dostaat | saozneg | red | [ɹʷɛd] | "ruz" | |
kevig dre dostaat a-gostez | saozneg | loop | [lup] | "kildroenn" | |
alveolar flap | spagnoleg | pero | [peɾo] | "met" | |
kevig dre stlakat a-gostez (mouezhiet) | vendaeg | [vuɺa] | "digeriñ" | ||
kevig dre froumal (mouezhiet) | spagnoleg | perro | [pero] | "ki" | |
kevig dre strakal (divouezh) | jiorjeg | ტიტა | [tʼitʼa] | "tulipezenn" | |
kevig strakal dre daravat (divouezh) | amhareg | [sʼɛɡa] | "gras" | ||
kevig dre entarzhañ (mouezhiet) | vietnameg | đã | [ɗɐː] | merk an dremenet | |
klik kevig a-gostez | namaeg | ǁî | [kǁĩĩ] | "divizet" |
Kensonennoù | Gwelit ivez: LFE, Vogalenn | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |