Kensonenn kevig-staon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn kevig-staon (saoz.: alveolo-palatal consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti ganti ar c'hevig hag an staon da lec'hioù distagañ pennañ war un dro, da lâret eo e stok beg an teod ouzh ar c'hevig keit ha ma vez tostaat lavnenn an teod ouzh ar ar staon.
Disheñvel eo ar c'hensonennoù kevig-staon ouzh ar c'hensonennoù drekkevig dre ma vezont distaget gant lavnenn an teod kentoc'h evit beg an teod ha disheñvel int ivez diouzh ar c'hensonennoù dre daravat tro-gil hag ar c'hensonennoù isbeg an teod dre ma touch muioc'h eus korf an teod ouzh ar staon.
Kavet e vez kensonennoù kevig-staon e mandarineg hakaeg, ha woueg komzer e Sina hag ivez en abc'hazeg, poloneg, ruseg, oubic'heg, japaneg, koreaneg ha serbieg. Gant ar c'hanaoreg (pe kinnauri) e vez implijet kensonennoù kevig-sttaon dre fri ivez.
Setu ar c'hensonennoù kevig-staon pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel: :
LFE | Deskrivadur | Skouer | |||
---|---|---|---|---|---|
Yezh | Stumm skrivet | LFE | Ster | ||
Kensonenn kevig-staon dre daravat divouezh | Sinaeg mandarinek | 小 (xiǎo) | [ɕiɑu˨˩˦] | "bihan" | |
Kensonenn kevig-staon dre daravat mouezhiet | Poloneg | zioło | [ʑɔwɔ] | "geotenn" | |
ʨ | Kensonenn kevig-staon dre fic'hal divouezh | Serbieg | кућа (kuća) | [kuʨa] | "ti" |
ʥ | Kensonenn kevig-staon dre fic'hal mouezhiet | Japaneg | jishin | [ʥiɕĩɴ] | "kren-douar" |
Kensonennoù | Gwelit ivez: LFE, Vogalenn | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |