Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre stlakat (saoz.: tap pe flap) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez skoet pe stlaket un organ fonadur ouzh unna all dre stignañ ar c'higennoù a-daol-trumm ur wezh nemetken.
Daoust ha ma c'hall bezañ heñvel o son ec'h eo disheñvel-krenn doare distagañ ur gensonenn dre froumal diouzh hini ur gensonenn dre stlakat dre ma chom difiñv an organoù fonadur pa distager ur gensonenn dre froumal keit ha ma vez skoet un organ fonadur difiñv gwezh-ha-gwezh all gant un organ fonadur all pa distager ur gensonenn dre stlakat.
Setu roll ar c'hensonennoù dre froumal pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
LFE |
Perzhioù |
Skouer |
Yezh |
Stumm skrivet |
LFE |
Ster |
ɾ |
alveolar tap |
Saozneg (EUA) |
latter |
/læɾɚ/ |
"egile" |
ɺ |
alveolar lateral flap |
Japaneg |
ラーメン |
/ɺaːmeɴ/ |
"toazennoù ramen" |
ɽ |
retroflex flap |
Warlpirieg |
dupa (?) |
/ɽupa/ |
"harzh-avel" |
|
labiodental flap |
Karangeg |
|
/v̛ara/ |
"loen" |
[kemmañ] Gwelit ivez: