Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn staon dre daravat mouezhiet treuzskrivet [ʝ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 139.
Ral a-wezh e vez kavet ar fonenn-mañ evel alofonenn e-touez yezhoù ar bed, ha raloc'h kalz e talvez da fonem, implijet gant seizh yezh nemetken diwar ar 317 a gaver e diaz roadennoù UPSID[1]. Ouzhpenn-se, ne vez kavet gant ar fonenn divouezh par ([ç]) evel fonemoù enebiet an eil ouzh egile nemet e div yezh: ar c'homieg hag ar margieg, sur-mat peogwir e c'hell bezañ diorroet [ʝ] dre greñvaat ar kensonenn staon dre dostaat mouezhiet [j] keit ha ma n'eus kensonenn staon dre dostaat divouezh ebet par outi ma c'hellfe bezañ diorroet ar gensonenn straon dre daravat divouezh [ç]] diwarni.
[kemmañ] Gwelit ivez: