Vogalenn a-raok
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
A-raok | Tost a-raok | A-greiz | Tost a-dreñv | A-dreñv | |
Serr | |||||
Damserr | |||||
Serr-etre | |||||
Etre | |||||
Digor-etre | |||||
Damzigor | |||||
Digor |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a-raok (saoz.: front vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod an tostañ posubl davet penn a-raok ar genoù, da lâret eo davet an dent.
Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- vogalenn serr a-raok nann-ront [i], d.s. bzh. pil
- vogalenn serr a-raok ront [y], d.s. bzh. ruz
- vogalenn serr-etre a-raok nann-ront [e], d.s. bzh. ger
- vogalenn serr-etre a-raok ront [ø], d.s. bzh. cheu
- vogalenn digor-etre a-raok nann-ront [ɛ], d.s. bzh. kêr
- vogalenn digor-etre a-raok ront [œ], d.s. bzh. reuz
- vogalenn damzigor a-raok nann-ront [æ], d.s. slov. deväť ([ˈɟevæc]; "nav")
- vogalenn digor a-raok nann-ront [a], d.s. bzhg.: paper
- vogalenn digor a-raok nann-ront [ɶ], d.s. al. Aostria Seil ("fiselenn")