Vogalenn serr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
A-raok | Tost a-raok | A-greiz | Tost a-dreñv | A-dreñv | |
Serr | |||||
Damserr | |||||
Serr-etre | |||||
Etre | |||||
Digor-etre | |||||
Damzigor | |||||
Digor |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn serr (saoz.: close vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod ar pellañ posubl diouzh toen ar genoù. A-wezhoù e vez graet vogalennoù uhel (saoz. high vowels) oute ivez oc'h ober dave d'ar fed m'ac'h a beg an teod war uhelaat.
Kavet e vez ar vogalennoù-mañ e meur a yezh komzet dre ar bed.
Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- vogalenn serr a-raok nann-ront [i], d.s. bzh. izel
- vogalenn serr a-raok ront [y], d.s. bzh. tud
- vogalenn serr greiz nann-ront [ɨ], d.s. roum. înspre ("davet")
- vogalenn serr greiz ront [ʉ], d.s. iwerzh. úllaí ("avaloù")
- vogalenn serr a-dreñv nann-ront [ɯ], d.s. trk. ılık ("dous")
- vogalenn serr a-dreñv ront [u], d.s. bzh. mouk
War live fonologel ur yezh resis bennak e c'heller ober "vogalenn serr" eus n'eus forzh peseurt vogalenn serroc'h evit ur vogalenn etre, da lâret eo vogalennoù serr rik, vogalennoù damserr ha vogalennoù serr-etre.