See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Taol-mouezh - Wikipedia

Taol-mouezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Er yezhoniezh e vez implijet an termen taol-mouezh (saoz.: stress) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma vez pouezet muioc'h war ur silabenn resis e diabarzh ur ger evit war ar re all.

Kemmañ a ra an doare resis da bouezañ war ur silabenn a yezh da yezh ha gallout a ra an tol-mouezh bezañ merket gant an unhelder, uheloc'h pe izeloc'h e live evit hini ar silabennoù all, ha/pe ar c'hreñver, an hirder vogalennek, hag all.

An taol-mouezh a c'hell bezañ pounner pa vez diforc'het kreñv ur silabenn diouzh ar re all pe c'hoazh gwan a-walc'h pa vez dister an diforc'h etre ar silabennoù taolmouehziet pe get.

Kemmañ a c'hell lec'h an taol-mouezh a rannyezh da rannyezh ivez, da skouer etre saozneg unvan Breizh-Veur ha saozneg unvan Stadoù-Unanet pe etre brezhoneg Bro-Wened ha brezhoneg Bro-Leon.

Taolenn

[kemmañ] Mentadur ha lec'h an taol-mouezh

(Gwelit ivez ar penand pennañ: "Mentadur")

Er yezhoù mentadet hervez an taol-maouez e vez merket merket lusk ar frazenn hervez an doare ma vez ingalet an amer o tremen a daol-mouezh da daol-mouezh dre lakaat da dremen an hevelep amzer dre vras etre pep taol-mouezh ha didroc'het, diverret ha zoken da skarzhet penn-da-benn e vez ar vogalennoù gwan, da lâret eo vogalennoù hep taol-mouezh pennañ warne, evit gallout derc'hel gant al lusk-se pa vez komzet buan pe vuanoc'h.

E yezhoù all, avat, mentadet hervez ar silabennoù pe hervez ar moraoù e vez merket lusk ar frazenn dre ingalañ an amzer o tremen a silabenn da silabenn hep derc'hel kont eus lec'h an taol-mouezh ha distaget e vezont er memes doare neuze ar vogalennoù er silabennoù kreñv (warne an taol-mouezh) evit er silabennoù gwan.

[kemmañ] Taol-mouezh difiñv

Difiñv pe stabil eo an taol-mouezh e yezhoù 'zo, da lâret eo e vez taolmouezhiet an hevelep silabenn atav, e vel da skouer:

Kentañ silabenn ur ger, d.s. finneg, hungareg ha tchekeg
Eil silabenn diwezhañ, d.s. ketchwaeg ha poloneg
Trede silabenn diwezhañ, d.s. makedonieg

E brezhoneg e vez taolmouezhiet an eil silabenn diwezhañ peurliesañ, estreget en un nebeut degouezhioù resis o tennañ da c'herioù kevrennek, da skouer "dilun" (< "deiz + lun"), "petra" (< "pe + tra") ha da stummoù diverret, da skouer "amann" diwar "amanenn".

E yezhoù all, al latin en o zouez, e vez taolmouezhiet silabennoù disheñvel en un doare rakwelus ha reizh hervez struuktur resis an eil silabenn diwezhañ.

Reolennoù taol-mouezh reizh ez eus gant yezhoù a seurt-se.

A-wezhoù e vez lâret e kouezh an taol-mouezh e galleg war an eil silabenn, met e gwirionez n'eus taol-mouezh ebet e galleg liammet ouzh struktur silabennek ar gerioù. En e lec'h e kaver un hedaderezh ma vez pouezet war silabenn diwezhañ pe eil silabenn diwezhañ ur chadennad gerioù (e gwirionez ur rannfrazenn).

Diouzh an tu al, avat, ez eus meur a yezh all, ar saozneg, an italianeg hag ar spagnoleg en o zouez, m'az eo amreizh lec'h an taol-mouezh ha daoust ha ma c'hell bezañ taolmouezhiet ur silabenn resis dre vras evel da skouer e spagnoleg e kaver meur a c'her all taolmouezhiet war ur silabenn all hep reolenn sklaer ebet. Dre ma n'eus reolenn reizh ebet evit goût e pelec'h emañ taol-mouezh pep ger resis e rank bezañ desket dre eñvor a c'her da c'her. E yezhoù a seurt-se e c'hell talvezout an taol-mouezh evit diforc'hañ etre gerioù heñvelson a-hendall, da skouer e galizeg:

Taol-mouezh war an eil silabenn diwezhañ, d.s agora ("bremañ")
Taol-mouezh war ar silabenn gentañ, d.s. ágora ("agora")

E saozneg e c'hell talvezout lec'h an taol-mouezh war gerioù heñvelson a-hendall evit lakaat an diforc'h etre rummadoù yezhadur disheñvel, da skouer:

Verb: prodúce ("produiñ")
Anv-kadarn: produce ("produ")

Kavet e vez degouezhioù damheñvel ivez ma talvez lec'h an taol-mouezh da diforc'hañ etre stummoù yezhadurel disheñvel e ruseg hag en alamaneg.

[kemmañ] Efedoù an taol-mouezh a-hed istor ur yezh

Alies a-walc'h e kemm ar silabennoù taolmpuezhiet en un doare disheñvel diouzh ar silabennoù all keit ha ma'c'h ur yezh war diorren a-hed an amzer. Er yezhoù romanek, da skouer, e silabennoù taol-mouezhiet eo deuet vogalennoù berr al latin a orin /e/ hag /o/ da vezañ diftongennoù. Diwar ar c'hemm-se e savas un doare apofoniezh e displegadur verboù 'zo e meur a yezh romanek a-vremañ, da skouer e spagnoleg volver ("distreiñ") > volví ("distrois") met vuelvo ("distroan").

[kemmañ] Notadur

Implijet e vez alies an tired lemm ha/pe nebeutoc'h an tired boud evit merkañ lec'h an taol-mouezh e meur a yezh hervez bep o reolennoù reizhskrivañ, evel da skouer e spagnoleg pe er geriadurioù], da skouer en izelvroeg, d.s. achterúítgang ("gwashadur") kv. áchteruitgang ("mont er-mez dre a-dreñv) skrivet o daou achteruítgang dre voaz hepmuiken a-hendall, hag e ruseg, da skouer вимовля́ння, skrivet вимовляння hepmuiken dre voaz a-hendall.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel avat e vez implijet sinoù diakritek arbennik skrivañ dirak ar silabennoù taolmouezhiet: [ˈ] evit merkañ an taol-mouezh pennañ ha [ˌ] evit merkañ an taol-mouezh a eil renk, d.s. /sɪˌlæbəfɪˈkeɪʃən/ (saozneg, syllabification": silabennadur")

[kemmañ] Gwelit ivez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -