See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Diftongenn - Wikipedia

Diftongenn

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Er yezhoniezh e vez implijet an termen diftongenn (diwar ar henc'hresianeg: δίφθογγος "gant div sonenn"; "gant div donenn""; saoz.: diphthong) evit komz eus div vogalenn distaget renk-ouzh-renk o tremen an eil d'eben dre en em silañ betek krouiñ ur silabenn nemeti.

Keit ha m'az eus ul lec'h-teod nemetañ gant ur vonoftongenn (anvet ivez a-wezhoù "vogalennoù glan"), enne ur vogalenn nemetken, da lâret eo e tosta an teod ouzh ul lec'h resis e diabarzh ar genoù nemetken, gant pep diftongenn ez eus daou lec'h-teod, da lâret eo al lec'h ma tosta an teod outañ pa grog an diftongenn hag al lec'h ma tosta outañ pa achu an diftongenn goude en em silañ eus an eil lec'h d'egile e diabarzh ar genoù.

Yezhoù 'zo, en o zouez an hungareg, n'o deus diftongenn ebet ha bewech ma weler div vogalenn skrivet renk-ouzh-renk e vezont distaget e div silabenn disheñvel gant un hiatus, da skouer:

kalauz ("blenier") distaget /ɑu/ kentoc'h evit /ɑw/


Daou doare diftongenn pennañ ez eus hervez an elfenn vogalennek ma kouezh ar muiañ a bouez warni:

Diftongenn war gresk (saoz. descending diphthong):
o kregiñ gant ur vogalenn greñvoc'h pe brasoc'h he fouez evit eben, da skouer:
/aɪ̯/ pe /aj/

Gant fonteikourion/ezed 'zo ne rank ket bezañ dielfennet diftongennoù war gresk evel diftongennoù rik e yezhoù evel ar saozneg pe an italianeg met kentoc'h evel un heuliad ennañ ur vogalenn hag un damvogalenn.


Diftongenn war digresk (saoz. ascending diphthong)
oc'h achuiñ gant ur vogalenn greñvoc'h pe brasoc'h he fouez evit eben, da skouer:
/ɪ̯a/ pe /ja/.

Bez' e c'heller an elfenn pouezet an nebeutañ warni bezañ treuzskrivet gant un damvogalenn, da skouer [ja]. Koulskoude, pa vez dielfennet un diftongenn en he fezh evel ur fonem nemeti e vez treuzskrivet an div elfenn enni evel vogalennoù en ur verkañ war be elfenn e ve pouezet dre skrivañ ur sin diakritek dindan ar vogalenn nann-silabennek peurliesañ, da skouer [/ɪ̯a/].

A-hend-all e diforc'her ivez etre doareoù diftongennoù hervez live digoradur an eil vogalenn e-keñver hini eben,:

Diftongenn war serr (saoz. closing diphthong):
oc'h achuiñ gant ur serroc'h pe izeloc'h evit eben, da skouer:
[ai] (serroc'h [i] evit [a])
Diftongenn war digor (saoz. opening diphthong):
oc'h achuiñ gant ur digoroc'h pe uheloc'h evit eben, da skouer:
[ia] (digoroc'h [a] evit [i])

Peurliesañ e klot ar fed m'ac'h a war serr un diftongenn gant ar fed ma'c'h a war digresk ivez dre m'eo sklaeroc'h ha pouezusoc'h son ar vogalennoù digor. N'eo ket ret atav avat, hag e finneg e kaver skouer kontrol m'ac'h a un diftongenn war digor ha war digresk war un dro (/ie/ hag /uo/).

Diftongennoù war greiz (saoz. centering diphthong):
oc'h achuiñ gant an teod lec'hiet muioc'h e kreiz ar genoù, da skouer en iwerzhoneg:
/iə/ hag /uə/.

Peurleisañ ec'h a war digor ar vogalennoù war greiz.

A-wezhoù e vez diforc'het gant yezhoù 'zo etre diftongennoù berr' ha diftongennoù hir, hir ar vogalenn gentañ enne. Raloc'h lakz avat eo yezhoù evel samieg an norzh ma vez graet un diforc'h gante etre diftongennoù berr diouzh un tu ha diftongennoù hir o vogalenn gentañ ha diftongennoù hir o eil vogalennoù diouzh an tu all.

Dres evel ar vogalennoù e c'hell bezañ un diftongenn distaget dre ar genoù pe dre ar fri, da skouer e portugaleg:

dre ar genoù: /ai/ e pai ("tad")
dre ar fri: /ɐ̃ĩ/ e mãe ("mamm)


[kemmañ] Gwelit ivez:


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -