Antropologiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An antropologiezh a zo unan eus skiantoù an den hag a studi an Den e-keñver pep doare : sokial, sevenadurel, pe c'hoazh fisik, (korfadurouriezh, bevedouriezh, kleñvedouriezh, emdroadur, ha kement zo...). Ar c'helenn-se a labour kalz o studiañ ar c'hevredigezhoù n'int ket kornogat, pe c'hoazh ar minorelezhioù etnik kornogat, etc. (komzet e vez eus "etnologiezh" pa studier ur boblad resis, met eus "antropologiezh" pa glasker kompren ar spesad human en e bezh)
Bez zo meur a skol antropologiezh :
- ar skol sokiologiezh gall (Émile Durkheim, Marcel Mauss, Claude Lévi-Strauss)
- an antropologiezh sokial breizhveurat (J.G. Frazer, Bronislaw Malinowski, A.R. Radcliffe-Brown, E.E. Evans-Pritchard)
- antropologiezh sevenadurel ar Stadoù-Unanet (L.H. Morgan, Franz Boas, Marvin Harris, Clifford Geertz)...
Ar patrom gall a sell dreist-holl ouzh ar c'hostez simbolik hag ouzh ar c'hostez sokial deus an Den ; evit ar patrom-se, an etnologiezh zo ur brank eus ar sokiologiezh, setu lod a gav dezhe ne vez ked studiet a-walc'h, gant ar patrom gall-se, an c'hostezioù materiel ha fizik. Ar model angl-ha-saoz neuze, a vez muioc'h multidissiplinar, o rannañ an antropologiezh e pevar brank :
- an antropologiezh fizik (an antropobevoniezh), hag a studi penaos en em dro perzhioù fizik an Den, genetik ar pobladoù, ha diazennoù biolojik emzalc'h an Dud, pe hini e gerent marmouzien bras (primatologiezh) ;
- an antropologiezh sokial, da studiañ (war un dro gant traoù all) ar gerentiezh, ar politik, an organisassion sokial... ; hag an antropologiezh sevenadurel, da studiañ an doareoù-bevañ, ar relijion, ha tout kostezioù arouezel ar c'hevredigezhoù denel (an div dachenn-mañ zo ur memes brank : an etnologiezh) ;
- an antropologiezh ragistorel, da studiañ ar c'hevredigezhoù denel eus gwezhall, dre an artefaktoù chomet war o lerc'h ;
- an etnoyezhoniezh, evid studiañ penaos e kemm ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù denel.
[kemmañ] Un nebeud temoù studiet gant an antropologourien
[kemmañ] An Den hag an Natur
- Homo sapiens
- Teoriennoù an evolucïon
- Primatologiezh kompared
- Ekologiezh an Den
- Paleoantropologiezh
- An dinosaored
[kemmañ] Antropologiezh sokial
[kemmañ] Ar modeloù hag ar c'hodoù sokial
- Ar sevenadur
- Ar genel pe an etniezh
- An aparchant etnek
- An eskemmoù sevenadurel
- Ar rouedadoù sokial
- An urzhas
- An darempredoù etre maouezed ha gwazed
- An doareoù-bevañ
- Ar gwir
- Ar sokializadur hag an deskadurezh
[kemmañ] Ar gerentiezh hag an aliañsoù
- Ar gerentiezh
- An tipoù aliañsow : an dimeziñ.
- An interaksionoù e-barzh ar familh
- lignez an Den
[kemmañ] Organisacion ar politik
- An Antropoloji politik
- Ar bresel
[kemmañ] Kostezioù simbolik
- An antropologiezh psichik
- An antropologiezh relijiel
- antropologiezh an Arz
- Ar c'hoarioù
- Ar gomz hag al lavar
- Ar lidoù
- Ar simbolik manuel
- Teknikoù ar c'horf
[kemmañ] Antropologiezh an armezh
- armerzh ar c'hevredigezhoù hengounel
- antropologiezh an embregerezhioù
[kemmañ] Istor an antropologiezh sokial
- Skol an emdroadurouriezh :
- Lewis Henry Morgan (1818-1881)
- Edward Tylor (1832-1917)
- James George Frazer (1854-1941)
- an danvezelouriezh :
- Karl Marx
- Leslie White
- Marvin Harris
- an difusionism :
- Franz Boas (1858 - 1942)
- William H. R. Rivers (1864 - 1922)
- ar skol sociologour gall :
- Émile Durkheim (1858-1917)
- Marcel Mauss (1873-1950)
- Max Weber (1864-1920)
- ar skol saoz :
- Alfred Reginald Radcliffe-Brown (1881-1955)
- Edward Evan Evans-Pritchard (1902 - 1973)
- Margaret Mead (1901-1978)
- Meyer Fortes (1904 - 1983)
- ar gevredielouriezh :
- Bronislaw Malinowski (1884-1942)
- Arnold Van Gennep (1873-1957)
- ar frammadurelouriezh :
- Claude Lévi-Strauss (1908-...)
- an etnologiezh postmodernour :
- Clifford Geertz (1926-...)
[kemmañ] Gwelet ivez
[kemmañ] Liammoù diabarzh
- Istor an antropologiezh
- Listenn antropologourien brudet