Max Weber
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Max Weber a oa bet ganet d'an 21 Ebrel 1864 ha marv e oa d'ar 14 Mezheven 1920. Alaman e oa.
Ur sokiologour hag un ekonimokour e oa. Par eo da Vilfredo Pareto, Émile Durkheim, Georg Simmel ha Karl Marx evit a sell ouzh ar sokiologiezh arnevez.
Max Weber eo krouer sokiologiezh ar c'hompren da lavaret ur sokiologiezh m'emañ an dalvoudegezh a lak an dud da sichenn o oberoù evel penn-kaoz an ober sokial.
Taolenn |
[kemmañ] Yaouankiz
Hir e veze kavet e amzer gant Max Weber pa oa er skol. Daoust da se e lenne forzhik (Cicéron, Kant, Machiavel, ha me a oar me). E-kichen ar skol en deus graet e vad eus preder an dud gouiziek pedet gant e dad er gêr. Goude e Abitur (par d'ar vachelouriezh) ez eas da skol-veur war ar gwir e Heidelberg. Ouzhpenn d'ar chentelioù war ar gwir e heulie ar c'hentelioù ekonomiezh politikel, prederouriezh, istor, doueoniezh.
E 1883, anezhañ 19 vloaz ez eas da Strasbourg evit ober e goñje. Un eil familh a gavas eno. E voered a roas bod dezhañ hag eskemm a reas kalz gant he fried, Hermann Baumgarten, un istorour. Hemañ ne oa ket evel e dad : a-enep ar politikerezh marc'hata gant Bismark e oa Baumgarten.
[kemmañ] E-pad ar brezel bed
Pa voe kroget gant ar brezel bed kentañ e oa 50 vloaz Weber. Goulenn a reas bezañ galvet memes tra. E-pad ur frapadig e reas war-dro merañ eizh ospital tro-dro da Heidelberg. Kregiñ a reas gant e raktres meur : ur studiadenn sokiologiezh keñveriet gant relijionoù ar bed.
E 1918 e oa e-touez ar re a save a-enep an trec'h hag unan eus dileuridi alaman e voe o varc'hata hag o sinañ Feurskrid Versailhez. Kemer a reas perzh er bodad karget da skrivañ bonreizh Weimar. Pa oa an dispac'h o sevel e voe unan eus krouerien ar Strollad Demokrat.
E 1920 e varvas Max Weber a daol-trumm, diwar un danijenn skevent na oa ket bet pareet mat. Fin rummad kentañ ar sokiologourien eo rak Émile Durkheim ha Georg Simmel a varvas nebeut a-raok (1917 ha 1918).
[kemmañ] Oberennoù
- An den gouiziek hag ar Politikerezh
- Etik protestant ha spered ar c'helavouriezh
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Max Weber et la rationalisation des activités sociales, gant J.-P. Noreck
- Plas Max Weber e gweledva Frañs, gant M. Pollack