Merdeer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur merdeer a zo ur meziant a ro tro da ziskouez pe da implij testennoù, muzik pe video lec'hiet war ur bajenn web en ul lec'hienn war ar World Wide Web pe war ur rouedad lec'hiel. Enderc'hel a ra an testennoù hag ar skeudennoù hiperliammoù da bajennoù arall lec'hiet war ar memes lec'hienn pe war unan arall. Ur merdeer a ro tro d'an implijerien d'ober gant al liammoù-se da gavout keloù war kalz lec'hiennoù.
Ar verdeerien voutinañ war ar gempoellerien bersonel a zo Internet Explorer, Mozilla Firefox, Safari, Opera, ha Netscape.