Meziant
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Meziant a reer eus un hollad goulevioù (pe programmoù) rekis da lakaat un urzhiataer da vont en dro hag evit implijout anezhañ. Kement tra n'eo na dafar na roadoù en ur urzhiataer zo ur meziant.
E-touez ar goulevioù a c'heller renkañ e-touez "ar meziantoù" e c'heller menegiñ :
- Ar BIOS kadavet e-barzh ar memor sonn,
- Ar reizhiad korvoiñ kadavet war ar bladenn galet stummet gant meur a c'houlev,
- An arloadoù rekis da gas da benn al labourioù e reer gant un urzhiataer da seveniñ anezhe,
- Ar sturioù, a dalvez da lankañ an trobarzhelloù,