Traezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur c'harregad poultrennek ennañ silik eo an traezh (reizh gourel ha furm a-stroll ivez). Graet eo gant grouan bihan-tre dezhañ al liv gwenn pe velen. Kavet e vez a-hed an aod, dindan ar mor, er dourredennoù ha e lec'hioù'zo war an douar. Implijet e vez stank traezh evit ober simant, un danvez pennan evit ar saverezh
[kemmañ] Stummoù douarel krouet diwar an traezh
- Traezh pe draezhennoù an aod
- Erin pe tevenn a-wechoù
Tuchenn draezh a gaver paot a-hed aodoù'zo. Krouet e vez diwar an avel-mor o kas an traezh pelloc'h ken eo goloet lodennoù an douar. A-wechoù e vez graet eus ar ger tevenn evit he envel. (Sell ouzh Erdeven : Er devennn : erinioù e-leizh a zo di).
- Erv-traezh
- Reuzeul
Er mor, en aberioù hag e stêrioù'zo e vez kavet reuzeulioù, da lavaret eo bernioù traezh. Dre ma vez lies donder an dourioù (koulz er mor hag er stêrioù) e vez alies ar reuzeulioù ur skoilh evit ar verdeadurezh pe ar vageerezh. Ur reizhiad merkoù a gave evit menegiñ an doñjer.
- Tombolo