See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
40 - Wikipedia

40

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Bloavezhioù:
37 38 39 - 40 - 41 42 43
Dekvedoù:
20 - 30 - Bloavezhioù 40 - 50 60
Kantvedoù:
I kantved kt JK - I kantved - Eil kantved
Milvedoù:
I milved - Eil milved - IIIe milved
Evit bloaz 40 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ
Evit ar bloaz -40, gwelet ar bajenn : -40
Evit an niver 40, gwelet ar bajenn : 40 (niver)
Evit an departamant gall 40, gwelet ar bajenn : Landes (departamant)

Taolenn

[kemmañ] Darvoudoù

[kemmañ] Afrika

  • Gouelioù e Lyon en enor d'an impalaer Kaligula. Lakaat a ra hemañ drouklazhañ e ostizad Ptolemaios, mab da Juba II, roue Mauretania kent.
  • Pa glev tud ar vro keloù e varv e savont a-enep d'an alouber roman. Moustret eo an emsavadeg. Kavout a ra repu Aedemon, ur frankizad eus Ptolemaios, e menezioù ar Rif ma kendalc'h gant ar stourm betek 42.
  • Deroù brezel Roma e Norzh Afrika. (fin e 42)
  • Kaset eo da benn ha klozet aloubadeg Mauretania (Maroko ha kornôg Aljeria hiziv), rannet e div broviñs : Mauretania Caesariensis ha Mauretania Tingitana.
  • En em gavout a ra ar gristeniezh e Egipt. Savet ez eus un iliz e Aleksandria. Krouet eo an iliz reizhkredennek koptek gant Mark an Avielour da Pab kentañ.

[kemmañ] Europa

  • Gant Kaligula eo troet ar briñselezh en un emveli e doare Hellaz. Rannañ a ra an enorioù dibalamour, ha krediñ a ra dezhañ bezañ un doue. Goulenn a ra ma vefe lakaet e benn e lec'h holl pennoù an delwennoù gresian. Envel a ra e varc'h da Senedour...
  • Hervez an hengoun, en em gav er Saintes-Maries-de-la-Mer ar skaf enni teir Vari ha kristenien all a vo avielet Provañs ganto.
  • Savet ez eus un iliz kristen kentidik e Korinth (deiziad diasur met gwirheñvel).
  • Echuet eo ar via Agrippa.
  • Enframmet eo rouantelezh Norikon en impalaeriezh roman.
  • Kregiñ a ra meuriad german ar Gwadied d'en em staliañ e Moravia ha Slovakia a-hiziv.
  • Lestrañ a ra Kaligula evit aloubiñ Enez Vreizh ha c'hwitañ a ra mezhus.

[kemmañ] Reter nesañ

  • Dont a ra ar gouel yuzev Passah da vezañ gouel Pask ar gristenien.
  • Kemer a ra ar feizidi nann-yuzev an anv a gristenien.
  • Kelenn a ra Philon e vez ganet dizalc'h an holl dud.
  • Fin ren Herod e Jude.
  • Arabia : Malchos II, roue Nabatea (40-70).

[kemmañ] Azia

  • Emsavadeg an Annamited a-enep da Sinaiz goude bezañ bet galvet gant div harozez.

[kemmañ] Ganedigezhioù 40

  • 13 Gouere : Agricola, jeneral roman, gouarnour Enez Vreizh
  • Claudia Octavia, merc'h da Glaoda ha da Vesalina.
  • 30 Kerzu 40 (pe 41) : Titus Flavius Sabinus Vespasianus, impalaer roman da zont.
  • Dion Chrysostom, rhetor, istorour ha prederour gresian.
  • Statius, barzh latin.
  • Pedanius Dioscorides, mezeg ha louzawour gresian.
  • Frontinus, jeneral roman ha skrivagner milourel

[kemmañ] Marvioù 40

  • Genver - Gnaeus Domitius Ahenobarbus, gwaz Agrippina ar Yaouankañ, breur-kaer Kaligula (koeñvadur).
  • Ptolemaios Mauretania, mab-bihan Kleopatra VII, drouklazhet gant an impalaer Kaligula.

[kemmañ] Gwelet ivez

  • Roll ar Pennoù Stad e 40


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -