Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Deiziadur juluan - Wikipedia

Deiziadur juluan

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Taolenn

[kemmañ] Eus an deiziadur roman d'an deiziadur juluan

E 46 kent JK e oa bet dibabet an deiziataer juluan gant Julius Caesar, a oa ar pontifex maximus da neuze, da lavarout eo ar "beleg meur", ha dre-se e oa en e garg diskleriañ pegoulz e vije penn-kentañ ar bloaz. Adalek 45 kent JK e oa bet lakaet da dalvezout da lavaret e 709 goude krouidigezh Roma diouzh an deiziataer roman.

Diwar kuzulioù e steredoniour Sosigenes a Aleksandria e oa bet graet e soñj gant Julius Kaezar. Evit skeudenniñ ur bloavezh trovanel e oa bet savet, anezhañ ur bloavezh standard 365 deiz dezhañ ha rannet dre 12 miz hag un devezh ouzhpennet bep 4 bloaz.

Betek an XXvet kantved e oa talvezet e broioù zo.

Re a vloavezhioù bizeost a zeue gant ar reizhad-mañ avat evit pezh a sell ouzh ar mareoù-bloavezh steredoniel a c’hoarveze un 11 munutenn bennak re abred bep bloaz. Hervez kont e vefe bet kelaouet Kaezar eus kement-se met ne verne ket kalz dezhañ.

Er XVIvet kantved e oa bet lakaet an deiziadur gregorian da dalvezout a-benn ma vefe reishoc’h an traoù e-keñver ar gedez. Ne voe ket bras ar reizhadennoù avat.

Er broioù saoznek, pa vez forc’hellek an traoù evit pezh a denn d’an deiziad, ez aer gant Old Style (giz kozh, berradurO.S.) hag er c’hontrol gant an New Style (giz nevez, berradur N.S.) a dalvez kement ha deiziadur gregorian.

Meur a reizhad niveriñ ar bloavezhioù a veze implijet gant an deiziadur julian : an ab urbe condita da gentañ (a dlee bezañ deiziad krouidigezh Roma) pe bloavezh ren an hini e penn ar vro. An anno Diocletiani a oa deuet gant Diokletian : gant e ren e kroge an niverañ ha war a seblant e vije bet implijet c’hoazh goude e varv. An anno Domini a oa bet kinniget gant Dionysius Exiguus e-tro da 527 : implijet e voe tamm ha tamm e pep lec’h er bed kristen.

Niveret e oa bet ar bloavezhioù adalek ar mare ma vije aet Jezuz-Krist da zen , d’ar 25 a viz Meurzh ar bloaz 1añ (da lavaret eo 753 goude an 'ab urbe condita).

Meur a reolenn a oa implijet gant an deiziataer roman, ar gourmizioù a oa daou hirder dezho ha miz C’hwevrer a oa un hirder disheñvel dezhañ evit bloavezhioù bizeost zo.

Gant ar politikerezh ez ae an traoù war ziaesaat c’hoazh : 90 deiz dale a voe tapet gant an deiziadur a-benn ar fin…Evit reizhañ kement-mañ diouzh ar mareoù-bloavezh e-giz ma oant gwelet gant ar Romaned e voe divizet ebarzhiñ 90 deiz. Bloavezh ar forc’hellegezh a veze graet eus ar bloavezhioù hir-mañ, 455 deiz dezho. 45 kent JK e voe lakaet da vloavezh kentañ an deiziadur nevez ha d’ar 1añ a viz Genver e voe divizet e vefe kroget ganti.

Daoust ma oa un tamm mat aesoc’h an traoù gant an deiziadur nevez-mañ ez eas ar veleien-veur e gaou ganti hag int e-karg da lakaat an deiziadur e pleustr er gevredigezh : ur gourdeiz bep 3 bloavezh ha n’eo ket bep 4 bloavezh a voe ouzhpennet ganto. Diwar se e voe re a c’hourdeizioù.

Gant Aogust e voe reizhet ar fazi-mañ dre skarzhañ meur a c’hourdeiz goude 36 bloaz e gaou.

Dre se e tle bezañ urzh ar bloavezhioù bizeost evel-henn : 43 kent JK, 40 kent JK, 37 kent JK, 34 kent JK, 31 kent JK, 28 kent JK, 25 kent JK, 22 kent JK, 19 kent JK, 16 kent JK, 13 kent JK, 10 kent JK, 4, 8, 12 ha kement bloavezh bizesot zo bet. Met ma fizier e skridoù kavet e Egipt : 44 kent JK, 41 kent JK, 38 kent JK, 35 kent JK, 32 kent JK, 29 kent JK, 26 kent JK, 23 kent JK, 20 kent JK, 17 kent JK, 14 kent JK, 11 kent JK, 8 kent JK, 4, 8, 12 ha kement bloavezh bizesot zo bet.

Abalamour da berzh Jul Kaezar hag Aogust e sevel an deiziataer e voe bet roet o anv da zaou viz dre dennañ Quintilis ha Sextilis, ar pempvet hag ar c’hwec’hvet miz (o vezañ ma oa miz Meurzh an hini kentañ).

Setu amañ pad ar mizioù eus miz Genver betek miz Kerzu hervez Sacrobosco :

[kemmañ] Daouzek miz an deiziataer juluan diouzh Sacrobosco

  1. Januarius (31 deiz)
  2. Februarius (29 ou 30 deiz)
  3. Martius (31 deiz)
  4. Aprilis (30 deiz)
  5. Maius (31 deiz)
  6. Junius (30 deiz)
  7. Julius (31 deiz)
  8. Sextilis (30 deiz)
  9. September (30 deiz)
  10. October (31 deiz)
  11. November (30 deiz)
  12. December (30 deiz)

Disfiz a zo diouzh Sacrobosco war ar poent-mañ. Moarvat ez eus bet kammgemer gant hirder 10 miz ar bloavezh roman rak pa gonter mat e vank un deiz.

Marteze a-walc’h e oa 30 pe 31 deiz da bep eil evit bep miz diouzh ar bloavezh mod Julius Kaezar (ha 29 deiz da viz C’hwevrer pa ne oa ket ur bloavezh bizeost).

[kemmañ] Daouezk miz an deiziataer juluan

  1. Januarius (31 deiz)
  2. Februarius (29 pe 30 deiz)
  3. Martius (31 deiz)
  4. Aprilis (30 deiz)
  5. Maius (31 deiz)
  6. Junius (30 deiz)
  7. Julius (31 deiz)
  8. Sextilis (30 deiz)
  9. September (31 deiz)
  10. October (30 deiz)
  11. November (31 deiz)
  12. December (30 deiz)

Hervez kont, en 8 kent JK pa oa bet « profet » Sextilis da Aogustus e oa bet divizet e tlee bezañ kement a zeizioù d’ar miz-mañ ha ma oa d’ar miz e koun Julius Kaezar. Rak-se e oa bet kemmet hirder an deizioù dre gas ar rinkladur betek miz C'hwevrer : 31, 28(29), 31, 30, 31, 30, 31, 31, 30, 31, 30, ha 31. Diwar-se eo hirder ar mizioù hiziv-an-deiz.

Adalek an Impalaeriezh roman betek 1582 e voe implijet an deiziadur julian en Europa. Gant ar pab Gregor XIII e voe embannet an deiziadur gregorian. Gant al lodenn vrasañ eus ar broioù katolik e voe lakaet e pleustr. D'ar c'houlz-se, a-benn ma vije gouel Pask d’ar 21 a viz Meurzh, termenet gant kedez-Veurzh, e voe divizet gant ar pab tennañ 3 deiz bizeost bep 4 c’hantved ha skarzhañ ar Yaou 4 hag ar Gwener 5 a viz Here 1582. Ne voe nemet Italia, Portugal ha Spagn a yeas diouzh soñj ar pab e 1582. E Frañs e voe divizet gant Herri III tennañ deizioù eus miz Kerzu. Ar broioù protestant a yeas diouzh se diwezhatoc’h hag ar borioù ortodoks a voe pelloc’h c’hoazh o cheñch o deiziadur.

E Sveden e voe divizet degemer ar deiziadur gregorian e 1753 met gant o deiziadur dezho e rejont etre ar 1añ a viz Meurzh 1700 hag an 29 a viz C'hwevrer 1712.

Betek an dispac’h e 1917 e reas Rusia gant an deiziadur juluan.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com