See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Zeus - Wikipedia

Zeus

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Penn ha bruched Zeus er British Museum e Londrez
Penn ha bruched Zeus er British Museum e Londrez
Penn ha bruched Zeus, anvet  « Jupiter  Versailhez », Patrom:II-vet kantved, mirdi al Louvre
Penn ha bruched Zeus, anvet « Jupiter Versailhez », Patrom:II-vet kantved, mirdi al Louvre

Zeus ( Ζεύς / Zeús e gregach; Δίας e gresianeg a-vremañ), diwar ur wrizienn indezeuropat *dyēus, doue an oabl) a zo roue an doueed e mojennoù Hellaz kozh. Ren a ra en Oabl, hag an erer hag an tan-taran eo e arouezioù.

Mab eo da Gronos ha da Rea, ha dimezet eo d'e c'hoar Hera.

Kevatal eo an doue roman Yaou dezhañ. Tennañ a ra ivez da zoueed arall :

[kemmañ] Bugeliezh

Kronos, dre m'en doa aon rak koll e c'halloud a roue an doueed, hag aon na vije graet dezhañ gant e vugale evel m'en devoa graet d'e dad, a zebre e vugale kenkent ha ma vezent ganet. Glac'haret e oa e wreg Rea gant kement-se, setu e tivizas kuzhat he c'hwec'hvet bugel Zeus, hag e kinnigas d'he gwaz ur pezh pikol maen paket e lienoù e-lec'h ar c'hrouadur c'hoantaet gant ar marlonk ha ne reas van ebet.

Lakaat a reas sevel he mab e kuzh e Liktos, e Kreta, ma voe maget ar bugel en ur vougev, gant laezh ar c'havr Amaltea, a vo graet gant unan eus he c'herniel ar c'horn puilhentez), ha Nimfezed oc'h ober war e dro,

Evit ma ne c'hallje ket Kronos klevout garmoù an hini nevez c'hanet e oa bet lakaet ar Goureted dirak ar vougev, brezelourion armet ha trouzus ma oant.

Pa oa deuet bras e tieubas Zeus e vreudeur ha c'hoarezed dre lakaat o zad da zislonkañ anezho an eil goude egile.

Danevell a ra an dastumer mojennoù anvet Antoninus Liberalis en e Metamorfoseon Sinagoge ur stumm disheñvel eus ar vojenn, kavet e skridoù Boïos : Rea a c'han Zeus en ur vougev e Kreta. Eno oe oa maget ar bab gant gwenan. Pevar den eus ar vro a zeuas un do bennak er vougev evit kavout mel, ha gwelet a reont an doue yaouank. Droug ennañ e kinnig teurel ar foultr deus oute, met sioulaet eo gant Themis ha gant ar Moira, rak « difennet eo mervel el lec'h sakr-se ». Treuzfurmet int neuze gant Zeus en evned, dougerien kemennadoù. Kollet eo bet peurrest ar vojenn. N'eus ket pikol titouroù a ro tu da dostaat ar stumm-se eus ar vojenn gant he stumm e skridoù Hesiodos.

Hervez Homeros, avat, Zeus a oa mab henañ bugale Kronos, hag alese e teu e c'halloud. Abalamour da se e pleg Poseidon dirazañ e-pad Brezel Troia, rak « Ar memes orin o deus o-daou hag eus ar memes kerentiezh emaint ; met e vreur henañ eo Zeus ha gouzout a ra hiroc'h evitañ » (Ilias, XIII, 354–355).

E skridoù Homeros ez eo an Okeanidenn Dioné zo e baredr hag a adkaver gantañ e santual Dodone.

Io ha  Zeus, gant Correggio
Io ha Zeus, gant Correggio

[kemmañ] Karantezioù

Brudet eo karantezioù niverus Zeus gant merc'hed yaouank pe gwragez eus an douar, koulz ha gant doueezed ha nimfezed : Danae, Alkmena, Semele, Leto, Europa, Ganymède, ha re all.

Tad eo da veur a zoue :

Tad eo ivez da harozed e-leizh :

ha re all c'hoazh.

Dre ma ne vez ket feal atav d'e drede gwreg Hera (a-raok e oa bet dimezet da Vetis ha da Demis) e vez sach-blev alies etre mestr an doueed hag e wreg.

Ouzhpenn-se ne vez ket tener e wreg ouzh e vestrezed nag ouzh o bugale: klask a ra ober droug ha noaz dezho gwashañ ma c'hall : en gouzout a oar a-walc'h Io, Leto, ha Herakles.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -