Hestia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Hestia (Ἑστία / Hestía e gregach) eo doueez an tan sakr hag an oaled. Merc'h henañ Kronos ha Rea eo-hi, c'hoar eo da Zeus, Poseidon, Hades, Hera ha Demeter. A remziad eo gant ar re a anver daouzek doue an Olimp a dra sur, koulskoude ne vez ket kontet atav e-touez daouzek doue an Dodekatheon.
Vesta e oa hec'h anv hervez ar Romaned.
Pa bignas he breur Zeus war gador roue an doueed, e roas da Hestia, evel da Artemis pe Atena, ar galloud da virout he gwerc'hted da viken, a-benn en em ziwall diouzh karantez Apollon ha Poseidon.
N'eus hogos mojenn ebet a vije stag ouzh an doueez-se. Ne gemer perzh ebet e tabut ebet, ar pezh a ra anezhi un esparadenn e-touez Olimpiz. Mirout a ra Zeus druzoni an aberzhioù dezhi.
Taolenn |
[kemmañ] Kehelerezh
Personeladur an oaled eo Hestia, ar flammenn sakr a zev dibaouez en tier hag en temploù, hag a c'hlana anezhe. Azeulet eo evel gwarezerez ar familhoù, ar c'heodedoù hag an trevadennoù.
Pa felle d'ar C'hresianed diazezañ un drevadenn e kasent gante tan Hestia, kemeret e templ ar vetropolenn a-benn enaouiñ oaled o c'heoded nevez. Evel se e arouez Hestia ivez hollbadusted ar sevenadurezh hag ar relijion.
Kement pred a oa a groge hag a echue gant ur prof da Hestia.
[kemmañ] Lec'hioù kehelerezh pennañ ha santualoù
- Aten, kêrbenn an Attika (kreisteiz Henc'hres) ;
- Oropos, kêr eus an Attika ;
- Hermione, keoded eus Argolis (kreisteiz Henc'hres);
- Sparta, kêrbenn Lakonia (kreisteiz Henc'hres) ;
- Olimpia, santual Elis (Élide, kreisteiz Henc'hres) ;
- Larisa, kêrbenn al Lapited (Tesalia, hanternoz Henc'hres) ;
- Enez Tenedos, (Mor Egea).
[kemmañ] Ikonografiezh
Peurliesañ e veze diskouezet en he sav gant Hellaziz, gwisket en un doare eeun, ganti ur ouel war he fenn.
An tan eo hec'h arouez.
[kemmañ] Mammennoù
- Apollodoros, Biblioteka (I, 4-7): http://ugo.bratelli.free.fr/Apollodore/DetailsLivres.htm An oberenn enlinenn e galleg.
- Aristofanes, Ar Gwesped (v. 846).
- Bakilides (fr. 14B [embannadur ?]).
- Cicero, De natura deorum (II, 27). Skrid enlinenn
- Diodoros Sikilia Levraoueg istorel (I, 4 ; V, 68, 1 ; V, 70, 1). Skrid enlinenn
- Hesiodos, Teogonia (war-dro 453-454). Skrid enlinenn
- Caius Julius Hyginus, Fabulae (rakger). Skrid enlinenn
- Meulganoù homerek (V da Afrodite, v. 18 ; XVIII et XXIV da Hestia). Skrid enlinenn
- Meulganoù orfek (LXXXIV da Hestia). Skrid enlinenn
- Ovidius Fastorum (VI, 285 ; VI, 319). Skrid enlinenn
- Paosanias Periêgêsis Hellados (I, 18, 3 ; I, 34, 3 ; II, 35, 1 ; III, 11, 11 ; Y, 11,8 ; V, 14, 4 ; V, 26, 2-3). Skrid enlinenn
- Pindaros (Telennganoù nemeat, XI, 1-2). Skrid enlinenn
- Platon Fedra (v. 246). Skrid enlinenn
[kemmañ] Gwelet ivez
An Dodekatheon |
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |