Diodoros Sikilia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Diodoros Sikilia (Διόδωρος, Diódôros e henc'hresianeg ) a oa un istorour hag un danevellour gresian eus ar Iañ kantved kent J.K., ganet war-dro -90 en Agyrium e Sikilia, ha marvet war-dro -30[1]. Skrivet en deus ul levr anvet Levraoueg istorel.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Bevañ a rae Diodoros en amzer Julius Caesar hag Augustus. Goude beajoù en Europa, en Azia, hag en Henegipt e annezas e Roma. Savet en deus un oberenn a dalvoudegezh. Emañ e-touez ar re o deus degaset ar muiañ a ditouroù diwar-benn Henegipt, Henc'hres ha Henroma. Labourat a reas e-pad 30 vloaz da sevel e Levraoueg istorel, a zanevell ouzhpenn mil bloaz istor, adalek amzer an henvojennoù betek mare Julius Caesar. En henc'hresianeg eo bet skrivet e oberenn, 40 levrenn a oa anezhi, met ne chom ken 15 hiziv an deiz. Ar c'hentañ eo o klask sevel un istor eus ar bed anavezet.
A-wezhioù e vez lakaet war e gont roll Seizh Marzh ar Bed abalamour d'an deskrivadur pizh a ra eus liorzhoù a-istribilh Babilon en eil levrenn e oberenn.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ N'eo ket peurasur an deiziadoù.
[kemmañ] Mammennoù
- Gerhard Wirth und Wilhelm Gessel (Hgg): Diodoros Griechische Weltgeschichte. Bibliothek der griechischen Literatur, Bde. 34-37, Stuttgart 1993.
- F. Chamoux et P. Bertrac, Notice, Bibliothèque historique, I.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (en) Diodoros Sikilia, gant Jona Lendering
- (en) Diodoros Sikilia, troet e saozneg gant C.H. Oldfather, Greek text, Books 9 - 17 (text)
- (en) Diodoros Sikilia, troet e saozneg gant C.H. Oldfather, English translation, Book 4 (text)
- (en) Diodoros Sikilia, troet e saozneg gant G. Booth (1814) Al levr en e bezh. (scanned by Google)
- (en) Dornskridoù Diodoros, gant Roger Pearse
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.