Hera
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An doueez Hera a oa merc'h d'an d-Titaned Kronos ha Rea, ha gwreg ha c'hoar goshañ an doue Zeus war un dro. Bez ez eo gwarez ar gwragez, doueez ar briedelezh hag ar fealded, diwallerez ar gwilioud.
Taolenn |
[kemmañ] Hec'h anv
Ἧρα / Hêra e oa e gregach (atikeg) pe Ἧρη / Hêrê en ionieg.
[kemmañ] Gant ar Romaned
He far eo Juno, gwreg Yaou.
[kemmañ] Mojennoù
[kemmañ] Fealded
En anv ar fealded eo e vag kement a warizi ouzh ar maouezed all ha koantenned a bep seurt (hag un toullad mat a zo anezho) a vez ruilhet er gweleoù ha parkeier gant an aotrou Zeus.
Feuket e oa an itron pa oa bet Iksion ouzh he stardañ, ma oa aet da ziskuilh e droioù da vestr an doueed.
Klask a ra eveshaat he fried, pa vez gant merc'hed all, evel Io. Alies e vez chabouz en Olimp.
[kemmañ] Kasoni
Kasoni a vag ar geben-se ouzh ar vugale en deus bet he gwaz (hag un toullad mat zo anezhe) amañ hag ahont. Heskinañ a ra ar paourkaezh Herakles abalamour ma oa mab d'he gwaz, bet digant Alkmena.
An Dodekatheon |
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |