Dionysos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Dionysos pe Dionisos (Διώνυσος pe Διόνυσος e gregach) a oa unan eus doueed Hellaz kozh, mab da Zeus ha Semele. Doue ar gwin e oa. Ne oa ket o chom war ar menez Olimp gant an doueed all avat, atav e veze o kantren, pe o vambochat.
Bacchus e oa anvet gant ar Romaned.
Taolenn |
[kemmañ] Ar mojennoù
[kemmañ] Bugaleaj
Marvet e oa Semele, serc'h Zeus, ha hi dougerez. Evit saveteiñ ar bugel e oa bet tennet eus he c’hof gant Zeus ha lakaet gantañ en e vorzhed da c’hortoz an nav miz dleet a-raok bezañ ganet. Pa voe ganet e voe roet d'ar roue Athamas ha d'e wreg Ino da ziwall. Met dont a reas Hera, gwreg Zeus da c’houzout kement-se, ha ret e voe d’ar bugel tec’hel. Redek bro a reas neuze.
[kemmañ] Gwragez ha bugale
Pa oa Theseüs o tistreiñ eus Kreta gant Ariadne, lazhet gantañ ar Minotaor, en em gavas dant Dionisos en un enezenn. Lezel a reas e wreg gant an doue ha mont kuit da Aten en-dro. Ha Dionysos da gas e wreg d’an Olimp, ha da genderc’hel gant e vuhez bambocher.
Digant Althaia, rouanez Kalydon, en doe ur mab, Meleagros, a voe advabet gant pried Altea, Oineüs. Digant Afrodite en doe ur mab, Priapos.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Theoi Project, Dionysos myths from original sources, cult, classical art
- A series of casts showing Dionysos held by the Beazley Archive at the Ashmolean Museum, Oxford.
- Hymn to Dionysus, God of All Things Wild
- Iconographic Themes in Art: Bacchus | Dionysos
- Temenos of Dionysos, Hellenic polytheist site
- Thiasos Lusios, pagan Dionysian organization
- Dionysos Links and Booklist (A huge list of links.)
- DIONYSSOS - the Greek hero