Priapos
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Priapos (Πρίαπος e gregach) a oa un doue a eil renk, unan eus doueed ar frouezhusted, diwaller ar chatal, ar gwez-frouezh, liorzhoù, ha binvioù engehentiñ ar baotred e mojennoù Hellaz kozh. E mojennoù Roma e oa anvet Mutinus Mutunus.
Anavezet mat e oa abalamour d'e vell kalc'h , bepred sonn, ma komzer hiriv eus priapelezh.
Ganet e oa e Lamsakos, war lez an Hellespont, en Azia. Mab e oa da Zionisos hag Afrodite, pe, hervez doareoù all, da Hermes, pe Adonis, pe Zeus zoken.
[kemmañ] El lennegezh
[kemmañ] Azen
Aberzh un azen a blij dezhañ. Un noz, p'edo o vont da wallañ Hestia, e voe lakaet an doueez war ziwall gant hinnoadenn un azen. Da zeiz lid Hestia e vez bleuniet pennoù an ezen. Met un displegadur all a zo d'e gasoni ouzh an ezen: tabuta oa bet etrezañ hag un azen a oa bet roet ar gomz dezhañ gant an doue Dionisos, war-lerc'h un tamm skoazell en doa roet d'an doue. Kaoz a oa eus pegen hir e oa o c'halc'h. An azen ne oa ket evit Priapos, ha bazhataet e voe gant eenebour betek ar marv.