Bacchus
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bacchus eo anv doue ar gwin gant ar Romaned, mab da Yaou ha da Semele. Tennañ a ra un tamm d'an doue hellazat Dionysos, met n'eo ket ken pinvidik e bersonelezh evel hini Dionysos: ul lonker eo Bacchus, ha netra ken, doue an debordoù hag an diroll.
Klotañ a rae ivez gant an doue etrusk kozh Liber Pater, ha mesket e veze anvioù an daou zoue hag al lidoù dezhe.
Degouezhout a reas ar c'hiz da azeuliñ an doue hag ar Bachanalia, en Italia war-dro an Eil kantved kent JK. Peogwir e save dizurzh e voe berzet al lidoù gant ar Sened e 186 kent JK.
En amzer an Azginivelezh, pa vo implijet ar mojennoù hellazat eo anv Bacchus hepken a vo adkemeret, evel ma weler en anvioù al livadurioù.
Taolenn |
[kemmañ] Bacchus en arzoù
[kemmañ] Lennegezh
- Il Trionfo di Bacco e Arianna, kanaouenn eus ar XVvet kantved gant Lorenzo de' Medici, kanet gant Angelo Branduardi en e bladenn it:Domenica e lunedì
- Bacco in Toscana, ditiramb gant Francesco Redi
[kemmañ] C'hoariva
- Le Baccanti - Trajedienn Euripides
- Le Baccanti - Drama gant Erik Johann Stagnelius
[kemmañ] Delwennoù
- Bacco kizelladur gant Michelangelo.
- Bacco kizelladur gant Jacopo Sansovino.
[kemmañ] Livadurioù
- Bacchus, taolenn gant Caravaggio.
- Bacco, taolenn gant Leonardo da Vinci.
- Bacchus hag Ariadna, taolenn gant Tizian (1520-1523).
- Los borrachos o el triunfo de Baco, taolenn gant Diego Velázquez (1628-1629).
- Il trionfo di Bacco e Arianna, murlivadur gant Annibale Carracci (1597-1600).
[kemmañ] E yezhoù all
- Bacco eo an an anv italianek, ha diwarnañ eo deuet an anvioù-badez Bacolo ha Bacisio. Per Bacco zo ur sakreadenn voutin en italianeg.