Leto
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Leto (Λητώ / Lêtố e gregach), a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis hag Apollon.
Gouez da Hesiodos e oa merc'h d'an Titan Koeos ha d'e c'hoar Foebe.
Taolenn |
[kemmañ] Mojennoù
Meur a vojenn zo diwar he fenn.
- Hervez unan eus ar Meulganoù Homerek e oa gwreg Zeus a-raok dezhañ dimeziñ da Hera.
[kemmañ] Heskinerezh ha gwilioud
Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa serc'h da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant Hera, he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer Piton war-lerc'h ar paourkaezh plac'h. .
A-benn ar fin e kavas Ortigia (pe Asteria, diwar anv he c'hoar), un enezenn didud , a neuie war ar mor, kaset-degaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa ket stag ouzh douar ebet.
Nav devezh-pad e voe er gwentloù, pa deuas Ilitia, doueez ar gwilioud, da reiñ skoazell a-benn ar fin.
- Klask a reas Titios gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
- Evel he mab Apollon e oa e-tu Troia e-pad brezel Troia.
[kemmañ] e Roma
Latona a veze graet anezhi gant ar Romaned.