See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kevelouri - Wikipedia

Kevelouri

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.



Taolenn

[kemmañ] Termenadur

Ar gevelouri a zo ur stumm kevredad diazezet war pennaenn ar c'hevelerezh. Servijout ar gwellañ e berzhidi (gopridi pe arvalien) eo he fal. Diazezet eo war ar bennaenn zemokratel « un den, ur vouezh » evit an divizoù da gemer, er mod-se eo par a-fet gwir ar c'hopridi pe an arvalien.

E-touez ar c'hevelourioù, e tigemmer:

  • ar c'hevelourioù obererezh hag implij (KOI),
  • ar c'hevelourioù labour-douar,
  • ar c'hevelourioù broduiñ, da skouer ar c'hevredadoù kevelouri broduiñ (KKP) e Frañs,
  • ar c'hevelourioù beveziñ,
  • ar c'hevelourioù kred ha mikro-kred,
  • ar c'hevelourioù annezañ, da skouer re LODEF e Bro-C'hall,
  • ar c'hevelourioù kenwerzhourien,
  • ar c'hevredadoù kevelourel strollel o deur (KKSD).

E Frañs, ar frammoù kevelourel diseurt-se a vez bodet e-barzh ar Conseil National de la Coopération (CCB) (Strollad Broadel ar C'hevelerezh). El live bedel ez eo an International Cooperative Association (ICA) a vod anezho. Ar c'hevelourioù produiñ o deus un aozadur bedel dezho o-unan : The International worker cooperative federation CICOPA.

An diforc'h etre « kevelouri » ha « kenwarez » a denn muioc'h da grafoù anvelezh ha framm gwiraouel eget da ziforc'hioù war ar seurt obererezh.

[kemmañ] Istor berr

Robert Owen (17711858) a seller outañ evel tad al luskad kevelourel. Ur c'hembread anezhañ, graet ur fortun e kenwerzh ar c'hoton, Owen a soursie ouzh lakaat e labourerien en un endro dereat ma c'hellent tapout deskamant evito hag o bugale. Ar mennozhioù-se a voe lakaet e pleustr gant berzh e labouradegoù koton New Lanark, e Bro-Skos. Eno e oe voe digoret ar stal gevelourel gentañ. Broudet gant ar berzh-se e teuas dezhañ ar soñj da grouiñ « kêriadennoù keveliñ » lec'h ma 'n em dennfe ar vicherourien o-unan e-maez ar baourentez dre c'hounit o boued, sevel o dilhad hag e fin ar gont 'n em ren o-unan. Klask a reas sevel ar seurt kumuniezh en Orbiston e Bro-Skos hag e New Harmony, Indiana e Stadoù-Unanet Amerika, met d'an traoñ e yeas an div gumuniezh.

Goude m'eo gant Owen e voe awenet al luskad kevelour, tud all – evel an Dr William King (17861865) – a sammas e vennozhioù hag a reas dezho bezañ embregadusoc'h ha pleustrekoc'h. King a gave gwell dezhañ kregiñ war un derez bihan, ha meizañ a reas e rankfe ar renkadoù micherour aozañ kevelourioù diouzh o ezhommoù, setu ma 'n em roas ar c'helenn da gefridi pennañ. Diazezañ a reas ur mareadeg miziek The Cooperator e anv, ma teuas er-maez an niverenn gentañ d'ar c'hentañ a viz Mae 1828. Ennañ e gaved mesk-ha-mesk prederouriezh kevelourel ha tunioù pleustrek a-zivout merañ ur stal hervez ar pennaennoù kevelourel. King a aliae an dud da chom hep en em droc'hañ a ziwar ar gevredigezh, met kentoc'h da sevel ur gevredigezh e-barzh ar gevredigezh, ha da gregiñ gant ur stal dre m'eo « ret mat deomp mont d'ur stal bemdez gouloù evit prenañ boued ha diankajoù - perak neuze ne c'hallfemp ket mont d'hor stal-ni ? » Kinnig a reas reolennoù a skiant-vat, evel ensellet ur wezh ar sizhun ouzh ar c'hontoù, bezañ tri c'henverour, ha nag aozañ emvodoù e tavarnioù (kuit a vezañ temptet da evañ ar c'hounidoù). Ur bochad gwiaderien baour, 27 gwaz hag ur vaouez, a 'n em vodas evit stummañ ar Rochdale Equitable Pioneers Society (Kevarzhe Difraosterien Reizh Rochdale) e diwezh 1843. Difraosterien Rochdale, evel ma oad krog d'ober anezho, a embannas Pennaennoù Rochdale e 1844, m'eo diazezet al luskad kevelour warno hiziv.

Kumuniezhioù kevelourel a gaver bremañ dre ar bed a-bezh, unan eus ar skouerioù brasañ hag ar muiañ a berzh dezhañ a zo hini Mondragón e Su Euskadi (s.o. al liamm a-is). Kevelourioù o deus graet berzh e Yougoslavia da vare Tito lec'h ma voe deroet da guzulioù micherour ur roll heverk er merañ.

[kemmañ] Saviad a-vremañ

N'eo ket reizhiadek evit c'hoazh ar pennad amañ da heul, kentoc'h ez eo un heuliad skouerioù aozadurioù kevelourel / kenwarez dre ar bed.

[kemmañ] Europa

[kemmañ] Euskadi

  • Ar strollad Mondragón, en deus da obererezhioù ar c'henderc'hiñ, ar c'hred, ar c'helenn hag an imbourc'h, lec'hiet e Su Euskadi (218 embregerezh ha 71 000 goprad, un hanter anezho a zo war un dro kevrennerien). Produiñ a ra pergen titredanerezh dindan ar merk FAGOR ;

[kemmañ] Alamagn

  • Ar strollad Raiffeisen, a orin alaman, imboudet frank en Alamagn, Aostria, Benelux, Suis ha bremañ en Europa ar reter. Tennañ a ra e obererezh pergen ouzh al labour-douar hag ar bank hag ar gevrennerien a zo dreist-holl an arvalien ;

[kemmañ] Suis

  • Ar gevelouri Migros, brasañ dasparzher suis a broduioù beveziñ ;
  • Ar gevelouri Coop, eil dasparzher suis a broduioù beveziñ.

[kemmañ] Sveden

[kemmañ] Frañs

  • Ar c'havioù kevelourel o deus ur plas bras war ar produiñ gwin, lakaet er-maez gwiniegi Bourgogn hag hini Bourdel
  • A-drugarez da gevelourioù implij dafar labour-douar (KIDLD) eo aveet ar braz eus an dieien dizalc'h
  • La Nef
  • ar fornigelloù Godin diazezet gant Godin e kêr Guise e-lec'h ma veze annez ar c'hopridi en ur savadur gant stalioù-kenwerzh ha servijoù-stroll.

[kemmañ] Breizh

Ur plas heverk o deus bet ar c'hevelourioù beveziñ (bet ganet e dibenn an 19vet kantvet e keodedoù micherour An Oriant, Sant-Nazer, Naoned, Felger, Brest...). Tapet lañs ganto goude an eil brezel-bed gant stalioù-karter Coop o anv (betek 30% eus ar prenañchoù er Morbihan), e oa bet unanet o rouedadoù etre 1946 ha 1973 ha stummet ar c'hevread UCB, a oa e sez hag e sanailhoù en Oriant. Gant kevezerezh ar gourmarc'hadoù e oa kroget an diskar : freuz-stal disklêriet e 1982, ha barnet an dibennfreuzañ 4 bloaz war-lerc'h. E tachenn al labour-douar hag ar servijoù kellidel e chom bras lodenn ar c'heveliñ. Ur bezañs arouezel a zo ivez tro-dro d'ar sevenadur.

  • Coopagri ensezet e Landerne
  • Even, kevelouri leonat treuzfurmiñ produioù al laezh (Plouzeniel)
  • CMB, bank ur Breton diwar tri
  • Coop Breizh, dasparzher madoù sevenadurel
  • Roudour, kevelouri stummañ e brezhoneg krouet e 1995 en Uhelgoad
  • Sebaco, kevelouri sevel-tier
  • Chrysalide, kevelouri obererezh hag implij (Pont-'n-Abad ha Brest)

[kemmañ] Reter-Nesañ hag Afrika

[kemmañ] Asia ha Meurvor Habask

[kemmañ] Japan

Loc'het e 1897, al luskad kevelourel a voe frammet e 1921, dindan renerezh Toyohiko Kagawa. Abaoe 1962 eo unanet dindan an anv NadaKobe, deuet da vezañ Co-op Kobe e 1991. Ar stalioù beveziñ a sav niver o izili da 9 milion a diegezhioù, da lavaret eo 20% anezho.

[kemmañ] Amerika

[kemmañ] Stadoù-Unanet

Bez 'ez eus en tu-hont da 300 kevelouri produiñ er Stadoù Unaned, a vod muioc'h eget 3 500 den hag a c'han muioc'h eget 400 milion $ gounid dre vloaz. Stankoc'h en em gavont er biz, war an aod kornôgat ha Midwest an hanternoz. Ar braz anezho a zo aferioù bihan, gant un nebeut anezho brasoc'h mat ha brudet. Un toullad mat a aparchant da c'hennadoù ar c'henwerzh hag ar servijoù.

[kemmañ] Kebek

  • Luskad Desjardins(Caisse populaire Desjardins) Kevelouri espern
  • Rouedad Coopsco Kevelourioù e metoù ar skol

[kemmañ] Gwelet ivez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -