Jakez, mab Zebede (abostol)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jakez le Majeur zo unan eus an daouzeg abostol o deus heuliet Jezuz Krist. Graet e vez « Jakez, mab Zebede » anezhañ en Testamant Nevez (Mari Salome eo anv e vamm). Lakaet eo bet da sant gant an Iliz katolek. Kustum e vezer da envel anezhañ Jakez ar C'hoshañ abalamour ma oa unan eus ar re gentañ, ar re henañ, e-touez abostoled ar C'hrist. Evel se e c'haller lakaat kemm etre eñ hag an abostol all « Jakez mab Alfe ». Breur an abostol Yann ha graet e vez Boanerges anezhe o-daou er Bibl, da lavaret eo « Mibien ar gurun » (Mazhev IV:21-22).
[kemmañ] Levrlennadur
- Abad Georges Berson, Avec saint Jacques à Compostelle ISBN 2-220-05603-1
- Ferdinand Soler, Guide pratique du Chemin de Saint-Jacques de Compostelle ISBN 2-84454-334-0