Sant
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur sant zo un den a azeuler goude e varv, er relijion gatolik dreist-holl, dre an abeg ma talv e vuhez da skouer d'ar gristenien all.
A-bouez eo bet ar sent en istor ar gatolikiezh, ha santelaet eo bet an ebestel gentañ, hag ar bibien gentañ.
[kemmañ] Sent Breizh
Sent Breizh avat, dre ma ne heulient ket ar boazioù roman, n'eo ket bet anavezet o santelezh gant pibien Roma. Met ne vire ket ouzh ar bobl d'o enoriñ.
Anavezet eo sent kozh Breizh dre ar Buhezioù (Uitae) savet gant o diskibien ha menec'h er Grennamzer.
Skrivet eo bet Buhez ar Sent evit reiñ o skouer vat d'ar bobl.
[kemmañ] Troioù-lavar
- Bezañ ur sant, ur gwir sant: kaout vertuzioù ur sant, bezañ madelezhus pe kaout pasianted, gouzañv hep klemm.
- Hennezh a oa nec'het, Evel Sant Pêr en e bec'hed.