See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Blotadur (yezhoniezh) - Wikipedia

Blotadur (yezhoniezh)

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Er yezhoniezh e vez implijet an termen blotadur (saoz.: lenition, diwar al latin "lenis") war tachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus un doare kemmadur kensonennel kavet e meur a yezh dre ar bed, en o zouez ar yezhoù keltiek, ma vez "blotaet" pe "gwanaet" ur gensonenn, da lâret eo e teu ur gensonenn fortis da vezañ ur gensonenn lenis, da skouer [f] → [v]

Meur a doare blotadur ez eus hervez ar c'hemmoù kensonennel resis, en o zouez emañ an daoreoù pennañ-mañ:


  • Dilec'hiadur: kollet pe kemmet e vez al lec'h distagañ a-orin, da skouer [s] → [h];
  • Diverradur: dont a ra da vezañ kensonennoù eeun kensonennoù hir, da skouer [k:] → [k];
  • Koll taol troc'h-avel: dont a ra da vezañ distaget evel kensonennoù eeun kensonennoù distaget kent gant un taol troc'h-avel, da skouer such as [k’] → [k]

Bez' e c'hell ur gensonenn mont da get penn-da-benn dre vlotadur.


A-gevret gant an heñveladur ec'h eo ar blotadur unan eus an doareoù pennañ ma kemm ar yezhoù a-hed ar amzer.

Ar blotadur a c'hell talvezout da berzh yezhadurel ur yezh bennak, evel da skouer ar c'hemmadurioù er yezhoù keltiek, pe talvezout a c'hell da displegañ ur c'hemm a-hed ar wezh, da skouer ar fed ma teuas da vezañ mouezhiet ar c'hensonennoù dre serriñ divouezh latin e spagnoleg, d.s. vitavida (buhez").

Er yezhoù keltiek, ar brezhoneg en o zouez, da gentañ-holl e veze blotaet kensonennoù etrevogalennek da gentañ evel ma c'hoarvezas gant ar c'hensonennoù etrevogalennek latin e spagnolek. Tamm-ha-tamm avat ec'h eas ar c'hemm blotadur-se war ledanaat betek ma veze levezonet gantañ ivez kensonennoù o vont dreist da bevennoù ar gerioù, da skouer -V # C - V- . War un dro e veze kollet merkoù yezhadurel ha dont a reas da vezañ ar blotadur da gaout un arc'hwel yezhadurel en o lec'h.

Setu ur skouer tennet diwar gouezeleg Skos: evel e brezhoneg e vez merket ar benel unander gant ar blotadur goude ar ger-mell, d.s. bean > a’ bhean ([bɛn] > [ə vɛn]: "maouez" > "ar vaouez") keit ha ma vez merket ar gourel unander gnt ar c'hemmadur mann, d.s fear > am fear ([fɛr] > [əm fɛr] "gour" > "ar gour").

Ez-istorel avat e veze merket an nominativel er hengeltieg gant lostgerioù: gourel "-os"; benel "-a". Setu neuze penaos eo ber adsavet diorroadur istorel arc'hwel yezhadurel a.vremañ ar blotadur en degouezh-mañ:

sind + fer → sindos feros → ind fer → in fer → an fear → am fear

sind + ben → sinda ḃena → ind ḃen → in ḃen → an bhean → a' bhean


[kemmañ] Gwelit ivez:


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -