Benead Norcia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Sant Benead eus Norcia (Nursia e latin) a zo bet un urzhier er vanac'herezh kristen er Vvet kantved. N'anavezer ket mat e vuhez pe n'eus nemet Kendivizoù sant Gregor Bras evit he deskrivañ, un daou c'hant bloaz goude. Goude bezañ bet abad ul leandi kelligel e Subiaco e tiazezas ur seurt manac'herezh nevez e Menez Kasino e-lec'h ma lakaas da sevel ur manati brudet . Sevel a reas Reolenn Sant Benead a reas berzh bras e Europa a-bezh. (Sell Urzh ar Veneaded).
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Diwar skrid sant Gregor e c'heller divinout e c'hellfe bezañ bet ganet Benead war dro 480 e Norcia en ur familh nobl a oa hec'h annez ordinal e Roma. Ur c'hoar c'hevell a oa dezhañ hervez sant Beda, santez Skolastika hec'h anv. Dilezel a reas e studioù war e c'hwezek pe driwec'h bloaz pa sante ne oa ket ar studi un hent evit mont d'ar santelezh, un hent evit kouezhañ en islonk a grede-eñ kentoc'h. Gant ar garantez e nefe santet evit ur vaouez e vije bet strafuilhet ivez.
War-dro 519 e kejas gant ur manac'h, Romanus,hag e oe kendrec'het gantañ kemer un dilhad burell ha mont da benitiour en ur c'hev e-lec'h e reseve un tammig boued ur wech an amzer degaset gant e vlenier.
Pa oe strewet ar brud e oa ur burzhuder anezhañ e teuas menec'h Subiaco e proviñs Ombria, evit goulenn ma 'z afe da abad o manati. Siwazh e trenkas an traou etrezo ken e klaskas un nebeut leaned e lazhañ gant bara binimet.
[kemmañ] An abad brudet
Goude bezañ dilezet e venec'h direizh e kreskas e vrud diouzh ar burzhudoù niverus a veze roet keloù eus outo. evel a reas e traoñienn Subiaco (traoñienn ar stêr Aniene) trizeg aabati gant daouzeg manarc'h hag un abad enno. Evit kaout un aozadur efedusoc'h ha bleniañ ar venerc'h war hent servij Doue e skrivas ur reolenn. (Sell a-is). Mervel a reas en abati Menez Kasino e proviñs Frosinone e Su Ombria. . En Patrom:12vet kantved e oe savet e Subiaco un abati bras dediet da eñvor sant Benead, hini ar Sacro Speco.
[kemmañ] Reolenn sant Benead evit kondu ar venec'h hag an abaded
Pa oa e abati Menez Kasino e savas sant Beneas ur reolenn ("Regula") e latin gant 73 mellad enni evit termeniñ buhez relijiel ha nan-relijiel ar venec'h ha meradur an abatioù. Kemeret en doa un harp war reolennoù sant Yann Gasian ha sant Vazil. Muioc'h eget an hanter a bled gant kondu ar venec'h evit mont da skol Doue hag petra ober e-keñver ar venec'h direizh, ur c'hard a zo evit reolennoù an azeuliñ, un degved evit aozadur an abati hag penaos dibab ar pennoù hag un degved all evit termeniñ kondu reizh an abad. Dre vras e veze rannet deizioù ha nozioù asamblez etre teir rann : hini an azeuliñ hag ar benn, hini al labour evit ar manati hag hini ar c'housket. Dre ma lakae ur pouez bras a-walc'h war al labour sant Benead e kinnige un hent evit ur mont en dro ingal ken e c'helle an abati tennañ frouezh eus e c'hlad, douaroù peurvuiañ hep ankounac'hat ar produioù a c'hellfe bezañ fardet diwar ijinerezh ar venec'h evito hag evit bezañ gwerzhet.
[kemmañ] Berzh an abatioù beneadad
Pa kinnige reolenn sant Benead ur c'hempouez etre ar gred hiniennel hag ar vuhez a-stroll koulz ar c'hempouez etre ar vuhez hervez ar relijion hag al labour. Plijout a reas ar reolenn da Hilberzh Iañ hag e reas-eñ an urzh da sevel abati Sant-Jerman-war-ar-prajoù e Pariz war-dro 540. Pelloc'h e oe savet an abatioù bras-mañ :
- Abati Salzbourg (Aostria) savet e 714
- Abati Prüm (Alamagn) savet e 721
- Abati Fulda (Alamagn) savet e 744
- Abati Sant-Gall (Swis), lakaet dindan reolenn sant Benead e 747 (diazezet e 612)
- Abati Brantôme (Bro-C'hall), savet diwar intrudu Karl Veur e 769
- Abati Sant-Gwenole Landevenneg lakaet dindan reolenn sant Benead e 818
- Abati Vézelay (Bro-C'hall) savet e 861
- Abati Cluny savet war-dro 910
- Abati Kêrgent (Bro-Saoz), lakaet dindan reolenn sant Benead war-dro 960
- Abati Melk (Aostria) savet e 1089
- Abati Cîteaux (Bro-C'hall), savet e 1098
- Abati Clairvaux (Bro-C'hall), savet e 1115
- Abati nevez Menez Kasino (Italia), savet e 1408
- Abati Santez-Maria-an-Trugarez e Istanbul, e karter Galata, lakaet dindan reolenn sant Benead e 1427
- Abati Sant-Maur savet e 1621. Dre urzh ar Roue gall Loeiz XIV e vodas dindan e veli an abati-se an holl genvreuriezhoù beneadad e Bro-C'hall
[kemmañ] Urzh ar beneadezed
[kemmañ] Sant Benead, patrom Europa
Anavezet eo sant Benead evel ur sant koulz gant an Iliz Katolik Roman hag an Ilz Reizhkredennour. Gwelet e vez gant lod ar gristenien evel patron Europa.