Kosovo
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Republika e Kosovës Република Косово / Republika Kosovo Republik Kosovo |
|||||
|
|||||
Kêr-benn | Prishtina |
||||
---|---|---|---|---|---|
Kêr vrasañ | Priština | ||||
Yezh(où) ofisiel | Albaneg, Serbeg | ||||
Gouarnamant | |||||
- Prezidant | Fatmir Sejdiu | ||||
- Kentañ ministr | Hashim Thaçi | ||||
Dizalc'hded | diwar Serbia | ||||
- Diskleriet | 17 C'hwevrer 2008 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 10.887 km² | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2005 | 2,2 vilion ([[Roll ar broioù dre o foblañs|]]) | ||||
- Stankter | 220/km² ([[Roll ar broioù dre stankter o foblañs|]]) | ||||
Moneiz | Euro (€)1 (EUR ) |
||||
Gwerzhid-eur | CET (UTC+1) | ||||
- Hañv (Eur hañv) | CEST (UTC+2) | ||||
Kod kenrouedad | |||||
1. Dinar Serbia a vez implijet a-wechoù en ennezadoù serbiat hag e hanternoz Kosovo. |
Kosovo (Albaneg: Kosovë pe Kosova; Serbeg: Косово и Метохија or Kosovo i Metohija, ivez Космет pe Kosmet) a zo ur vro eus ar Balkanioù nevez-embannet he dizalc'hded ganti (17 a viz C'hwevrer 2008.
Anavezet eo bet ez-ofisiel gant meur a riez all, met reoù all o deus nac'het e ober pa seblant dezho ar fed kontrol d'ar gwir etrebroadel.
- Riezoù o deus anevezet dizalc'hted Kosovo
- Afghanistan, Alamagn, Albania, Aostria, Breizh-Veur, Bro-C'hall, Italia, Kroatia, Latvia, Stadoù-Unanet, Turkia
- Riezoù o deus nac'het m'eo bet embannet an dizalc'hted hervez al lezenn etrebroadel
Serbia (ar riez ma oa ar vro staget outi), Bulgaria, Kanada, Kiprenez, Roumania, Rusia, Spagn
Bet eo bet Kosovo ur broviñs e su Yougoslavia (ha Serbia dizalc'h da-c'houde) melestret gant Aozadur ar Broadoù Unanet abaoe 1999. Tra ma veze anavezet beli Serbia war ar vro gant ar gummuniezh etrevroadel ne rene ket anezhi. Renet eo bet Kosovo gant Kefridi ar Broadoù Unanet e Kosovo hag an Aozadur da C'hortoz ag Emc'houarnamant. Gant ar c'hKFOR eo gwarantet ar surentez.
Kosovo he deus harzioù gant Serbia, Montenegro, Albania ha Republik Makedonia. Ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ eo Priština. Ur boblañs a 2,1 milion a dud he deus ar vro. Kenaozet eo gant Albanianed dreist-holl gant ur vinorelezh a Serbed, a Durked hag a Vosniaked.
Un tabut taer a zo bet etre ar gouarnamant serb (hini Yougoslavia a-raok 2006) hag ar boblañs albanat bloavezioù-pad.
Taolenn |
[kemmañ] Douaroniezh
Gant ur gorread a 10,912km² hag ur boblañs a vuioc'h eget daou vilion a dud a-raok enkadenn 1999 he deus Kosovo harzoù gant Montenegro war-du ar gwalarn, gant kreiz Serbia war-du an norzh hag ar reter, gant Republik Makedonia war-du ar su ha gant Albania war-du ar mervent. Savet e oa bet hec'h harzioù a-vremañ e 1945.
Ar c'herioù brasañ a zo Pristina, ar gêr-benn gant 600,000 annezad, ha Prizren er mervent gant 120.000 annezad. Pemp kêr arall o-deus muioc'h eget 50.000 annezad. Kevandirel eo hiniad Kosovo, gant hañvioù tomm ha goañvioù yen.
Div gompezenn ez eus e Kosovo : Metohija/Rrafshi i Dukagjinit, lec'hiet e kornôg ar broviñs ha kompezenn Kosovo (Albaneg: Rrafshi i Kosovës, Serbeg: Kosovska Dolina) er c'hreiz.
Menezek eo darn vrasañ tachennad Kosovo. Lec'h uhelañ a zo Deravica/Gjeravica (2 656 m) lec'hiet er mervent, e-kichen an harzioù gant Montenegro hag Albania Menezioù Sar (Albaneg: Mali i Sharrit, Serbeg: Šar Planina) a zo lec'hiet er su hag er gevred, war an harzioù gant Makedonia. Unan eus ar rannvroioù touristelañ er vro eo.
Daouhanteret eo ar vro gant ar Menezioù Milliget (Albaneg: Bjeshkët e Nemuna, Serbeg: Prokletije). En norzh, war an harzoù gant kreiz Serbia, e kaver ar menezioù Kopaonik. Kreiz ha reter ar vro a zo tuchennek kentoc'h eget menezek.
Meur a stêrioù ha lennoù ez eus e Kosovo. Ar stêrioù brasañ eo an Drin(Albaneg: Drini i Bardhë, Serbeg: Beli Drin) a red war-du Mor Adria, ar Sitnica, ar Morava e rannvro Gollak hag an Ibar (Albaneg Ibër). Al lennoù pennañ eo Badovc er biz ha Gazivoda er gwalarn.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Henamzer
E-pad an amzerioù rak-istorel e oa annezet Kosovo, war a seblant, gant div sevenadur distag. E Metohija hepken e kavjod bezioù eus maread an arem ha maread an houarn. Goude donedigezh an indez-europeiz e voe o chom an Dhrased hag an Iliryaned er vro. Ar meuriadoù pennañ a oa an Dardani hag an Triballi. Aloubet e voe su Kosovo gant Aleksandr Meur ha staget ouzh Rouantelezh Makedonia. An norzh a chomas frank betek an aloubidigezh roman e 28 kt J-K. N'eo ket sklaer, avat, hag e voe ebarzhet e proviñs Moesia pe daouhanteret etre Moesia ha Dalmatia.
Diokletian a grouas proviñs Dardania war-dro 284 ha lakaat a reas he c'hêrbenn e Naissus (Niš hiziv). Pa voe disrannet an impalaeriezh roman e 395 e yeas ar rannvro d'un darn eus Impalaeriezh roman ar Reter.
[kemmañ] Krennamzer
[kemmañ] An aloudabegoù bras
E-pad ar VIIvet kantved e erruas ar Serbed en tachennadoù m'emañ Kosovo a-vremañ warno. Bleiniet gant ur penn, - anvet "an arc'hont dianav" er mammennoù bizantat -, en em staliat war-dro 630 hag en e oa slaved er rannvro adalek ar VI{{vet]] pe zoken ar Vvet kantved. Da gristen e yejont etre ar VIIvet hag an IXvet kantved. Etre 867 ha 874 e voe ar re ziwezhañ gounezet d'ar feiz nevez. Gwalarn ar vro, Hvosno a yeas d'un darn eus priñselezh Rascia, ur stad serbiat dindan beli Kergustentin hag a oa e gêr-benn Dostinik.
E fin an IXvet kantved e voe ar vro a-bezh aloubet gant an Impalaeriezh vulgarat Gentañ. Daoust ma adstagas Serbia Metohija e-pad an Xvet kantved e tistroas peurrest Kosovo da Vizantion pa 'z eas da ziskar an Impelaeriezh vulgarat. E fin ar c'hantved e aloubas Samuil Bulgaria ar vro a-bezh adarre. He c'hontroliñ a reas betek distrujadur e riez gant ar vizantiz. E 1040-1041 en em savas ar slaved a-enep Bizantion met, daoust ma dalc'hjont ar vro e-pad ur prantad, faezhet e voent.
E 1072 e arnodas ur bochad Slaved, bleiniet gant un uhelad lec'hiel, George Voiteh, da adsevel an impalaeriezh vulgarat. Gervel a rejont hêr diwezhañ tierniezh Comitopuli - priñs Duklja Konstantin Bodin eus tierniezh Vojislavljevic, mab Mihailo Voislav, roue Serbia. Aloubiñ a rejont an holl broviñs Bulgaria. Kurunet e voe Konstantin Bodin Tsar ar Vulgariz e Prizren. Goude un nebeut a verzhioù, avat, e voe faezhet e Pauni ha bac'het e 1073 gant ar Vizantiz.
[kemmañ] Stagidigezh ouzh Serbia
Staget e voe Kosovo ouzh Serbia dindan ren Tierniezh Voislav. E 1093 e aloubas ar priñs Vukan Lipljan. An impalaer bizantiat zeuas da Zvečan da varc'hata, met terriñ a reasVukan an arsav-brezel ha faezhiñ a reas niz an impalaer Yann Komnenos. Goude e drec'h e aloubas Kosovo a-bezh. E 1094 e arnodas an impalaer Alexios Iañ Komnenos da varc'hata adarre hag ur peoc'h a voe sinet ha prizonnidi a voe eskemmet. Vukan a argasas an impalaeriezh adarre e 1106 avat. Faezhiñ a reas al lu bizantiat, met mervel a reas kent bet peuraloubet ar vro.
E 1166 e yeas un uhelad eus Zeta, Stefan Nemanja da briñs-meur Rascia. Diazezout a reas tierniezh Nemanja hag aloubiñ a reas darn vrasañ Kosovo e-pad un emsavidigezh a-enep an impalaer Manuel Iañ Komnenos.. Faezhiñ a reas lu ar priñs veur diaraok, Thomir, e Pantino, e-kichen Pauni. Trec'het e voe Stefan gant ar Vizantiz, met goude marv Manuel Iañ Komnenos. e kevreas gant Hungaria hag e 1180 e aloubas Kosovo da vat.
Gant e vab Stefan II a Serbia e voe peurechuet an aloubidigezh e 1208 goude stagidiezh Prizren ha Lipljan
[kemmañ] Rouantelezh Serbia
E 1217 e voe anavezet rouantelezh Serbia hag e 1219 e voe krouet un iliz ortodoks serbiat emren. Hvosno, Prizren ha Lipljan ha yeas d'hec'h eskoptioù. Peć a oa he sez met e-pad an XIIIvet kantved e voe diblaset da Žiča.
E-pad an XIIIvet kantve e yeas Kosovo da greizenn bolitikel, sevenadurel ha relijiel ar riez serbiat. Aloubet e voe e 1291 gant an datared met diarbennet e voent gant ar roue Stefan Milutin. Hemañ a renas betek 1331 pa voe diskaret gant e vab Stefan Dušan.
[kemmañ] An impalaeriezh serbiat hag an despotiezh
Dindan ren Stefan Dušan e yeas d'un impalaeriezh rouantelezh Serbia. Ne dreuzvevas ket d'he c'hrouer, avat. Goude 1355 e voe disrannet etre meur a briñselezh c'hladdac'hel a oa roue Stefan Uroš V divarrek da gontroliñ. Tierniezh Mrnjavčević a zalc'he Kosovo. Kinniget e oa, avat, gant Voislav Voinović a voe faezhet gant Vukašin Mrnjavčević e 1369. Goude Emgann Marica, d'ar 26 gwengolo 1371, ma voe lazhet ar breudeur Mrnjavčević gant an Otomaned, e voe aloubet gant Đurađ I Balšić, priñs Zeta a stagas Prizren ha Peć. Peurrest ar vro a yeas da zarn tachennad an dierniezh Lazarević.
An Otomaned a aloubas ar vro e 1389. O stourm a reas ur c'hevread kristen bleinet gant Lazar d'ar a viz Mezheven e-pad Emgann Kosovo e Gazi Mestan, e-kichen Pristina. Lazhet e voe Lazar ha distrujet e voe e lu. Miloš Obilić, ur brezelour serbiat, a zeuas a-benn da vuntrañ ar sultan Mourad Iañ ha ret e voe d'e warlerc'hiad Beyazid kilañ da startaat e c'halloud. Daoust ma chomas Serbia frank e voe gwanaet gant he faezhidigezh hag marv darn vrasañ he noblañs.
Er XVvet kantved e voe dalc'het Kosovo gant Tierniezh Branković a skoazellas an Otomaned a-enep Skanderbeg hag e gevreidi hungariat e 1448. D'ur gwaz eus an impalaeriezh otoman e yeas ar vro neuze betek stagidigezh Serbia e 1459.
[kemmañ] Sujidigezh Otoman
An Islam a degasas an Otomaned ganto. Tra ma voe ar gristenien keodedourien ag an eil ren ne voent ket heskinet en un doare gwir. En o zouez e tute an impalaeriezh darn vrasañ e gardidi. An iliz serb a voe divodet e 1532, met gwirioù ispisial a viras ar gristenien ha adsavet e oe Patriarc'hat Peć e 1557. Un darn eus ar Serbed a voe gouneszet d'ar feiz nevez, met al lodenn vrasañ eus ar vuzulmaned a oa Albaniz a grogas d'en em staliañ er vro. E fin an XIXvet kantved e oa an albanat ar bobl niverusañ er vro.
E-pad ar brezel 1683-1699 e voe aloubet Kosovo gant an Aostrianed gant skoazell ar penn-eskop Pjetër Bogdani (un albanat). Adaloubet e voe gant an impalaeriezh otoman e 1690 avat hag d'un niver bras a serbiz e voe ret tec'hout kuit eus ar vro.
Divodet e voe ar Patriarc'hat Peć e 1766. Da galz gwashoc'h eyeas pleg ar gristenien neuze.
[kemmañ] Amzer a-vremañ
E 1871 e voe ur c'hendalc'h serbiat bras e Prizren. Ennañ e komzjod evit ar wech gentañ a-zivout adaloudabeg Kosovo. Goude-se e krogas priñselezh Serbia d'ober raktres evit adstagañ ar broviñs.
E fin brezel Turkia-Rusia 1877 - 1878 e voe roet Priština ha Kosovska Mitrovica da Serbia tra ma vire Turkia peurrest ar vro. Da wareziñ o gwirioù e furmas an Albaniz Kevread Prizren e Prizren. Kentrollañ a reas 300 penn-bras albanat eus Kosovo ha kornôg Makedonia. Harpet e oa ar c'hevread gant ar sultan abalamour d'e ideologiezh islamek ha peogwir ne oa ket e intent disrannañ Kosovo diouzh an impalaeriezh. Da enebiñ ar gristenien e yeas an emsav ha rediañ a reas Serbiz niverus da dec'hout kuit eus ar vro. Pouezañ a reas galloudoù ar c'hornôg war an impalaeriezh otoman evit ma gwasko an emsav, ar pezh a reas. Sevel a reas an Albaniz ur gouarnamant da c'hortoz neuze, met faezhet e voent goude tri bloavezh a vrezel. Un emsavidigezh nevez a c'hoarvezas e 1910. Da Gevread Prizren e fell unvanniñ ar peder rannvro albanat ha sevel ur riez albanat dizalc'h. D'n amzer-se e oa albanat 40% eus poblañs Kosovo hepken hag un darn vras anezhi a oa enebet ouzh an emsav.
E 1912, goude ar Brezeloù Balkanek e voe staget darn vrasañ ar vro ouzh Rouantelezh Serbia tra ma stage [[rouantelezh Montenegro Metohija (Albaneg: Traonienn Dukagjini). Un darn vras eus ar boblañ albanat a dec'has kuit deus ar vro tra m'en em stalias kalz familhoù serbat enni. Raktresoù a voe aozet gant ar gouarnamant serbat evit adtrevadenniñ ar vro.
E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe Kosovo ar rannvro diwezhañ aloubet gant Aostria. An Albaniz a skoazellas an Aostriz a zalc'has ar vro betek 1918. Pa zeuas ar Serbed en-dro e 1918 e heskinjont anezho ha torfedoù niverus a rejont outo.
Goude ar brezel e voe ebarzhet Kosovo er riez nevez furmet dre unvaniezh Serbia ha Montenegro : Rouantelezh ar Serbed, Kroated ha Slovened.
[kemmañ] Rouantelezh Yougoslavia hag an Eil Brezel-Bed
Etre 1919 ha 1929 e kreskas adarre kenfeur ar Serbed er boblañs tra ma tigreske hini ar pobloù arall. Disrannet e voe ar vro e peder kontelezh. Teir anezho ( Zvečan, Kosovo ha Metohija ar Su) a oa darn eus Serbia tra ma oa Metohija an Norzh un darn eus Montenegro. E 1922 e tisrannas un adreizhadur anezhi e teir proviñs : Kosovo, Rascia ha Zeta. E 1921 en em glemmas an Albaniz ouzh Kevredigezh ar Broadoù ha goulenn a rejont unvaniezh ar broioù albanek met nac'het e voent. Aozañ a rejont un emsav armet, Kachak e anv, a oa e bal da adunvaniñ tout ar broioù albanek ouzh rouantelezh Albania.
E 1929 e yeas ar rouantelezh da Rouantelezh Yougoslavia ha disrannet e voe Kosovo etre banatoù Zeta, Morava ha Zardar. Padout a reas ar rouantelezh betek and aloudabeg alaman e 1941.
Darn vrasañ Kosovo a yeas d'un darn eus Albania a oa d'an amzer-se dalc'het gant Italia. Ar peurrest a yeas da Vulgariaha da Serbia (dalc'het gant an alamaned). Diarbennet e voe kalz serbiz deus ar vro e-pad ar marevezh-se. Ur rann-arme SS albanat voe tutet er vro e 1944, ar rann-arme Skanderbeg. Enep emsaverien e voe implijet dreist holl hag he zalvoudegezh vilourel a oa gwan tre.
Goude konianidigezh Italia e 1943 e kemeras Alamagn kontrol ar vro. Goude meur a emsavidigezh e voe frankizaet ar vro gant emsaverien gommunour albanat ha serb e 1944. Ebarzhet e voe e Serbia a yeas d'un darn eus Republik Gevreel Yougoslavia.
[kemmañ] Kosovo en eil Yougoslavia
Savet e voe Kosovo d'ur broviñs emren e-barzh Republik Poblek Serbia, un izel eus Republik Kevreel Poblek Yougoslavia. Nebeut a emrenidigezh wir a oa ganti, avat. Pa yeas ar vro da Republik Sokialour Kevreel Yougoslavia ha Serbia da Republik Sokialour Serbia e 1953, hepken, e c'hounezas Kosovo e emrenerezh diabarzh. Muioc'h a c'halloud a zegemeras e 1972 pa vez embannet ur vonreizh nevez. Da brezidant e yeas e benn hag dezhañ e voe roet ur sez er bennrenerezh gevreel. An hevelep galloudoù hag ur republik gevreet en-doa neuze hag en e chome, hervez al lezenn, un darn eus Serbia. An albaneg hag ar serbeg a oa e yezhoù-stad.
Er bloavezhioù 70 e kerc'has un emsav albanek da c'hounit ur statud a republik wir tra ma kroge un vinorelezh anezho da stourm evit ur stad dizalc'h. Gwasket e voent gant ar galloud komunour, avat. E-pad ar marevezh-se e kreskas kenfeur an albaniz er boblañs. Tric'hementiñ a reas o niver tra ma chome stabil hini ar serbiz. Efed ar fiñvadeg-se a voe e furme an albaniz 80% ar boblañs e deroù ar bloavezhioù 80.
E 1981 e teraouas ar studierienn da vanifestiñ eit ma vo savet Kosovo d'ur republik wir e-barzh Yougoslavia. Da gabaduiloù e yejont buan ha daoust ma voent gwasket e voe trubuilhoù e-pad an holl zekvloaziad, ar pezh a vroudas ar Serbed a chome da zivroañ. E fin ar bloavezhioù 80 e krogas ar gouarnamant serb da c'houlenn ma vo adsavet aotrouniezh ar stad kevreel war ar broviñs.
[kemmañ] Brezel Kosovo
E 1987 e kasas prezidant Serbia, Ivan Stambolic, Slobodan Milošević da beoc'haat ar Serbed a felle dezho strishaat statud emrennigezh ar broviñs. D'o skoazell e tivizas hemañ, avat. D'ar 28 a viz Even 1989 e reas ur brezegenn e-tal da 1 000 000 Serb edo o gouelañ Emgann Kosovo. Enni e abegas disrannadurioù e-barzh Yougoslavia. Un tammig goude se, e 1990, e voe strishaet emrenerezh Kosovo gant parlamant Serbia ha goude disrannidigezh Slovenia e 1991 e implijas Milošević sez Kosovo, a gontrole, da gemer ar galloud e-barzh ar bennrenerezh.
Aozañ a reas an Albaniz un emsav disranner peoc'hek. An dilennadegoù a voikotjont ha skolioù kuzh a savjont. Ur gouarnamant kuzh a voe aozet ha d'an 2 a viz Gouere 1990 e embannas ur parlamant dilezennel Kosovo d'ur vor dizalc'h. Nag gant ar gouarnamant nag gant ar broioù arall e voe anavezet, avat. E miz Gwengolo an hevelep bloaz e voe votet ur vonreizh gant ar parlamant nann-ofisiel hag e 1992 e voe aozet ur referendum gantañ a oa eveshaet gant sellerien etrevroadel met na voe ket anavezet nag gant ar broioù arall na gant ar gouarnamant serb. 98% ar voterien a voe a-du gant dizalc'herezh ar vro.
Goude fin ar brezel e Kroatia hag e Bosnia e stalias ar gouarnamant serbat repuidi e Kosovo.
Goude an Emglev Dayton e aozas albaniz un emsav brezelig, an UÇK a stourmas ouzh ar polis serbat. Respontiñ a reas homañ ha kreskiñ a ra niver al lazhidi nann-milourel. Broioù ar c'hornôg a bouezas war Serbia hag he rediañ a reas da embann un arsav ha da lemel hec'h arme deus un darn eus ar vro. Ne badas ket, avat ha d'ar 16 a viz genver 1999 e kavjod krofoù 46 albanat lazhet gant an nerzhioù serbat e keriadenn Racak. Rediañ a reas broioù ar c'hornôg ar serbiz da varc'hata e Rambouillet met nac'hañ a rejont a re-mañ da sinañ an emglev peogwir e roe d'an AFNA gwir da gas soudarded e-barzh ar broviñs.
Bombeziñ a reas AFNA Serbia e-pad 78 devezh. En deroù n'argasas nemet gwennoù milourel e Kosovo met evelma gile ket Serbia e krogas da vukañ uzinoù, pontoù, ha savadurioù melestradurel e Serbia end-eeun. Goude 78 devezh e lamas kuit Serbia he lu eus ar vro hag a voe dalc'het gant AFNA
E-pad ar brezel e tec'has kuit ur milion ag Albaniz eus ar vro hag meur a viliad a voe lazhet. Un diemglev ez eus a-zivout niver hag orin an dud lazhet. Krediñ a reer e voe lazhet 10.000 - 12.000 ag Albaniz ha 3.000 a serbiz. 3.000 a dud a vank. 2.500 anezho a zo albanat hag ar re arall a zo rom pe serbat dreist holl. 47.5 eus an albaniz ha 59.5% eus ar Serbed a zo kuitaet ar vro e-pad ar brezel. Goude m'en doa en em staliet AFNA e yeas en dro an Albaniz.
Goude donedigezh AFNA e repuas 250,000 a serbiz e Serbia, tra ma chome 120.000 anezho er vro. N'int ket distroet ar repuidi-se rak aon o-deus da vezañ heskinet gant an Albaniz ha fiziañs ebet o-deus ouzh ANFA.
[kemmañ] Politikerezh
Diviz 1244 Kuzul Surentez Aozadur ar Broadoù Unannet en-deus lakaet Kosovo dindan melestradurezh da c'hortoz ABU betek ma vo divizet petra e vo he statud fin. En deus roet galloudoù bras da UNMIK met aliet en-deus outi da aozañ ur gouarnamant emren. Da Serbia e ro perzh ebet e Kosovo hag adalek 1999 n'int ken talvoudek al lezennoù serbat e-barzh ar vro. Ur mandad distag en-deus AFNA da virout ar peoc'h e Kosovo.
E mae 2001 e embannas UNMIK ur vonreizh da c'hortoz a grouas an Aozadur da C'hortoz ag Emc'houarnamant. Abaoe 2001 en-deus roet UNMIK muioc'h a c'halloudoù a-nebeudigoù dezhañ met miret en-deus ar re a vez o perc'henn ouzh ar riezoù dizalc'h hepken evel an aferoù etrevroadel pe an difenn. Bez ez eus kuzulioù-kêr hag ur polis evezhiet gant UNMIK.
Hervez ar vonreizh da c'hortoz he-deus kosovo ur parlamant a 120 ezel. Enderc'hel a ra ugent sez miret evit ar serbiz ha dek evit ar minorelezhioù nann-serbat (Bosniat, rom...). Gant ar parlamant e vez dilennet ar prezidant hag ar ministr kentañ.
Ar strollad politikel brasañ er vro a zo Kevread Demokratel Kosovo. E orin en-deus en emsav nann-feuls a-enep Milosevic e-pad ar bloavezhioù 90. Gant Ibrahim Rugova e oa bleiniet betek e varv e 2006. An daou strollad bras arall o-deus o gwriz en UCK : Strollad Demokratel Kosovo bleiniet gant ar penn-brezel kozh Hashim Thaci ha Kevread evit Dazont Kosovo bleiniet gant Ramush Haradinaj. An embanner Veton Surroi en-deus krouet un strollad politikeel distag, "Ora." e an, e 2004. Ar serbiz a grouas al Listenn Serbat evit Kosovo ha Metohija met boikotiñ a reaont gouarnamant ar vro ha nac'hañ a reont da seziñ er parlamant.
Er miz du 2001 e c'hoarvezas an dilennadeg gentañ dindan eveshiadenn an OSCE. Goudezi e furmas an holl strolladoù ur gevread vras hag Ibrahim Rugova a zilenjont da brezidant ha Bajram Rexhepi da vinistr kentañ.
Goude dilennadegoù ar miz Here 2004 e furmas Kevread Demokratel Kosovo ha Kevread evit Dazont Kosovo ur gouarnamant asambles. Ramush Haradinaj a yeas da vinistr kentañ tra ma chome Ibrahim Rugova prezidant.
Ramush Haradinaj en deus dilezet e bost a vinistr kentañ pa voe tamallet da vezañ un torfedour-brezel gant al Lez-barn-kastizañ evit Yougoslavia e miz meurzh 2005. Bajram Kosumi(Kevread evit Dazont Kosovo) a gemeras e blas met dezhañ e voe bet ret emzigargañ goude marv Ibrahim Rugova e miz genver 2006. Gant Agim Ceku e voe erlec'hiet. Ar parlamant a zilennas Fatmir Sejdiu (Kevread Demokratel Kosovo) da brezidant. Slaviša Petkovic, ministr ar C'humuniezhoù hag an Distro, a zo ezel serbat nemetañ Kuzul ar vinistred.