See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Jan Mayen - Wikipedia

Jan Mayen

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Jan Mayen
Jan Mayen

Enez Jan Mayen, un darn eus Rouantelezh Norvegia, a zo un enez tanveneziek eus 373 km² lec'hiet e Meurvor skornek Arktika. Gant skornegoù eo goloet an darn vrasañ anezhi. Disrannet eo e div lodenn liammet gant un strizh-douar a 2.5 km : Nord-Jan ha Sør-Jan. Lec'hiet emañ 600 km war-du an norzh eus Island, 500 km war-du reter Greunland ha 1000 km war-du ar c'hornôg eus aod Norvegia. Meneziek eo an enez. He lec'h uhelañ a zo ar Beerenberg (2,277 m). Er strizh-douar e kaver an div lenn vrasañ an enez : Sørlaguna ha Nordlaguna. Un trede lenn ez eus : Ullerenglaguna.

[kemmañ] Armerzh

Peadra naturel ebet ez eus e Jan Mayen. Liammet eo an oberiantiz armerzhel ouzh an diazezlec'hioù hiniourel ha skinwel lec'hiet war an enez. Un dachen-nijal a 1585 m he-deus met porzh mat ebet ez eus war hec'h aodoù. Ur greizenn-balumeta e voe etre 1633 ha 1640 met echuiñ a reas an dra-se pa yeas ar valum reizh eus Greunland hogozik da get. Un tabud etre Danmark ha Norvegia a-zivout ar c'helc'hiad-pesketa war-dro an enez a voe diskoulmet e 1988. Degemerout a reas Danmark darn vrasañ anezhi.

Un darn eus Norvegia eo Jan Mayen ha renet eo gant gouarnor kontelezh Nordland hag-en en-deus rener an diazezlec'h un aotrouniezh strizh war an aferoù lec'hiel.

[kemmañ] Kevredigezh

An annezidi nemeto a zo izili al lu norvegiat hag an servijou hiniourel norvegiat. 14 a dud a vez o chom en enez e-pad ar goañv met daougementiñ a c'hell ar boblañs e-pad an hañv pan' eus ezhomm da zresañ an danvezioù. C'hwec'h miz pe ur bloavezh e chom an dud ha kemmet e vezont e mizioù Ebrel pe Here. Kefridi ar soudarded a zo ober war-dro an diazezlec'h LORAN. Er geriadenn Olonkinbyen e annezont.

Gant ur Hercules C-130 eus an aerlu roueel norvegiat eo liammet an enez ouzh Diazezlec'h-nij Bodø. E Aerporzh Jan Mayen e vez o touarañ. Evel ma n'eus ardivink merdeerezh ebet e Jan Mayen ne c'hell douarañ ar c'hirri-nij nemet pa vez brav an amzer ha boutin eo evito da vezañ rediet da zistreiñ da vBodø hep douarañ. Douget e vezont an traou pounner dre lestr e-pad an hañv.

D'an enez e oa bet roet ar c'hod ISO SJ hag ar c'hod internet .sj . N'eo ket implijet, avat.

[kemmañ] Istor

Dizoloet e oa bet an enez en un dore sur e 1614 hag en e oa bet weladennet, hervez andonoù'zo, meur a wech a-raok. Un nebeut ag istorourien a gred e oa tizhet Sant Brendan an enez er VIvet kantved. Posupl eo e anaveze ar vikinged an enez.

Krediñ a reer en-doa weladennet Henry Hudson an enez e 1607 ha Hudson's Tutches pe Touches e voe anvet gantañ. E 1611 e anvas balumerien eus Hull anezhi Trinity Island. E 1612 e anvas Jean Vrolicq anezhi Île de Richelieu hag e 1614 John Clarke hec'h anvas Isabella.

Eus an izelvroat Jan Jacobs May van Schellinkhout a zilozoas anezhi e tenn an enez hec'h anv a-vremañ. E 1882 - 1883 e reas un ergezhadeg aostriek kartennoù peurglok an enez. Betek ar bloavezhioù 1950 e voe implijet o c'hartennoù. Etre 1900 ha 1920 hemolc'herien a dremenas meur a c'hoañvioù e Jan Mayen da hemolc'h lern glaz met da ral e yeas an anevaled buan a-walc'h ha dilezet e voe an enez adarre.

An diazezlec'h hinourel kentañ a voe staliet e 1921 gant Norvegia a stagas an enez ur bloavezh diwezhatoc'h. Un darn eus ar rountelezh e voe graet dre ul lezenn ag ar 27 miz c'hwevrer 1930. Ne voe ket aloubet an enez e 1940 met an hinourien a zevas an diazezlec'h. Distreiñ a rejont e 1941 gant soudarded d'e sevel adarre. E 1943 e savas an amerikaned un diazezlec'h-sellaouiñ, Atlantic City e anv, da spiañ ar c'haozoù alamagn.

Goude ar brezel e voe adstaliet an diazezlec'h hinourel en Atlantic City met diblaset e voe d'ul lec'h arall e 1949. Skingomz Jan Mayen a c'hoarie n roll bras er merdeerezh er mor skorneg hag pa divizas an AFNA da aozañ urouedad Loran-C e 1959 e stalias un diazezlec'h en Enez. Peurechuet e voe e 1961.

E-pad un amzer hir e krede e oa marv ar menez-tan Beerenberg. E 1970 e tedarzhas, avat, ha brasaat a reas an enez a 3 km². Dislonkadennoù arall a oa e 1973 ha 1985.



 
Tiriadoù tramor Norvegia
Enez Bouvet · Jan Mayen · Tir ar Rouanez Maud  · Enez Peter I  · Svalbard


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -