Bosnia-ha-Herzegovina
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bosnia-ha-Herzegovina a zo ur riez eus ar Balkanoù en Europa ar su, dindan ur gorread a 51 129 km², gant ur boblañs a 4 milion bennak a dud. An anv a zo e yezhoù ofisiel ar vro Bosna i Hercegovina (pa reer gant al lizherenneg latin) pe Босна и Херцеговина (pa reer gant al lizherenneg kirillek). Alies a-walc'h e vez krennet anv ar vro e Bosnia, BiH pe БиХ.
Teir c'henel a ya d'ober ar vro-se: Bosniaked, Serbed ha Kroated. Evit ober anv eus annezidi ar vro hep delc'her kont eus pobl orin an dud e vez graet gant Bosniad (liester Bosniz).
Sarajevo eo ar gêrbenn hag ar gêr vrasañ.
Div gevanenn a ya d'ober framm ar stad: Kevread Bosnia ha Herzegovina hag ar Republika Srpska.
[kemmañ] Liammoù diavaez
|
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Izili |
|
||||||
Arsellerien |
|