Sark
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sark (saozneg : Sark ; galleg: Sercq ; sarkeg: Sèr) a zo un enezenn e Mor Breizh. Emañ e-touez an Inizi Angl-ha-Normand.
610 den a zo o chom en enezenn vihan-mañ.
Difennet eo ar c’hirri. Traktourien ha marc’hoù-houarn a vez implijet gant an dud.
Parlamant an enezenn zo ennañ 52 ezel.
[kemmañ] Tremen d'an demokratelezh
Kregiñ a reas Sark da zisavelañ e reizhiad gladdalc'hel d'ar 4 a viz Gouere 2007 evit mont diouzh Kendivizad Europa war Gwirioù Mab-den. Ret eo lâret ar vreudeur Sir David ha Sir Frederick Barclay, pec'henned pinvidik-mor an Daily Telegraph, zo deuet da vezañ fondatourien nevez an enezennig Brecqhou (prenet 2,3 milion lur e 1993) [1] hag ar reizhiad gladdalc'hel ne glotfe ket a-feson gant o aferioù.
Al lod brasañ eus ar vodadenn a c'hall bezañ dilennet e 2009.[2] Izili breujoù an enezenn a savas a-du evit ur gambr gant 30 ezel, en o zouez 28 dilennet. Asantet e voe ar c'hempenadur lezenniñ d'an 9 a viz Ebrel 2008 gant ar C'huzul Privez.[3] An dilennadegoù kentañ vo savet e miz Kerzu 2008 hag ar gambr nevez a gembodo e miz Genver 2009.[4][5][6]
[kemmañ] Daveoù
- ↑ After 450 years, feudal outpost votes for democracy, pellskrid Associated Press reprise dans USA Today, [1].
- ↑ Democratic Revolution, The Economist, 14 Gouere – 20 Gouere, 2007
- ↑ Sark democracy plans are approved, BBC News Online, 9 Ebrel 2008
- ↑ A Revolution Not Televised, Time.com, 17 Genver, 2008
- ↑ After 443 years, Sark gets democracy, The Bugle, Episode 13, January 2008. The Bugle is a satirical podcast of the Times Online.
- ↑ Sark agrees switch to democracy, BBC News Online, 22 C'hwevrer 2008