Krennamzer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur prantad eus istor Europa eo ar Grennamzer. Hervez boaz an istorourien e krog gant diwezh an Impalaeriezh roman e 476 (digarget e voe gant ar Vandaled Romulus Augustulus, impalaer roman diwezhañ) hag e echu e 1492 (kavadenn Amerika gant Kristol Goulm (Christoforo Colombo).
Ar barzh italian Francesco Petrarca (1304-1374) eo an hini kentañ en-deus meneget ur medium aevum. Evitañ hag evit an Humanisted e oa ar prantad diaraok hini ar sevenadur gotek, da lavaret eo ur sevenadur ne brizie ket kenedelezh an Henamzer. Ul lavarenn disprizañ e oa hag eo chomet e-pad pell.