See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Profed - Wikipedia

Profed

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour un doue pe un diougan hag ur seurt divinour eo. Dont a ra an termen eus ar gresianeg προφήτης (profetis).
Evel kannad un doue e teu, sañset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskuliañ ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reoù e relijion, ar feizad a wel ar brofeded all evel faos.

Ar profed n'eo ket un divinour ordinal, rak hennezh a ziskulia dazont an den pe an toullad tud o deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue emañ ar profed hag e embann ma ra hervez e volontez. A-enep da venozioù e gempredidi e ya ar profed, seul vui e embann kemennoù ha dañjeroù da ziwall dezho.

E metoù ar yuzeviezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-lavar "Ar Brofeded" evit levrioù ar Brofeded a gaver e Bibl (e lodenn an Testamant Nevez evit ar gristenien). Troidigezh ar ger Neviim eo, da lavaret eo liester nabi. (נביא)
N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levrioù-se gant ar yuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted.

  • Pa vez kaoz eus ar Profed e levrioù a denn d'an islam, un dave da Mohammed eo.
  • Ar Profed a zo ivez tiltl ul levr skrivet gant C'halil Djubran (1883-1931), ur skrivagner libanat.
  • Ar Brofeded ( (نبيّ [nabīy], profed, liester أنْبياء [anbiyā']) eo titl sourad XXI ar C'horan.

Taolenn

[kemmañ] Un nebeud profeded all

  • Zaratoustra, profed persat, diazezer ar mazdegezh (628-551 kent Jezuz-Krist).
  • Mahâvîra (Vardhamana), profed persat, diazezer ar jainegezh (599-527 kent Jezuz-Krist.)
  • Bouddha (Siddhârta Gautama), diazezer indian ar voudaegezh (war-dro 560-480 kent Jezuz-Krist).
  • Mani (Manès) profed persat, diazezer ar manikegezh (216-277 goude Jezuz-Krist.).
  • Mohammed , profed arab, diazezer an islam (570-632). Er C'horan e kaver anvioù un toullad profeded.
  • Joseph Smith, profed amerikan, diazezer ar mormoned

(1805-liñchet e 1844),

  • Ar Bâb (Sayyid Ali Muhammad), profed persat, diazezer ar babiegezh (1819-1850).
  • Baha'ullah (Mirza Hosaynali Nuri), profed persat, diazezer ar bahaiegezh (1817-1892).

[kemmañ] Profeded an Testamant kozh

Sell ouzh pennad war Levrioù ar Brofeded ar Bibl.

[kemmañ] Profeded an Testamant nevez

Jezuz Nazaret a zo lakaet evel profed koulz ar C'hrist (an olevet) hag ar Mesia.

En Testamant nevez, en Aviel, e weler meneget meur a wech Yann-Vadezour evel ur profed , hag ur wech e lavavar Lukaz (II- 36-38) eus ar brofedez Hannah (Anna) hag hi un intañvez kozh o prezegenniñ e-barzh Templ Jeruzalem diwar-benn Jezuz-Krist.

Meur a wech ez eus kaoz eus profeded disanv hag int a zo tud o-deus resevet donezonoù digant ar Spered santel.

Pa vez kaoz eus profeded all, re an Testamant kozh eo.

[kemmañ] Profeded an islam

Er penn kentañ e kaver Mohammed a lavar eo-eñ siell ar profeded (kompren ar profed diwezhañ) p'en deus lakaet ar C'horan da vezañ diskuliet.

N'eus nemet 25 profed ha roet o anv er C'horan. En ur hadith (bomm-lavar Mohammed pennaouet goude e varv) eo bet meneget m'eo bet ur profed evit pep pobl hag 124 000 en holl. An hini kentañ a zo bet Ada hag ar re vrasañ, a-raok Mohammed, a zo bet Noe, Abraham, Moizez ha Jezuz.
Meneget eo er C'horan ivez, meur a rasoul(rasûl) (kannad) hag en o zouez patriarched ha n'int ket gwelet evel profeded er Bibl.

En sourated XXI (Ar Brofeded), IV (Ar maouezed), et III (`Imran) eo bet meneget profeded e roll an "dud reizh" (الصَّالِحِين [aṣ-ṣāliḥīn]).

Ada (III; 33)
(آدم [ādam])
Enok (XXI; 85)
(إدريس [idrīs], Idrîs)
Noé (VII ; 61)
(نوح [nūḥ], Nuh)
Abraham (XIX ; 41)
(إبراهيم [ibrāhīm], Ibrâhîm)
Ismael (IV ; 163)
( إسماعيل [ismā`īl], Ismâ`îl)
Lot (XXVI ; 162)
(لوط [lūṭ], Lût)
Izaak (XXXVII ; 112)
(إسحاق [isḥāq], Ishâq)
Yakob (IV ; 163)
(يعقوب [ya`qūb], Ya`qûb)
Joseph (XII)
(يوسف [yūsuf], Yûsuf)
Moizez (VII ; 104)
(مُوسَى [mūsā], Mûsâ)
Aaron (IV ; 163)
(هارون [hārūn], Hârûn)
Job (IV ; 163)
(أَيّوب [ayyūb], Ayyûb)
Jonaz (XXXVII; 139)
(يونس [yūnas], Yûnas)
Salaün (Testamant kozh) (IV ; 163)
(سُلَيْمان [sulaymān], Sulaymân)
David (IV ; 163)
(داوود [dāwūd], Dâwûd)
Iliaz (XXXVII ; 123)
(إِلْيَاس [ilyās], Ilyâs)
Elize (VI; 86)
(اليَسَعَ [al-yās`a], al-Yâs`a)
Ezekiel (XXI; 85)
(ذَو الكِفْل [δū'l-kifl], Dhû'l-Kifl)(

Meneget evel profeded en Testamant nevez nemetken :

Zakaria (tad da Yann-Vadezour) (XXI; 89)
(زَكَرِيَّا [zakarīyā])
Joachim (III)
(عمران [`imran], `Imran)
Yann-Vadezour (III; 39)
(يحْيى [yaḥyā], Yahyâ)
Jezuz Nazaret (III; 49)
(عِيسى [`īsā], `Isâ)

Profeded arab a zo, un nebeud anezho meneget er Bibl ha pep hini a zo bet profed evit ur meuriad arab.

Hûd profed an `Aded (VII; 67)
(هود [hūd])
Jethro profed ar Vadianed (VII; 85)
(شُعَيْب [šu`ayb],: Chu`ayb)
Sâlih profed an Thamûd (VII; 73)
(صالح [ṣāliḥ])

"An hini diwezhañ a zo Mohammed. Pep profed a zo bet skarzhet eus egumuniezh ha distrujet eo bet homañ gant Doue...Biskoazh n'hon-eus kastizet ur bobl a-raok m'hon-eus kaset ur profed dezhi".

Koran (XVII ; 15)

[kemmañ] Sell ivez


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -