See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 8 - Wikipedia

Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 8

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

Mat-tre ha dedennus e kavan da bennadoù zo prop-tre. Al live yezh implijet ganit a gavan mat ivez. Reizhet em eus un nebeud traoù en da bennadoù a-wechoù a yae gant spered ar pezh a rez a gav din (un nebeud fazioùigoù yezh, cheñch ur gerig bennak ivez a-wechoù pa gave din e oa unan a oa implijetoc'h pe sklaeroc'h); geriadur an Here zo talvoudus-tre ivez. Fulup 18:29, 04 Jul 2005 (UTC)

-- Gallout a rez pellgargañ un difazier evit netra (ha kalz traoù talvoudus all) war lec'hienn an Drouizig : http://www.drouizig.org/drouizig. Fulup 12:56, 05 Jul 2005 (UTC) --Fulup 25 C'hwe 2006 da 11:09 (UTC)

Taolenn

[kemmañ] Dwb hirded ar pennadoù

Plijet on bet o welout niver ar pennadoù o kreskiñ ken buan dre intrudu Neal ha e hetan dit ur degemer mat. Koulskoude e kavan eo re verr meur a bennadoù. Evel ma lavarer, n'eo ket ar Wikipedia ur geriadur.
Pep a bennad war ar vogalennoù a dlefe bezañ teuziet evit sevel unan, memestra evit ar verboù hag all. Diverkañ a ran ar frazennoù am eus savet dwb an "trefoedach" pa n'eo reizh laoskel ur pennad ken treut ha ne welan ket e pe lec'h eo posubl kas anezhañ pa n'int ket degemeret e-barzh ar pennad "rannyezh".
Ch. Rogel 17:50, 26 Apr 2005 (UTC)

[kemmañ] difaziañ (?)

Salut dit Neal,

n'emaon ket a-du ganit, met ma ne fell ket dit implijañ ar peurunvan e skrivin ma c'hinnigoù er bajenn kaozeadenn a-raok ober ar chenchamentoù.

Un dra a zo sur ha n'eo ket marteze, te a zo un den hegarat, ha plijus eo labourat ganit

Paotr 21:11, 30 Apr 2005 (UTC)


[kemmañ] treiñ ar ger hamas

  • Gwir eo n'eo ket aes treiñ ar ger hamas en ur ger hepken. Ar skouerioù a roez tennet eus geriadurioù saoznek ha gallek a ziskouez mat pegen skoemp eo treiñ ar ger-se. Reiñ a reont un aridennad gerioù mui pe vui kevatal met netra resis. Lakaet em eus jourdoul abalamour da daou ster ar ger-mañ evel ma vez displeget e geriadur an Here : 1. Mall bras ha joaus peurliesañ. 2. Nerzh ober diwar youl. Mar kavez gwell eget jourdoul n'em eus netra a-enep. Marteze e vefe tu da ouzhpennañ an termen gred ivez evel ma kinnigez evit heñchañ an traoù un tammig muioc'h. --Fulup 30 Gen 2006 da 09:00 (UTC)

[kemmañ] Ken George

Salut, je viens de lire ton commentaire sur le wiki anglais là. Je suis bien sur d'accord qu'une personne peut bien formuler une théorie sur le cornique quelle que soit son origine ; mais la raison pour laquelle on discute la question de la naissance de Ken George est qu'on l'avait inclu dans la catégorie en:Category:Natives of Cornwall... puis Mr Everson l'en a écarté en expliquant que George serait “ apparemment ” né en Angleterre. Voilà ; mes excuses pour n'avoir répondu ni plus tôt ni en breton ! QuartierLatin1968 17 Meu 2006 da 04:25 (UTC)

Well, fair enough. It certainly wasn't my idea to have a "Natives of Cornwall" category to start with, and I felt rather unhappy about it after it did appear. I actually started a page on en:List of Cornish people that explicitly includes anybody of Cornish birth, longtime residence, or affinity. Perhaps you could raise your qualms on en:Category talk:Natives of Cornwall. I'd be happy to back you up. QuartierLatin1968 17 Meu 2006 da 23:57 (UTC)

[kemmañ] Newspeak

Brav e vije ober meneg eus an "newspeak", lakaet da "novlang(ue)" e galleg e pajenn Orwell. Daoust ha ne vije ket ret treiñ ar romant penn-da-benn evit gouzout gant peseurt ger ober? betegout e teuje troer arc'hoazh da ober gant ur ger all? Ma, rediomp anezhañ da ober gant ar ger a zibabimp amañ. Nevezyezh? Kinnigoù arall?Bianchi-Bihan 1 Mar 2006 da 11:36 (UTC)

  • Ezhomm zo eus nevez yezh evit implijoù all. Evit deskrivañ yezhoù bet ijinet gant Mab-den evel an Ido, ar C'hlingoneg pe an esperanteg. Ret eo kaout ur ger dibar na servijo nemet evit 1984. Perak ket nevlavar ? --Fulup 7 Meu 2006 da 19:10 (UTC)

[kemmañ] Patrom

Trugarez, dit! An dra-se a felle din kaout, just a-walc'h, war skouer an hini a oa war da bajenn, met ne ouien ket penaos ober.Rognogno 6 Meu 2006 da 08:33 (UTC)

[kemmañ] Neptuekaat notadur an amzer

[kemmañ] Etrefas

  • Penaos emañ da etrefas bremañ ? Me eo distro c'hoazh e saozneg ul lodenn eus ar pezh zo er marzh dindan al logo ha mat eo pep tra er restr treiñ. Ne gomprenan seurt ebet ken. --Fulup 6 Ebr 2006 da 21:26 (UTC)

[kemmañ] Medalenn

Ma doue, pebezh enor ! Ar wech kentañ din 'barzh ma buhez. N'ouzon ket petra da lavaret. Ar gumuniezh a c'hallfe reiñ kemend-all dit m'eus aon. Spi am eus hepken ne echuimp ket tout gant hor bruched medalennet-holl evel jeneraled kozh an URSS gwechall. :)) --Fulup 26 Meu 2006 da 13:26 (UTC)

[kemmañ] Saozneg

(o tennañ da bennadoù diachu gant tammoù chomet war ar stern ha war wel e saozneg, galleg pe yezhoù all) Mat eo, tennañ a rin. Met ne oan ket bet plijet o vezañ kaset da vale pa'm boa graet an evezhiadenn. Bianchi-Bihan 14 Ebr 2006 da 14:56 (UTC)

[kemmañ] Poent kreiz

Graet Salud. Marteze az po c'hoant kenderc'hel da gempenn un tamm ar pennad-mañ Poent kreiz bet krouet gant al liper chopinoù gwechall. Kempennet em eus an doare skrivañ atav. Tu a vo krouiñ ar rummad katalaneg ha marteze ouzhpennañ rummadoù all (doere-skrivañ, poentaouiñ...). Marteze e kavi liammoù da reizhañ evit klotañ gant ar pezh zo bet troet ganin ivez. --Fulup 18 Ebr 2006 da 16:03 (UTC) - graet eo bet --Neal 18 Ebr 2006 da 16:38 (UTC)

[kemmañ] Queer Nationalism

Neal, thanks for translation of the article from English! :) Vanrozenheim

[kemmañ] sexual dimorphism

Salut dit, Dre ma teues da vezañ arbennik war an tem-se, penaos vije tu da dreiñ "sexual dimorphism" e brezhoneg? "Dimofiegezh reizhel"? Evit ar pennad war Kim Stanley Robinson eo... Trugarez, Benoni 20 Ebr 2006 da 22:51 (UTC)


ober a rafen-me kentoc'h gant daouvorfiegezh a-benn leuskel ar rakger di(z)- evit ar nac'hañ, d.s. beli > diveliour. --Neal 21 Ebr 2006 da 06:43 (UTC)

[kemmañ] [Mediawiki-i18n] Internationalisation news

  • sholem-aleykhem Neal! We have started a new campaign to update the localization files. If you can help improuving the "{{int:Allmessages}}" – ‎"Roll kemennoù ar reizhiad"‎ files "LanguageBr.php" and "MessagesBr.php" to run the Breton projects please log in at [1], change the interface to the language of your prefrence at [2], go to Betawiki:LanguageBr.php and MessagesBr.php and / or Betawiki:LanguageYi.php and MessagesYi.php at section "contact persons" and list your name. We can start with the new messages translated already and continue step by step.‎
  • If you are on IRC please visit the channel #wikipedia-BiDi.‎
  • For other "LanguageXx.php" and "MessagesXx.php" files please see Betawiki:category:Internationalization. Thanks in advance! Best regards and gut-shabes Gangleri · T · m: Th · T 13 Mae 2006 da 01:14 (UTC)

[kemmañ] Hevel (termenadurezh: lesbia(ez)

Petra eo an hengoun, ar boaz? Gant heñvelrevelezh eo evel gant denelezh: den, denel, denelezh. Bianchi-Bihan 2 Ebr 2006 da 07:30 (UTC)

n'eo ket nag an hengoun nag ar boaz met ar reolennoù morfologel reizh. skuizh e oan pa'm boa goulennet-se. anat eo ar patrom. trugarez n'eus forzh penaos. graet am eus a-benn ar fin gant heñvelrelezh (<heñvelrevel) rak eeunoc'h (sklaeroc'h) ha berroc'h eo ar stumm-se. --Neal 2 Ebr 2006 da 08:22 (UTC)

ober a rez gant lesbianed. N'em eus ket studiet an traoù se gwech ebet. Met graet e vez ar c'hemm peurvuiaén etre italianed hag italianezed. Peseurt kemm etre lesbianed ha lesbianezed? Bianchi-Bihan 2 Ebr 2006 da 10:18 (UTC)

ober a ran gant lesbianed evit un abeg sklaer-tre hag aezet da gompren d'am soñj: en italia ez eu tud a vez great italian oute pa vezont goured hag italanezed pa vezont maouezed. e brezhoneg e vez savet, ez-morfologel, an anvioù gwregel diwar an anvioù gourel puerluiesañ dre ouzhpennañ un -ez. ma reer gant lebianez e teu diwar ur wrizienn lesbian- (ha n'eo ket un anv-gwan, rak lesbianel an hini eo). ha piv eo an dud-se neuze? e berr gomzoù, n'eus abeg ebet evit implijout ur wrizienn lebina- rak n'eus ket, dre ret, eus al lebianed disheñvel diouzh al lesbianezed. n'eo ket ret implijout al lost ger -ez pa gomzer eus maouezed ha zoken pa achu ar ger gant -an. merc'h a vez lâret ha n'eo ket merc'hez: ha peseurt diforc'h a vefe etre merc'hed ha merc'hezed hervezout? marteze e vefe mat dit studial seurt traoù neuze ma'c'h out ken dedennet gante. ha c'hoant 'tues e kasfent dit ur roll kentelioù diwar-benn ar bolitikerezh-yezh hag ar rev? gwir eo eo chomet berr war an dachenn-mañ ar brezhoneg betek-hen (pelloc'h kalz eoo aet ar c'hembraeg...)--Neal 2 Ebr 2006 da 10:32 (UTC)

[kemmañ] nebeud ha nebeut

Desket em boa e oa "nebeut" un anv-gwan (d.s. "un nebeut tud") ha "nebeud" un anv-kadarn ("ro din un nebeud") dres evel "mat" ha "mad". Ha faos eo?--Neal 23 Meu 2006 da 07:39 (UTC)

  • Ya, ar gwir zo ganit : nebeud a skriver gant D pa vez anv-kadarn. Met just a-walc'h pa lavarer un nebeud tud, nebeud zo anv-kadarn, evel ar ger bern e-barzh ur bern tud. Ha pa vez implijet nebeut hep ger-mell dirazañ e vez adverb : re nebeut e labour, daou gilo war-bouez nebeut.--Llydawr 23 Meu 2006 da 21:27 (UTC)
    • trugarez vras dit. gellet em bije mont da glask en ur geriadur da gentañ e gwrionez.... ar pezh a zo, daoust ha ma vez implijet dres e evl ma lârez-te (ar gwir a zo ganez pen-da-benn), n'on ket sur e vefe reizh an dielfennadur yezhadur a gaver, da skwer e geriadur an here, o lakaat nebeud hervez an implij... m'enfiñ, n'on ket o vont da dabutal war ar poent-se. trawalc'h eo din goût penaos o implijout herevz reolenoù ar reizhskrivañ +--Neal 24 Meu 2006 da 07:50 (UTC)

[kemmañ] Skoazell

Demat.

Afer m'eus eus ag un den kalonek ha saozneger a-zoare evit lakaat "Affaire de Plévin" e Saozneg.

A galon .

Klaod

war Wiki gallek :ClaudeLeDuigou

82.246.52.119 27 Mae 2006 da 07:49 (UTC)

[kemmañ] Kumunioù Mor-Bihan

Demat.

Echuet eo al lañs.

Mont a ran d'ober un tamm kousk. Tomm-spontus an amzer en Oriant.

A galon.

Klaod. Kadbzh 2 Gou 2006 da 11:46 (UTC)

[kemmañ] Galiza en cornique

Je copie la remarque suivante depuis kw:Talk:Galisi:

Si tu pardonnes ma faible connaissance du breton, je te réponds en français. Bref, il y a des tas de toponymes sur la Wikipédia cornique qu'on avait dû introduire assez spontanément, au besoin. Certains toponymes se cornicisent très simplement ; d'autres nécessitent un peu de reflection ; d'autres encore sont peu adaptables à la cornicisation. Bon. Quant à la Galice, on a suivi la règle ordinaire selon laquelle une terminaison latine en -ia devient en cornique -i (c.à.d. -y en orthographe unifiée, -i en orthographe commune). Si, la terminaison est -ia et en espagnol et en galicien (à côté de Galiza là, il faut l'admettre) tout comme en anglais, en italien, en allemand... D'ailleurs en cornique commun, on n'a pas de « z ». Il faut évidemment écrire soit Galisi soit Galisa. Le premier me semble plus naturel.

Je te prie de me pardonner si j'ai mal entendu tes remarques en breton. QuartierLatin1968 16 Eos 2006 da 19:02 (UTC)

[kemmañ] Kool, Raoul

Ma mamm he-doa graet kafe. Stac'hanovour n'on ket. :-))) A galon. Klaod.Kadbzh 27 Her 2006 da 15:28 (UTC)

Wang Jinxi-our kentoc'h 'michañs +--Neal 27 Her 2006 da 15:47 (UTC)
Petra an diaoul e c'hella bout ??? Kadbzh 27 Her 2006 da 16:16 (UTC)~

Trugarez. Kadbzh 27 Her 2006 da 16:18 (UTC)

Laka un tammig sell ouzh ar bajenn-mañ (ul lec'hienn dispar ma zo!) [3]--Neal 27 Her 2006 da 16:38 (UTC)
Ya, kavet oa bet ganin, setu perak oa bet skrivet "trugarez" ganin... Un haroz n'on ket, re aonek on... Kadbzh 27 Her 2006 da 16:46 (UTC)
"Genel":
  • Hennezh a oa (bet) ganet d'ar ....
  • Honnezh he-doa ganet ur mab...

Bet gwiriekaet tuchant gant ma mamm. A galon. Klaod Kadbzh 28 Her 2006 da 12:28 (UTC)

[kemmañ] Klaoustre

A-benn nebeut e vo tizhet an 10 000vet pennad war ar wiki e brezhoneg. Ha ma vije klasket bezañ an 50vet yezh o tizhout al live-se? Vije ket fall, nann? Evit ar mare emañ an albaneg un tammig dirazhomp. Greomp ur striv evit e tibaseal, da skouer o krouiñ pep hini un 10 bajenn 'bloavezh' (1300, hag all) an devezh. Seurt pajennoù a zo aes da grouiñ en ur vunutenn dre kopiañ-pegañ. A galon, Benoni 29 Her 2006 da 11:55 (UTC)

[kemmañ] AN 10 000 PENNAD

N'ouzon ket piv a ra war-dro ar stal, met mat e vije kensevel ur pennad-brudañ da gas d'ar c'hazetennoù. D'am sonj n'eus ket mall bras, met ret eo en em soñjal buan a-walc'h memes tra. Gallout a rafe pep hini kas d'an holl gelaouennoù gallek ur pennadik-berr-berr DIVYEZHEK evel-henn: -10 000 pennad e brezhoneg e WIKIPEDIA. Un deiz istorel eo bet ar 1añ a viz Du 2006 evit brezhonegerien ar Genrouedad (hag ar re all!): tremenet eo niver ar pennadoù brezhoneg e WIKIPEDIA dreist da 10 000 a-raok fin an deiz. Gant se eo bremañ an 50-vet yezh en holloueziadur-se, dirak an albaneg (51-vet) hag an holl yezhoù keltiek all, an iwerzhoneg o tont da ...-vet, hag ar c'hembraeg da ... .

Doareoù all da ober a c'haller sonjal enne: ret e vije reiñ ur chomlec'h hag un niverenn bellgomz d'ar gazetennerien. Bianchi-Bihan 1 Du 2006 da 23:41 (UTC)

[kemmañ] Votiñ

War ar wiki galleg, evit kaout ar gwir votiñ ez eo ret kaout d'an nebeutañ 50 "edit" ha bezañ enskrivet war ar wiki a-raok penn-kentañ an diviz. N'ouzan ket ma 'z eus tu gwiriañ kement-mañ war ar wiki brezhoneg? Benoni 8 Du 2006 da 12:25 (UTC)

[kemmañ] wiki galleg

Demat dit ha trugarez. Met n'ouzon ket ma c'hellez ober kalz traoù e gwirionez, peogwir emañ ar gudenn war ar wiki galleg. Marteze e c'hellfes kelaouiñ ar wiki etrevroadel eus ar c'hudennoù grevus-tre a zo war ar wiki e galleg, hag a zo dalc'het gant broadelourien gall taer-tre. Evit displegañ berr-ha-berr ar gudenn:
- dibaoe mizioù ez eus tabutoù war ar wiki galleg a-enep d'ar rummadoù a denn da Vreizh ha da Wallonia (stil : Catégorie:Historien breton, hag all) : diverket e vezent raktal gant ar merourien o lavar e oant rannvroelour. Hervezho n'ez eus ket istourien breizhat, met nemetken istorourien gall (pe belgat)...
- Dibaoe ur miz ez eus un diviz a zo bet savet tro-dro d'ar gudenn-se : [4] An diviz a zo bet taer-tre, met deuet hon a benn da silañ ur vot evit goulenn e vije aotreet rummadoù ha na vijent ket da live ur Stad. Ar vot-se a zo ar c'hinnig 3: [5]
- Krog eo ar vot dibaoe ur sizun, ha betek derc'h e oa va c'hinnig war-nes bezañ digemeret!!! Ar vroadelourien c'hall o deus neuze kroget d'ober bruderezh fall evit na dremenfe ket ar vot, dre kontaén gevier, hag all (da skouer er "bistrot"). Hag en un taol ez eo bet eilpennet ar vot! Setu ma 'z on me aet eus ma zu d'ober bruderezh evit ar vot war ar porrasteloù Breizh, Okitania, Korsika, hag all. evit displegañ ar vot ha kas an dud da votiñ (ar merourien n'o deus ket kelaouet an dud eus ar vot-se!). Setu m'o deus divizet ar merourien (unan d'an nebeutañ) blokañ ac'hanon... Ha diverket 'zo bet tout va digasadennoù...
Kerzh d'ober un dro ma 't eus amzer.
N'ouzon ket ma zo ur meta-wiki, evit kaout ur merour diavaez, pa zo ur gudenn bras war ur wiki bennak... Ma 'z eus, ne vije ket fall kelaouiñ anezho e gwirionez... A galon, Benoni 19 Du 2006 da 16:45 (UTC)

Un dra a c'haller ober, eo mont kelaouiñ an holl amañ dezho da vont da gemer perzh ma c'hallont (50 pennad er wiki gallek).Bianchi-Bihan 19 Du 2006 da 16:57 (UTC)

[kemmañ] wiki galleg atav

Trugarez dit. Evit ar mare on aet skuizh gant an istor-se, e lec'h 'm eus kollet kalz re a amzer. 'M eus aon 'n eus ket tu cheñch ar wiki galleg: gwelloc'h labourat war ar wiki brezhoneg. Tabutoù 'zo a-wechoù ivez, met netra da wellet gant re ar wiki galleg... Na diskuizhus eo ar wiki brezhoneg! ;-) Benoni 19 Du 2006 da 17:34 (UTC)

feiz! diskuizhus 'vit lod... laka da anv da vezañ merour hag e weli pegen diskuizhus e c'hell bezañ... +--Neal 19 Du 2006 da 17:36 (UTC)

[kemmañ] hola des de la wp:ca

Nevez hola Neal,

(ho sento, no sé parlar el gallec)... estava intentant salvar de l'esborrament un esbós que semblava que prometia: ca:Llengües embrionàries. el cas és que estic atascat. només he trobat dues referències a "llengües embrionàries" (una d'elles teva, però com diu un altre usuari, no sabem si l'utilitzes com un concepte o com una metàfora). m'agradaria que t'ho miressis i ens donessis la teva opinió... estem intentant salvar un article insalvable, invenció de qui el va crear? o és possible ampliar-ho? gràcies per la teva ajuda!

--guillem

el teu article encara l'estic llegint... respecte a l'altre, surt a la pàgina web d'un institut de secundària [6], però no posa l'autor. gràcies per la teva resposta (el teu català és infinitament millor que el meu inexistent gallec)!
--guillem

[kemmañ] Sant-Jakez

Demat. Un anv hengounel a gaver e brezhoneg, Sant Jakez a Galiz, evit Santiago de Compostela. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Gen 2007 da 07:15 (UTC)

Ur gudenn a chom (boñ, div e gwirionez): ret e vefe ober gant ar c'hemamdur dre vlotaat goude an araogenn "a" > "a C'haliz" < "Galiz", rak "a Galiz" < "Kaliz". Hag hengounel eo ar stumm "a Galiz"? Diouzh an tu all, bremañ e reer gant "Galiza" kentoc'h evit gant "Galiz" pe "Galisia". "Sant-Jakez a C'haliza" e vefe neuze? Klevet am boa bet ivez "Sant-Jakez a Durki" met n'oûn ket sur hag-eñ e vefe ar memes lec'h. E gwirionez ar stumm implijet ganin betek-hen diwar ar galizeg, "a Gompostela", n'eo ket savet mat ivez peogwir n'eo ket Compostela ul lec'h met talvezout a ra kement ha "Kampoù Steredennek". "Sant-Jakez Kompostela/Kompostella" marteze? Gant ar vroadelourion e vez implijet a-wezhoù "Compostela" hepmuiken evit kaozeal eus ar gêr-se evit gallout chom hep ober gant anv ur sant kristen... --Neal (Kaozeal) 25 Gen 2007 da 10:17 (UTC)

Kampostal (seizh vloaz bet graet ganin eno, ha n'eo ket en Tibet - Klaod), e Rostren. Bernez Bernioù 25 Gen 2007 da 11:12 (UTC)
Kemmadur, n'eo ket sur en taol-mañ, just a-walc'h... 'Giz-se emañ titl ur c'hantik deus "bro ar Bourleted". Marsial a rankhe anavezout ivez. A galon. Klaod.

[kemmañ] Hei hei

Hei Neal,

You wrote something in Breton on my personal user page… What have you written? Di verre, eg snakkar ikkje bretonsk…

[kemmañ] Reizhañ

goût mat a ran e plij dit reizhañ fazioù yezhadur, bizskrivañ hag all, ha n'eo ket dre fent a lâran met a galon vat (kalz e plij din hen ober hag hen ober a ran a vicher e galizeg..., neuze da gompren a ran, souzhusat tra!). boñ, ul labour ramzel a van war ar stren evit tud a blij dezhe seurt labour - ar pennadoù nevez-krouet ganin (kavet e vo ar roll klok war ma fajenn bersonel) o tennañ da vont-en-dro ar wikipedia. n'eo ket ret bezañ a-du gant un destenn penn-da-benn evit gallout he reizhañ evel-just, h marteze dre o lenn aketusoc'h-aketusañ e savoù gwellaennoù a c'helli degas ivez. ma sav kudennoù gant an tremenoù, laka ur gerig war ar bajenn gaozeal kentoc'h evit o c'hemmañ war-eeun mar plij ma tibabez stgañ gant al labour-se. a-galon --Neal 10 Kzu 2006 da 17:50 (UTC)

Faziet out, ne blij ket din reizhañ ar fazioù, traoù all a c'hallfen ober. Nemet kavout a ran dereatoc'h ur skrid difazi, souezhus 'keta, e-barzh un dra a embann bezañ un holloueziadur (ha n'eo ket ur geriadur, evel am eus desket). Ne rin se avat nemet er pennadoù a labourin warno (a-wechoù pa respontin d'ur pennadig en ur bajenn bersonel) ... ha gant ma komprenin anezho. Hag er re a blijo din. N'in ket war-dro pennadoù ha ne blij ket din o danvez, nag ar gerioù dibabet enne, se zo sur. A galon. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:02 (UTC)

trugarez evit bezañ respontet din. ur c'hinnig ne oa ket hag ar gwir da nac'hañ evel-just direbech ha tra.

--Neal 10 Kzu 2006 da 18:34 (UTC) Skouer: Odisseia. Ne gomprenan netra. Diaezamant war-wel, n'in ket war-dro an danvez ken. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:52 (UTC)

ha petra en deu ar pennad da welet ganin? n'em boa nemet reizhet liammoù diabarzh warnañ? n'out ket rediet d'ober war-dro an danvez na war-dro hini ebet. --Neal 10 Kzu 2006 da 19:14 (UTC)

[kemmañ] Yuzevien

Salud dit ! Krouet 'peus un adkas eus Yuzevien da Yuzevegezh. Moarvat e c'hellfe bezañ ur pennad dindan an titl Yuzevien ha n'eo ket un adkas da Yuzevegezh hepken. En ur bern yezhoù all ez eus gwir pennadoù (en:Jew, af:Jood, ar:يهود, an:Chodigo, bs:Jevreji, bg:Евреи, ca:Jueu, cs:Židé, cy:Iddew, da:Jøde, de:Juden, et:Juudid, el:Εβραίοι, es:Judío, eo:Judoj, eu:Judu, fr:Juif, ko:유대인, hi:यहूदी, hr:Židovi, id:Yahudi, ia:Judeo, is:Gyðingar, it:Ebrei, he:יהודים, ka:ებრაელები, la:Populus Iudaicus, lt:Žydai, mk:Евреи, nl:Joden, ja:ユダヤ人, no:Jøder, nn:Jødar, nrm:Juis, pl:Żydzi (naród), pt:Judeu, ro:Evrei, ru:Евреи, scn:Abbreu, simple:Jew, sl:Judje, sr:Јевреји, sh:Židovi, fi:Juutalaiset, sv:Judar, tl:Hudyo, th:ยิว, tr:Musevi, uk:Юдеї, yi:ייד, zh:犹太人). Pa oa bet krouet, en Unvaniezh soviedel gozh, ur Евре́йская автоно́мная о́бласть, Yevreyskaya avtonomnaya oblast (OE Juzevek), ne oa ket evit ma c'hellfe ar relijion yuzev bleuniañ :-), met peogwir e kave da renerien ar vro, moarvat, e telleze ar Yuzevien, evel pobl, da gaout ur rannvro emren.--Llydawr 9 Meu 2007 da 22:04 (UTC)

Ya, da gopmpren mat a ran ha rezon 't eus diouzh un tu ha lemel a rin ma'c'h eus c'hoant an adkas met ret e vo diverkañ ar bajenn ivez rak pa'm eus soñj mat e oa goullo ar pennad bet savet an adkas diwarnañ o vezañ ma oa anezhi unan eus ar pennadoù muiañ-goulennet an hini e oa. Savet em boa an adkas da c'hortos evit ma vefe kaset an neb a lenne ur pennad ennañ ar ger "yuzevion" betek ar bajenn "yuzevegezh" kentoc'h evit na neplec'h. Respont din hag e rin evel m'a'h eus c'hoant (a-raok ma vije kemmet tra pe dra ganin evel-just), pe tu zo dit 'hen ober war-eeun evel-just hep goulenn tamm "aotre" ebet diganin.

--Neal (Kaozeal) 10 Meu 2007 da 07:36 (UTC)

Kavout a rae din e oa bet krouet ganit. Ma'z eo un adkas da c'hortoz (da c'hortoz ur gwir pennad), e c'hell chom evel-se evel-just. A galon, --Llydawr 10 Meu 2007 da 09:14 (UTC)

[kemmañ] Patrom nevez

Trugarez evit da batrom nevez. Kaset 'm eus cheñchamantoù bihan. Emichañs n'out ket chalet...Benoni 17 Kzu 2006 da 20:37 (UTC)

GraetMat eo. N'on ket chalet na tamm ebet. Pa vez kemmet an traoù evit o gwllaat n'eus kudenn ebet. Ha plijout a ra dit?

--Neal 17 Kzu 2006 da 20:53 (UTC)

Ya, graet eo mat tre! Benoni 17 Kzu 2006 da 20:58 (UTC)

[kemmañ] Dazkemm

Kompren a ran n'hallfed ket kemm da bajenn, neuze:

  • trugarez da z-Dominig Jollivet
  • Labourat am eus graet
  • un dek vloaz bennaket (evel "ur c'hant den").

Shelley Konk 9 Gen 2007 da 09:54 (UTC)

Perak e fellfe dit kemmañ ma fajenn bersonel? Ha c'hoant ac'h eus e vefe gwarezet da hini? N'ec'h eus nemet goulenn hag e vo graet. Ha perak out ken chalet all gant ma vez embannet ganin ma buhezskrid - da lâret eo perk e rankfen ouzhpennañ "evel ur c'hant den" (n'eus bet labourate nemet ur c'hant den bennaket gant Diwan? ur souezh!). Ne fell ket din kuzhat piv on setu tout. Ar gwir en deus pep hini da implijout ul lesanv pe c'hoazh da lakaat sklaer hag a-wel d'an holl piv eo. Reizhet ar fazi yezh ken mantrus all ("labouret" e lec'h "labourat"). "Trugarez, Dominig Jollivet" - gant ur vigulenn - a zo ken reizh ha "Trugarez da z-Dominig Jollivet" d'am soñj.

--Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 10:04 (UTC)

Klask a raen jentil sikour da wellaat, met pa ne blij ket ne rin ket ken. Shelley Konk 9 Gen 2007 da 10:22 (UTC)
evel-just! ha n'eo ket me an hini a ranker klask gwellaat, met ma brezhoneg. --Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 11:28 (UTC)

[kemmañ] Cuisine Breizh-Isel

  • Lakaet ez poa ar pennad-mañ war roll ar pennadoù da ziverkañ war zigarez e oa e doubl. Ne gavan ket ar pennad all avat. Lavar din evit ma c'hallfen e ziverkañ. Fulup 9 Kzu 2006 da 19:39 (UTC)

[kemmañ] Iskis

Ne rin ket mui eta ken na deuy tud ar PT da c'houlenn. Heñvel evit ar penadoù all. Mil bennozh dit. N'ouzon ket petra a sonjo lod, met pa vez laret LO (Hello!) gant an holl ( ha skingomz ha skinwel) perak klask lakaat "Stourm micherel)? Shelley Konk 9 Gen 2007 da 09:59 (UTC)

N'eo ket ganin-me e oa bet savet ar pennadoù-mañ. N'em eus ket kemmet an titloù bet dibabt gant an aozer/ez kent (n'on ket aet da sellet piv an nini oa) - n'em eus graet nemet sevel adkasoù a-benn aezaat ar c'hlaskoù. Met truggarez evit da evezhiadennoù ken talvoudus all adarre --Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 10:06 (UTC)

[kemmañ] Strolladoù komunour

Evit unvaniñ ar rummadoù, daoust-hag-eñ e vijes a-du cheñch ar rummad Rummad:Strolladoù Komunour e Rummad:Strolladoù politikel komunour, war-skouer ar rummadoù 'm eus savet, evel Rummad:Strolladoù politikel broadelour, hag ar re strolladoù politikel dre vro? Ma 'z out a-du e goulennin digant Yunbot ober ar c'hemm-se... A galon, Benoni 14 Gen 2007 da 17:18 (UTC)

N'on ket a-enep, nmet marteze e vefe gwell ober ar c'hontrol rak diazet e vefe kaout ur strollad broadlour pe koumoun e vefe hep ma vefe anezhañ ur strollad politikel. Met a-du on hep kudenn ebet. Neal (Kaozeal) 14 Gen 2007 da 17:27 (UTC)

Ya? N'ouzan ket re... Ingal eo din e gwirionez...Benoni 14 Gen 2007 da 20:01 (UTC)

[kemmañ] Strolladoù politikel

Salud dit. Gwelet 'm eus 'peus cheñchet titloù pennadoù zo evel Bloc'had Broadelour Galiza, da skouer, deuet da vezañ Bloque Nacionalista Galego. Ne gavan ket fall ober e-giz-se. Ha me a gav din e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel gall. Souezhus e kavan lenn traoù evel Talbenn broadel... pa vezer boas da glevout, ha da lenn, e brezhoneg ar Front National pe an FN. Petra a soñjez ?--Llydawr 16 Gen 2007 da 21:05 (UTC)

Pe Stourm Micherel evit LO, evel am eus lavaret dija.
Gwirionez en tu-mañ d'ar Pirineoù, falsentez en tu all. A lavare Pascal (Blaise). Pe ar c'hontrol. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 09:04 (UTC)
Me 'm eus graet tout ar bajennoù-se. D'am soñj eo ret derc'hel an anv brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Lod eus an anvioù-se 'm eus kavet war lerc'hienn internet Breizh ar strollad (Ar Re C'hlas da skouer). Gwir eo 'z eus bet ijinet lod 'zo ganin da c'hortoz kavout ur stumm "ofisiel", met un adkas 'zo bet graet bewech o vont kuit eus an anv ofisiel e galleg.Benoni 17 Gen 2007 da 09:24 (UTC)
War al lerc'hienn e kembraeg ez eus bet graet an hevelep tra. Gw.: cy:Y Blaid Lafur (DU); cy:Y Blaid Geidwadol (DU), hag all. Benoni 17 Gen 2007 da 09:27 (UTC)
Pe c'hoazh, gwellet evit an UDF er yezhoù all, hag a vez troet en darn vrasañ eus ar yezhoùBenoni 17 Gen 2007 da 09:52 (UTC):

ca:Unió per a la Democràcia Francesa de:Union pour la démocratie française en:Union for French Democracy eo:Union pour la Démocratie Française es:Unión para la Democracia Francesa eu:Frantziako Demokraziaren aldeko Batasuna it:Unione per la Democrazia Francese ja:フランス民主連合 nl:Union pour la Démocratie Française pl:Unia na rzecz Demokracji Francuskiej pt:Union pour la démocratie française sv:Union pour la Démocratie Française zh:法國民主同盟

  • Skrivet em eus uheloc'h e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel. Met ne gav ket din e c'heller dibab ur reolenn a dalvezo evit an holl degouezhioù. Sklaer eo e kaver a bep seurt traoù er yezhoù all. Hervez ar yezhoù e troer muioc'h pe nebeutoc'h an anvioù strolladoù. Sellit ouzh al liammoù-mañ :

ca:Categoria:Partits polítics de França cs:Kategorie:Francouzské politické strany de:Kategorie:Französische Partei en:Category:Political parties in France es:Categoría:Partidos políticos de Francia eu:Kategoria:Frantziako alderdi politikoak fr:Catégorie:Parti politique français he:קטגוריה:מפלגות בצרפת it:Categoria:Partiti politici francesi ja:Category:フランスの政党 ko:분류:프랑스의 정당 nl:Categorie:Franse politieke partij nn:Kategori:Franske politiske parti no:Kategori:Franske politiske partier oc:Categoria:Partit politic francés pt:Categoria:Partidos políticos da França sv:Kategori:Politiska partier i Frankrike

E Breizh e kavan o reizh ober gant anvioù brezhonek pa vez un anv brezhonek en implij, hag en implij gant ar strollad e-unan da gentañ penn : Ar Re C'hlas evel-just peogwir e kaver an anv-se ganto, evit strolladoù all ivez, evit an holl avat n'ouzon ket. Ma'm eus klevet komz dija eus ar Strollad sokialour (gant sokialourien) pe zoken eus Strollad al Labourerien (gant unan eus ar gostezenn-se), gwech ebet ne'm eus klevet ober anv eus an Talbenn Broadel [moarvat ne zarempredan ket a-walc'h an dud-se :-)]. Goulennoù all c'hoazh : ma troer diwar ar galleg, daoust ha troet e vo ivez diwar yezhoù all ? Penaos e vo graet evit anvioù ar strolladoù politikel e broioù all ? Ma reer Ar Re C'hlas eus Les Verts, petra a vo graet eus De Groenen (ar Re C'hlas, en izelvroeg, anv ur strollad eus an Izelvroioù) ? --Llydawr 19 Gen 2007 da 23:05 (UTC)

[kemmañ] Savpoentig

Ne'm eus ket c'hoant da glask tabut pa ne ran foeltr forzh ebet gant ar strolladoù-se, met gwelloc'h e vije bet kaozeal un tamm a-raok, ma n'az poa ket c'hoant e vije kemmet an anvioù, planedenn ur bern anvioù er wiki brezhonek. Evel evit an departamantoù (un dachenn ma'z eus bet ijinet e-leizh), pa rankez ijinañ eo e krog an afer: evel evit anvioù gregach, an ijinadennoù n'int nemet traoù personel ha marteze berrbad, ha ne lakaint ket den ebet da baouez d'ober gant UMP, pe PS. Siwazh, met ar skingomz hag ar skinwel brezhonek a zo kaoz: evel-se e ra ar gazetennerien vrezhonek (an nebeudig a zo anezho), n'eus den ouzh o lakaat da gemm (o renerien ne reont forzh gant ar yezh), ha n'eus ket pikol lec'h d'ar brezhoneg evit komz eus traoù'r seurt-se. E-maez ar wiki ez eus ur bed all ha ne ra forzh gant an Talbenn Broadel. A galon. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 09:49 (UTC)

Me n'on ket a-enep d'an tabut, dreist-holl pa 'm eus ijinet ma unan anvioù 'zo. Tu zo gwellaat lod 'zo. Met d'am soñj eo pouezus derc'hel d'an anv brezhoneg war ar wikipedia brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Gwir eo e vez graet gant FN pe UMP er radiooù ha tele e brezhoneg. Met graet e vez ivez ganto gant "telefon" ha me oar me. Un nebeut anvioù avat a zo kroget da vezañ degemeret : Ar Re C'halz, Strollad Sokalour, Strollad Komunour, h.a. zoken gant Broudig...Benoni 17 Gen 2007 da 10:00 (UTC)
Evit en em gompren gwelloc'h: tabut zo trouz, "querelle, dispute" e galleg. "Discussion" a vo kaoz(eal/adenn), divizoù...
Ne blij ket din an tabut. Mat eo din kaozeal.
E Kembre ez eus un anv ofisiel kembraek da bep strollad. N'anavezan ket anvioù ofisiel d'ar strolladoù politikel gall. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 12:11 (UTC)


[kemmañ] Rummad:Merc'hed

Div bajenn zo, Rummad:Merc’hed ha Rummad:Merc'hed, gant skraboù disheñvel. Ar rummad goullo zo da ziverkañ. --Llydawr 10 Gen 2007 da 13:33 (UTC)

Graet trugarez - n'e boa ket komprenet kevrin an daou skrap-se. --Neal (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 14:33 (UTC)

[kemmañ] Unaniezh /unvaniezh

Krog on da adaozañ ar rummata evit an URSS. Meskaj a oa etre an daou stumm Unaniezh/Unvaniezh er rummadoù hag er pennadoù. Lakaet em eus pep tra dindan ar ger Unaniezh (evel Unaniezh Europa, Stadoù-Unanet Amerika, hag all). Unanet e oa bet ar Republikoù met unvanet ne oant ket bet. N'em eus ket echuet c'hoazh met kenderc'hel a rin. Spi am eus ne vi ket feuket gant an dra-se. N'em boa ket gwelet diouzhtu e oa kement a bennadoù da adrummata. Ouzhpenn em eus lakaet an anv hir er rummad pennañ Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (e-lec'h Unvaniezh ar Republikoù Soviedel). Fulup 1 C'hwe 2007 da 22:36 (UTC)

N'on ket feuket na tamm ebet, a-du penn-da-benn ganit kentoc'h. Me am bije implijet ar stumm "Unaniezh" kentoc'h evit "Unvaniezh" met gwelet am boa e oa bet implijet an eil stumm dija er pennad pennañ, ha setu me ocx'h ober heñvel. Ya, a-du gant al labour unvaniñ a seurt-se ivez dre vras - ur mell sklabez zo ivez war dachenn ar yezhoù, met hen diplegañ a rin hiroc'h e lec'h all.

A galon, Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:20 (UTC)

  • OK, goulenn a rin gantañ, trugarez dit Fulup 2 C'hwe 2007 da 17:31 (UTC)

[kemmañ] Ober plijadur

Tennañ a rin Santiago ma kavez eo un dagadenn, ne gomprenan ket perak. Prest on d'ober plijadur. Betek ur poent.
Pa lavarez ez ez skuizh ganin amañ, e plijfe dit serriñ ma c'hont, ez on gaouiad, e rez kement-se moarvat peogwir e oarez e ra plijadur din. Eus da berzh n'eo ket tagadennoù.
Met ober anv eus Galiza amañ, eus saozneg ahont, hep tagadenn ebet, ha setu klemmicherezh ha mibiliach. Tristik ya. Met a-berzh piv?

Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 21:04 (UTC)

[kemmañ] Ur bajenn re virvidik marteze

Neal, n'on ket evit krediñ e c'hellfes lavarout em oa graet un dagadenn ouzhit. Displeget 'm eus e taveen d'az endro studi ha labour ha netra muioc'h. Ne gredan ket em eus taget den er wikipedia. A hend-all e welan e ra berzh bras da bajenn gaozeadenn. Na petra ta !
Koulskoude, ne gavan ket mat ar randaeloù o strinkañ diehan, darn anezho war un tem orin ha n'eo ket bet lec'hiet mat (treiñ St Jakez a G.). Ur verzadenn all : ret e vefe enskrivañ e-barzh reolennoù ar wikipedia n'eo ket reizh pismigañ an dibaboù graet gant an implijerien e-keñver abegoù ar pennadoù. --Ch. Rogel 10 C'hwe 2007 da 00:56 (UTC)

ret eo anzav n'oûn dare eus petra out o kaozeal. Hag e pelec'h em eus bet skrivet e oa bet graet un dagadenn bersonel em c'heñver ganit. E pelac'h emañ an dalc'h. Skuizh on gant ar b-B hag e doare d'ober dave da berzhioù persopnekl bewech ma vez tamallet outañ bezañ graet un dra a-dreuz kientoc'h evit respont da arguzennoù en un doare poellek setu tout. Ne welan ket e pelec'h e vefen o pismigañ war ar c'hraf-se. Ha n'on ket kririek d'ar pezh a skriv lod war ma bajenn gaozeal, geo? 'Gomprenan mann ebet.

--Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 10:19 (UTC)



[kemmañ] un/ur harz ~ ur c'harzh

ne gomprenan ket re vat ar pezh ac'h eus skrivet amañ:

kemmesk zo etre an harz hag ar c'harzh a gredan. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2007 da 18:06 (UTC)

"ur harz-labour", da skouer, am eus bet klevet atav rak el lec'h ma oa bet desket ma zammig brezhoneg ganin e vez distaget an "h" kentañ dre c'hwezhañ ha neuze en em dalc'h evel ur gensonenn + ger-mell -r kentoc'h evit bezañ un "h" mut ha neuze ger-mell -n dirak vogalenn. Hag ur reolenn zo evit an "h"? Disheñvel-mik eo evidon-me "ur harz" hag "un arzh" met n'eo ket disheñvel "ur harz" hag "ur c'harzh". N'on ket brezhoneger a-vihanig, anat dit, met evel-se e vez graet gant ar re a anaouan hag a zo brezonegerion a-vihanig anezhe bet desket o zamm galleg pa oant aet d'ar skol. N'eo ket ret fuloriñ - un evezhiadenn n'eo ken. A galon, Neal (Kaozeal) 13 C'hwe 2007 da 18:29 (UTC)

Ne fuloran ket, klask a raen displegañ penaos e welen (hag e wel ivez tud all) an traoù-se. Un hent, un harz. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2007 da 18:33 (UTC)

Fiskal. N'anaoan den ebet hag a distag "hent" gant un "h" dre c'hwezhañ. Evidon eo un tammig evel "hour" > "an hour" kv. "hole" > "a hole" - met faziañ a c'hellan , ha n'eo ket dav bezañ heñvel implijoù ar yezh e pep lec'h nag ivez a den da den er memes lec'h. Ne ouien ket re vat avat hag-eñ e tenne da evezhiadenn da implij stumm resis ar ger-mell pe c'hoazh da ster ar ger implijet e-unan. Pa'm boa respontet da Ch. Rogel em boa implijet ar memes ger bet implijet gantañ "harz" - komprenet ganin gant ar ster "limit", met faziañ a c'hellan c'hoazh. Neal (Kaozeal) 13 C'hwe 2007 da 19:03 (UTC)

Anaout a ran tri sistem distagañ

  • ne vez ket distaget "h" e penn kentañ ar ger : doare Leon, hervez a ouzon;
  • distaget e vez atav, am eus klevet gant tud Sant Nikolaz ar Pelem (n'eo ket aes distagañ "an hent"!)
  • an doare a ran gantañ: distagañ "h" pa ne vez ger-mell ebet: an hent, evel an aer, met hent Brest.

N'eus distagadur ofisiel ebet e wikipedia, netra nemet ur skritur hervez a ouzon: un arzh, un harz, un horzh; ur c'harzh, ar c'horz, ar c'hourz. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2007 da 03:02 (UTC)

[kemmañ] Gabriele Malagrida

Demat. Un tammig labour evidoc'h. :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 10 Meu 2007 da 10:28 (UTC)


[kemmañ] Hidrosfera

Marteze n'eo ket ret mirout ar pennad Hidrosfera. Bianchi-Bihan 12 Meu 2007 da 02:35 (UTC)

Graet Diverket. Trugarez. Neal (Kaozeal) 12 Meu 2007 da 06:27 (UTC)

[kemmañ] Hebraeg

Salud dit ! Ma'peus barregezh war an hebraeg, na'peus nemet teurel ur sell ouzh anvioù ar mizioù er pennad Deiziadur hebraek. Lakaet em eus stummoù da c'hortoz, a c'hello bezañ reizhet gant neb a garo. A galon, --Llydawr 24 Meu 2007 da 18:01 (UTC)



[kemmañ] Korn

7 kwech e lennan an niverenn 1 er bajenn. Dilennus. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2007 da 19:48 (UTC)

ne gomprenan ket e pelec'h emañ ar gudenn. Eus peseurt pennad out o komz - hini Korn (strollad)? E pelec'h e welez an niverenn 1? Ha staliet ez eus ur pakad lizherennoù unicode war da urzhiataer? Renket e vo (pe klasket ober) ur wezh p'am bo komprenet e pelec'h emañ an dalc'h resis.Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 07:40 (UTC)
Korn (digejañ): ur sklabez. 7 kwech e lennan an niverenn 1 er bajenn. Dilennus.
Netra da welet ganin ar pennad-se. Goulenn a rez ouzhin e renkañ evel merour neuze?Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 17:19 (UTC)
Ne c'houlennan netra. Sachañ evezh, netra ken. Evel a gari e ri. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 17:26 (UTC)


[kemmañ] Ë (lizherenn), Ï (lizherenn)

English Please delete Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn). These two articles was describing the Cyrillic letters Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn), but have been used Latin letters as the articles' name.--Sl 29 Ebr 2007 da 12:37 (UTC)

Thank you for your remarks. This was done intentionally to avoid articles with apparently similiar titles and to facilitate usage for people without Unicode (as so often happens). Be that as it may, in the future you are politely requested to refrain from such immdiate deltions yourself on the Breton language project, as it would have been enough for you to have alerted a moderator regarding the error and to request rectification. In this case, renaming rather than deletion would have been suficient.

Neal (Kaozeal) 29 Ebr 2007 da 13:08 (UTC)


[kemmañ] Sikour !!!

Demat dit Neal, Setu, labour a ran alies war ar sonerezh met ar pezh 'zo, ne zeuan ket a-benn da lakaat patromoù "Infobox Album" war-well. Neuze ma oa tu dit displeg din ar penaos hag ar perak... Trugarez ! Malo 1 Mae 2007 da 14:12 (UTC)

hm, klasket am eus renkañ an traoù un tammig. Evit gallout implijout patromoù a seurt-se e rankont gallout bezañ implijet evot meur a bennad war un dro. Setu, evit e implijout war ur pennad resis e ranker skrivañ, da skouer {{Infobox Album}} e krec'h ar pennad ha neuze, ur wezh deuet war-wel ennañ e c'helli skrivañ an titour resis bewech ma weler {{{un dra bennak}}} war ar patrom-se. Gallout a reer ivez kemmañ ar patromoù evel ma reer gant ar penandoù all, n'eus nemet klask, da skouer Patrom: Infobox Album. Diwall memstra da sellet mat ouzh ar formatoù hag ar c'hodoù bet implijet evit e sevel - ma n'out ket sur pouez kentoc'h war "rakwelet" a-raok kadarnaat ar c'hemmoù kaset da-benn ganit da vat. N'eus forzh penaos, zokn ma rez ur mell sklabez n'eus nemet mont da glask war istor ar pennad evit resteurel ar pezha a oa bet graet a-raok. Tan de'i ha degemer mat eus ma feurzh war ar raktres.Neal (Kaozeal) 1 Mae 2007 da 14:47 (UTC)

Va digarez met ne zeuan ket a-benn... n'eus ket tu kaout Infoboxoù evel war Wikipedia e saozneg ? Infoboxoù brav a vefe mat...--Malo 3 Mae 2007 da 07:27 (UTC)

Lâr e pesurt pennad out o klask lakaat an infobox-se hag ec'h in da lakaat ur sell. Ma teuan a-benn d renkañ an afer-se n'az po nemet mont da sellet ouzh istor ar pajnn hag e weli penaos em bo graet. A-hend-all, ma n'eus ket ur patrom war ar wikipedia e brezhoneg e ranker e sevel dres evel ar pennadoù all. N'eus nemet lakaat da titl ar pennad "Patrom:Titl" (lakaat anv ar pennad e-lec'h "titl" evel-just). Ar pep aezetañ eo eilañ ur patrom diwar ur wikipedia all hag e dreiñ pe c'haozh eilañ diwar ur patrom damheñvel all bet sabvet e brezhoneg dija. --Neal (Kaozeal) 3 Mae 2007 da 07:35 (UTC)

[kemmañ] Pennadoù a ra diouer

War a-seblant e ya implijerien nevez da glask awen amañ: Wikipedia:Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ. N'ez eus den o labourat evit neveshaat ar bajenn avat pe zoken o reizhañ ar fazioù a zo warni. Mat vije deomp en ober tamm-ha-tamm evit neveshaat ar bajenn.Benoni 1 Mae 2007 da 19:51 (UTC)

[kemmañ] Pajenn goulennet ar muiañ

Ar bajenn goulennet ar muiañ bremañ a zo : Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin. Kavet e vez al liamm-se war ur patrom savet ganit, setu marteze e vi dedennet sevel ar bajenn-se. Pajennoù goulennet stank a c'hellfe dedennañ ac'hanout a zo ivez : Ѷ (lizherenn), Palestina, ぜ (lizherenn). A wir galon, Benoni 21 Mae 2007 da 10:58 (UTC)

Graet Ѷ (lizherenn) (ne oa nemet un adkas d'ober)

Graet ぜ (lizherenn) (ne oa nemet reizhañ titl ar pennad bet savet c'hoazh d'ober)

+ Gwelloc'h eo din chom hep sevel ar pennad diwar-benn Palestina rak ne vefen ket evit chom neptu war an dachenn-se

Neal (Kaozeal) 21 Mae 2007 da 18:11 (UTC)

[kemmañ] resisadenn

Labouret am eus dre gopiañ-pegañ hag en em rentet on kont war-lerc'h ne oa ket ar memes arouezenn hag an hini kavet da gustum er wikipedia. Abalamour da se em eus reizhet an anv. Setu tout. Mar gallez diverkañ ar bajenn gozh. Ne vo chalet den da'm soñj--Kadwalan 22 Mae 2007 da 19:41 (UTC)

Diverket az teus ar bajenn oa ret mirout. En eben n'eus ken un adkas.--Kadwalan 22 Mae 2007 da 19:56 (UTC)
Ne gemm nemet ar skrabig (hag endalc'had ar bajenn). Setu e ve mat diverkañ Aesc’hulos (ar bajenn adkas) ha mirout ar pennad anvet Aesc'hulos e-giz m'emañ. Ha sklaeroc'h eo? --Kadwalan 22 Mae 2007 da 22:57 (UTC)
Ya. Trugarez. Ne gomprenan ket re afer an daou skabig-se: ganin-me eo c'hoarzvezhet ar memes tra dija. Ar wezh kentañ ne gomprener mann ebet peogwir eo hañval-poch an daous stumm...--Neal (Kaozeal) 23 Mae 2007 da 06:00 (UTC)

[kemmañ] Skeudennoù

Salut dit Neal. Me 'zo nevez erruet war wikipedia brezhoneg hag e seblantez bezañ ampart war ar sujed. Penaos e vez lakaet skeudennoù (pe skoedoù...) war pennad-mañ-pennad? Ha pelec'h c'heller kaout skeudennoù a zere (war internet?, ar wiki?)? Spi 'meus e responti din ar buhanañ ar gwellañ. --Gwendal 23 Mae 2007 da 12:45 (UTC)

[kemmañ] Komprenus=

Ma kavez komprenus an dra-se, chapǒ: Er yezhoniezh e vez implijet an termen apoherezenn, apherezenn pe aferezenn (diwar ar henc'hresianeg: apo "digant", hairein "lemel; kemer"; saoz: aphesis pe aphaeresis ) evit komz eus ar fed ma vez argaset ur sonenn diwar deroù ur ger, dreist-holl ur vogalenn hep taol-mouezh warni. Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 20:44 (UTC)

ret e vo adwelet ar pennad. Graet e vo. Aesoc'h e vefe reizhañ traoù mar c'hellfer lâret e pelec'h reis emañ an dalc'h, rak pa ne gomprener ket traoù e c'hell bezañ peogwir ne deuer ket a-benn da gompren ar c'heal e-unan pe cp'hoazh peogwir eo luziet an displegadenn hag ar yezh.--Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 06:44 (UTC)

Tre ha tre. Bianchi-Bihan 25 Mae 2007 da 09:05 (UTC)

Setu ur pnand na gomprenan na penn na lost diwar e benn: entropiezh. ret eo anzav, avat, e c'hell bezañ bet savet mat, rak n'on ket ur mailh war an danvez-se ha n'on ket evit barn hag-eñ e c'hellfe e gompren tud all gouiziekoc'h war an dachenn-se. --Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 19:08 (UTC)

[kemmañ] Merc'hed

Sell amañ: An davarn. A-du e vi sikour ac'hanon evit lakaat un tamm urzh er reuz savet gant B-B? Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 12:52 (UTC) Nevez Neal (Kaozeal) 28 Mae 2007 da 15:20 (UTC)

[kemmañ] Respont

Respontet 'm eus da Ch. Rogel:

Goude bezañ sellet eus tout ar pezh 'm eus bet graet dibaoe ur sizun, ne welan netra liammet gant Roma war bouez ar fed treuzfurmiñ ar rummad "Impalaer roman" e "Impalaerien roman" (ar pezh a zo disheñvel eus Impalaeriezh roman!), evit lakaat e pleustr ur vot bot bet graet un nebeut mizioù 'zo. Moarvat eo se a tisplij kalz da Ch. Rogel, pa z'eo a-enep da lakaat ar rummadoù el liester. N'eo ket brav treuzfurmiñ ar fedoù evit lakaat brud fall war ur c'henlabourer! Benoni (Kaozeadenn) 8 Mez 2007 da 10:13 (UTC)


[kemmañ] Klotaat?

Ar ger klotaat a vije anezhañ

  • ma vije meneget en ur geriadur
  • ma vije un anv-gwan klot, evel sot a ra sotaat

Ma kavez, lavar din. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 20:02 (UTC)

[kemmañ] Saozneg

Daoust hag eñ ne gav ket dit e vez mat chom hep lakaat an droidigezh saozneg eus ar pennadoù yezhoniezh, da skouer, en destenn hec'h-unan. Aes eo he c'havout e bann ar yezhoù a-gleiz pa vez atav ul liamm gant ar saozneg?--Kadwalan 15 Mez 2007 da 13:20 (UTC)

Ya, goût a ran e c'heller gwelet an termen e saozneg dre lakaat ur sell ar al liammoù etrewiki war an tu-kleiz (mar bez - ha bez' vez anezhe peurliesañ evel-just), met gwell am boa kavet lakaat e saozneg en destenn diouzhtu goude an termen e brezhoneg evit aesaat ar c'hompren war-eeun dreist-holl pa reer gant kemendall a nevezc'herioù. Great am eus gant ar saozneg ivez peogwir eo stankoc'h ar peuriñ war ar Wikipedia er yezh-se dreist-holl. N'on ket a-enep chom hep ober na tamm ebet. --Neal (Kaozeal) 15 Mez 2007 da 13:24 (UTC)
D'ar mare-se, hag evit bezañ kempoell, e vije ret tennañ ar gregach eus ar pennadoù a denn da zoueed Hellaz ivez. D'am soñj, en un holl oueziadur, eo dereat lakaat danvez seurt-se en ur pennad, hep diaesaat al lenn. nemet e vije mat kendeuziñ pennadoù zo (morfem stag ha distag) da virout ouzh ar morfemoù da vreskenn. Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 02:41 (UTC)
Graet Enteuzet eo bet an daou bennad-se. A galon, --Neal (Kaozeal) 16 Mez 2007 da 06:19 (UTC)

[kemmañ] Kaozeal:Roll an oberennoù e brezhoneg troet diwar yezhoù all

Nevez Lennit mar plij ma evezhiadenn diwezhañ, ha roit hoc'h ali. Poent eo, a gredan, dispartiañ GWIR LEVRIOU eus pennadoùigoù el Liamm.

Kaozeal:Jord Herbert?

Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 17:22 (UTC)


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -